Vitis vinifera

(Adkaset eus Gwini)
Gwinienn
Vitis vinifera subsp. vinifera
Rummatadur Cronquist
Riezad : Plantae
Isriezad : Tracheobionta
Skourrad : Magnoliophyta
Kevrennad : Magnoliopsida
Iskevrennad : Rosidæ
Urzhad : Rhamnales
Kerentiad : Vitaceæ
Genad : Vitis
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Vitis vinifera, ar winienn voutin, zo ur spesad gwezigoù sarmantek eus ar familh Vitaceæ, da lavaret eo hini ar gwini.
Gounezet e vez evit he frouezh a-gropadoù, ar rezin.
E diazad ar mor Kreizdouar e voe ganet, koulz hag e kreiz Europa hag e mervent Azia[1].
Etre 5 000 ha 10 000 doare Vitis vitifera zo bet renablet, met ul lodennig hepken anezho a ro rezin a zo talvoudus da vout gounezet.

Ul liammenn-red skantek he rusk eo, a c'hall kreskiñ betek 6 metrad hirder. Pebeilat eo he delioù flipennek ledan, 5–20 cm o hirder.
Bez' e c'haller debriñ rezin fresk, disec'het, evañ o chug fresk pe e lakaat d'ober gwin.

An doare gwinienn bennañ eo a vez gounezet en Europa hag er bed, peogwir he deus roet kalz gouennadoù a dalvez d'ober gwin, rak gant Vitis vinefera e vez roet ar fro gwellañ.

Is-spesadoù

kemmañ

Daou is-spesad pennañ zo :

Hep mar ez eus meur a rummad en is-spesad Vitis vinifera vinifera, an niver anezho o vout kemm-digemm hervez ar skiantourion. Kantadoù a ouennadoù gwini zo bet ganet diwar Vitis vinifera, petra bennak ma teu lod anezho eus hironadurioù gant spesadoù arall.
E-maez ar re hiron ez eus bet gounezet gouennadoù diwar ziuzouennañ a-hed kantvedoù, ar pezh en deus o fellaet diouzh ar gwini gouez. Neuze e rankjed moarvat komz eus gouennadoù gwini "bet tapet diwar" Vitis vinifera.

E-pad milvedoù ez eo bet gounezet Vitis vinifera en Azia (Reter-Kreiz, Kaokaz), en Afrika an norzh hag ar su, en Europa ; kemmesket eo istor ar blantenn hag istor ar gwin abaoe keit all.

En Neolitik dija e oa anavezet gant mab-den, a gutuilhe rezin gouez kent kregiñ d'o gounez war-dro 3500-3000 KJK, koulz evit debriñ hag evit ar vezegiezh, e mervent Azia, en Armenia ha Jorjia, e Roumania ha Bulgaria.

E Meurgan Gilgamech (trede milved KJK) emañ ar meneg kentañ eus rezin ha gwin ; dre hieroglifoù Egipt e tesker e oa ar gwin un drugar miret evit ar veleion, an uhelgargidi hag ar faraon hepken.

 
Seilenos hag ar Menadezed o vendemiñ
Kop Attikat, dibenn ar VIvet kantved KJK
Cabinet des Médailles, Pariz

Pelloc'h, en Henc'hres, e teskrivas Hesiodos doare e vro da vendemiñ ha d'ober gwin. Eus Henc'hres e voe kaset an troioù-micher-se da su Italia (Magna Grecia, "Gres Veur", pe c'hoazh Œnotria, "Bro ar gwin"). Eus su Italia e voe kaset d'an norzh ; gant an Etrusked eno e voe gwellaet an teknikoù, hag enhentet ar Romaned
Gwellaet c'hoazh e voe an doareoù gant ar Romaned, ha lod anezho zo chomet digemm abaoe ar skrid De Agri Cultura gant Kato an Henañ (234-149 KJK), unan eus al levrioù niverus bet skrivet en Henamzer a-zivout ar gwinierezh.

Er Reter-Kreiz en devoe ar gwinierezh ur pouez armerzhel diarvar betek ar VIIvet kantved, ma krogas da gilañ a-zirak islamekadur ar pobladoù.

En Europa, eus ar Vvet betek an Xvet kantved ne veze gounezet Vitis vinifera tost-da-vat nemet gant an urzhioù relijiel en o manatioù ; gant Beneadiz e voe plantet gwiniegi pelloc'h war-du an norzh hag uheloc'h er menezioù. Ar peurrest eus ar gwiniegi a veze e dalc'h an noblañs.
Eus dibenn ar Grennamzer betek an Azginivelezh e voe plantet mui-ouzh-mui a winiegi en abeg d'ar c'hresk e poblañs ar c'hêrioù ; peogwir e kreske ivez pinvidigezh ar varc'hadourion hag an artizaned e krogjont da bostañ arc'hant er gwinierezh, a c'hounezas a-nevez ur pouez en armerzh europat.

