Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur c'hreñvlec'h a zo ur savadur aozet evit an difenn hervez arz ar brezelerezh. Savet eo bet savadurioù difenn gant an Den abaoe milvedoù diwar pep seurt tres eus ar re simplañ betek ar re gempleshañ.

Taolenn ar c'hreñvlec'h, diouzh an holloueziadur Cyclopaedia (1728)
Krenvlec'h steredennek Bourtange , adaozet da dres 1750 situation, Groningen (province), Izelvroioù

M'eo bihan ar c'hreñvlec'h e vez graet kreñvig eus outañ, met ma endalc'h ur gêriadenn pe ur gêr eo mogerioù difenn ar savadurioù hag e c'hell bezañ staliet ur c'heñvlec'h e-barzh a vo anvet ur gwikadell m'eo bras a-walc'h. Lod eus ar gwikadelloù a vez staliet e lec'h uhelañ ar gêr mogeriet evel m'edo an Akropolis en Aten hag an Arx capitolina e Roma.
M'eo graet ar c'hreñvlec'h gant mogerioù uhel hag un tour pe veur a hini eo anvet ur c'hastell pe ur c'hastell-kreñv peurvuiañ.

Daou seurt kreñvlec'hioù a zo : ar re badus hag ar re war dachenn. Savet e vez ar c'hreñvlec'hioù padus diouzh bolontez un aotrouniezh galloudus, ur riez peurvuiañ, a c'hell implij e binvidigezhioù hag ar barregezhioù arbennik evit klask ar surentez.
Savet e vez kreñvlec'hioù war dachenn e korf ur brezel diwar danvezioù lec'hel hag hezoug (douar, prenn, brankoù...). Barrek-kenañ e oa ar soudarded roman evit sevel seurt kampoù kreñvaet diwar dizh. P'eo arz sevel kreñvlec'hioù arz ar c'hreñlec'hiadur, hini terriñ savadurioù difenn en ur lakaat seziz warno a zo ar sezizouriezh.

Pennadoù kar

kemmañ