Atant
Un atant (pe menaj, pe tiegezh) zo ul lec'h war ar maez ma vez labouret douar ha savet loened.


Hervez ar broioù e kemm ar pezh a vez gounezet en douar : ne vez ket gounezet orañjez, gwini na kafe e pep atant.
E Breizh gwechall e veze labouret an douar gant kezeg, gounezet ed en douaroù mat, segal pe ed-du en douaroù paour, legumaj war an aod, patatez e pevar c'horn ar vro, ha savet saout ha moc'h e pep atant. Ret e oa d'an atant magañ tud an atant da gentañ, ha gwerzhet e veze pezh a c'halled
Abaoe ar bloavezhioù 1960 ez eus kemm bras. En atantoù zo e saver saout evit gwerzhañ o laezh dreist-holl, e re all evit gwerzhañ o c'hig. Pa vez moc'h e vez gounezet maiz evit o magañ, pa ne oa ket er vro a-raok an Eil Brezel-bed.
GeriaouegAozañ
Kalz gerioù zo e brezhoneg da envel un atant.
- Atant e Bro-Leon
- Tiegezh e Leon ha Kerne
- Menaj e Treger, ha komz a reer eus menajerien
- Kêr, miridi, e Kerne-Uhel
- Koumanant, mereuri, feurm, tachenn, meteiri e Bro-Gwened
Rannoù an atantAozañ
- Evit al loened
Aar marchosi, kraou ar moc'h ha hini ar saout, kouldri
- Evit ar binvioù