Da heul politikerezh trevadennour Europiz e voe degaset Vitis vinifera en holl gevandirioù : e Norzhamerika ez erruas er XVIIvet kantved, e Suamerika hag en Aostralia diwezhatoc'h.
E Norzhamerika e voe hironet gant gouennadoù lec'hiel, evit krouiñ plant a vije gouest da herzel ouzh ar c'hwen-gwini (Daktulosphaira vitifoliæ) ; imboudet e voe gwini amerikan war Vitis vinifera europat evit ma c'hallfe stourm gwelloc'h.

Douaroniezh

kemmañ

Vitis vinifera eo ar spesad gwini a vez gounezet dre ar bed a-bezh.

Perzhioù

kemmañ

Trenk, startaus ha freskaus eo Vitis vinifera. Troazhus eo, skañvaat a ra an tanijennoù, gwellaat red ar gwad, reoliañ an diwadañ ha skarzhañ an toksinoù.

 
Deliennoù ur winienn
 
Ur winienn e bleuñv
 
Blokadoù rezin azv

Armerzhel

kemmañ
  • Gwin dreist-holl a reer gant frouezh Vitis vinifera ; e 1996 e voe kavet en Iran jarloù o devoa dalc'het gwin 7 000 bloaz zo[5].
  • Chug fresk, gwinêgr, kaotigell a vez graet ivez gant a rezin. Rezin sec'h a vez gwerzhet er bed a-bezh.
  • Eoul a vez tennet eus ar splus.
  • Bitartrat kaliom (KC4H5O6) zo un hal strinkel a vez aotreet evel arodad boued dindan an niverenn E.E336 en Unaniezh Europa ; ur stabilaer eo, a gaver er goelloù kevret gant ar bikarbonat natriom (NaHCO3).

Keginerezh

kemmañ
  • An delioù, fresk pe miret en hili, a vez bervet buan kent servijout da bakañ meuzioù evel kig drailhet, pesked ha riz.
  • Ar frouezh a c'hall bout debret fresk, pe boazhet buan.

Mezegiezh hengounel

kemmañ

Perzhioù mat evit ar yec'hed zo d'ar blantenn ha d'he frouezh, evel m'eo bet gouezet abaoe pell.
Er vezegiezh hengounel, en Europa pergen, e veze arveret kement tamm eus ar blantenn evit klask pareañ meur a gleñved.

Mezegiezh a-vremañ

kemmañ
  • Dre ziabarzh : evit prederiañ ouzh an teuc'helloù, ar mizioù re builh, ar gwadliñvoù, ar poanioù-troazhañ, an uswask, ar c'holesterol, an dispuilh, ar c'hellulit hag ar morgud diwar re a bouez.g
  • Dre ziabarzh ha dre ziavaez : enep tanijenn ar beg, ar gouzoug, an daoulagad.

Levrlennadur

kemmañ
  • Deni Brown (1995), Encyclopedia of Herbs & their Uses, The Royal Horticultural Society, Dorling Kindersley, London, ISBN 978-0-7513-0203-5 (en)
  • Roger Dion (2010), Histoire de la vigne & du vin en France, des origines au XIXe siècle, CNRS, ISBN 978-2-271-06952-8 (fr)
  • Maria Hopf & Daniel Zohary (2001), Domestication of Plants in the Old World – The Origin and Spread of Cultivated Plants in West Asia, Europe, and the Nile Valley, OUP Oxford, ISBN 978-0-19-850356-9 (en)
  • Michel Vidal (2001), Histoire de la vigne et des vins dans le monde - XIXe-XXe siècle, Féret, ISBN 978-2-902416-74-5 (fr)

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Euro + Med (en)
  2. Dioek a lavarer eus plant o deus hiniennoù gourel ha re venel a-benn gouennañ.
  3. Divrevek a lavarer eus plant a zoug bleunioù gourel ha re venel war an hevelep hinienn.
  4. En abeg da dommadur ar blanedenn ez eur krog da c'hounez Vitis vinifera en norzh d'he domani a-vremañ ha d'ober gwin diouti, e Kembre da skouer. Gwelit WalesOnline (en)
  5. Da lavaret eo daou vilved kent tud an neolitik bet komzet diwar o fenn e penn-kentañ ar pennad-mañ. Gwelit : Mark Berkowitz (1996), World's Earliest Wine, Archaeology levrenn 49, niv. 5 (en)
 
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.