Organoù ar gweled eo an daou lagad. Ganto e c'hall an dud hag al loened gouzout petra a c'hoarvez en-dro dezho hag ober o soñj neuze. A bep tu d'ar penn emaint e poulloù, pe podoù an daoulagad.

Lagad un den
Lagad lemm ur vaou lost rous

Kleñvedoù

kemmañ
Glazenn

Ar c'hlazenn a zo dalliñ ul lodenn pe hollad al lentil-lagad. An dalliñ-se a gas d'un digresk eus ar wel a za war gresk. Er penn-kentañ ar c'hlazenn a zegas egas da geñver ar gouloù. An digresk eus ar gwel a c'hell bezañ fonnus goude ur choukad en abeg d'ar c'hozhni pe er broioù o ziorren, en abeg d'ar zivouediñ, d'an heoliata, an espozañ ouzh mogedoù pistrius. Pa vez kollet wel al livioù e vez anvet akromatopsiezh.
C'hoarvezhout a ra goude ul labezad eus empenn hag a c'hoarvezh an aliesañ en abeg d'ur gwallzarvoud gwazienn-empenn en un den hag a wele mat. C'hoarvezhout a ra ivez peogwir eo bet treuzkaset dre ar genetek. Ar c'helligoù karget eus ar wel diouzh deiz, hag eus hini al livioù a zo bet skoanet da lâret eo o deus ur gudenn en ho mont en-dro. An vet int kon. Neuze kelligoù ar wel diouzh noz a gemer o flas.

Keratit

Tanijenn ar gornsae abalamour d'ur vilimadur eo an aliesañ. Ar vilimadur-se a genlabour alies gant koc'henn an daoulagad. Ar gornsae a zeu da vezañ dall hag ur gwiskad moan a waziennoù a zeu war-wel, war ar gornsae. Ma'z eo padus ar vilimadur, ar gornsae a grog neuze da gaout ur bigmantiñ azrous. Hervez live ar c'hleñved e c'hell an den tapet ganti koll un tamm eus lemmded e sell, kaout poanioù, ruzderioù lagad, daeraouiñ ha luc'hargas (dreistkizidigezh ouzh ar gouloù).

Hirweled

C'hoarvezout a ra pa erru ar gouloù en daoulagad hag ec'h en em dolp a-dreñv da barch an daoulagad rak re verr eo al lagad. Un den tapet gant ar c'hleñved-mañ a c'hell sellout an endro a-dost hag a-bell digudenn. Ar gudenn eo he deus diaesterioù evit gwellout an objedoù a-dost. En abeg da-se e c'hell an dud-se kaout poan benn, bezañ skuizhet o sellout, gwellout displann. Ar vugale tapet ganti o deus diaesterioù evit soénjal war o labour pe war an urzhiataerezioù. Ar wel a c'hell bezañ reizhet gant lunedoù pe ferennoù kengerc'hus, rak evel-se, skinoù an heol a zo kromm davet an diabarzh hag ar skeudenn a erru war al luc'hsae.

Berrweled

C'hoarvezout a ra pa en em zolp ar gouloù o tont el lagad dirak al luc'hsae peogwir eo re hir al lagad. Neuze gwellout a rez mat an objedoù a dost met ar re a zo pell displann. Ar berrweled a c'hell bezañ reizhet gant lunedoù pe ur ferenn genforc'hus. E mod-se ar gouloù a dremen en daoulagad a zo krommet war an diavez hag ar skeudenn a erru war al luc'hsae.

Daltonegezh

Al lodenn vrasañ eus an dud daltonek a c'hell gwellout al livioù, n'odeus diaesterioù nemet evit gwellout ar c'hemm kenetrezo. Ar gelligoù kon ne 'z eont ket mat en-dro hag ur gudenn a zo etre an teir liv kentañ: ar gwer, ar ruz, ar glas. An daltonegezh a zo treuzkaset dre ar genetek. Muioc'h a baotr eget a plac'h a zo tapet ganti. Ur paotr diwar 12 a zo daltonek.

Astigmategezh

C'hoarvezout a ra pa vez stummet ar gornsae en un doare digompez. Ar gornsae a zo normalamant e stumm ur sfer met pa vez astigmate an den neuze eo hirgelc'hiek. An araok a zo tost plad met ar c'hostezioù a zo kromm. An distok-se a lak ar gouloù hag a dremen dre al lagad da vezañ tolpet war meur a lec'h e plas en ul lec'h hepken. Neuze a sell a zo displann.

Livioù an daoulagad

kemmañ

Ma'z eo livet glas al lagad ez eo abalamour da 2 bigmant: an duon hag al lipofusin. Ma n'eus ket a bigmantoù da skouer evit an dud gwennard, neuze e kemer glas al lagad liv ar gwad hag a dreuz anezhi. Forzh peseurt liv a c'hell bezañ d'eus ar re voutinañ d'ar re ralañ a-wechoù ez eus kement a liv ma'z eo re ziaes lavarout peseurt liv a zo an hini pennañ. Al livioù a vez treuzkaset dreist-holl dre ar genetek daoust ma c'hell ur vab liv teñval, gell padal e dud o deus daoulagad sklaer.

Lodennoù al lagad

kemmañ
 

Skizhad araok

kemmañ
Mab-lagad (pe ibil-lagad)

Seblantout a ra deomp bezañ du dre ma vez euvret al lodenn vrasañ eus ar gouloù o tont el lagad gant ar gwiadoù. Dreist-holl gant al luc'hsae. Brasaat a ra pe bihanaat a ra gant sikour kigennoù glas al lagad. Ar fiñvadennoù-se a servij da reoliañ nerzh ar gouloù hag ar c'hementd a gouloù.

Pa vez kemeret poltred un den gant al luc'hedenn, glas al lagad na c'hell ket serriñ buan a-walc'h, neuze al luc'hsae leun a wad a zo sklêrijennet. Setu perak e vez gwelet daoulagad ruz war ar poltriji a-wechoù.

Lersae

Lersae (pe sklerotik) eo lodenn wevnañ al lagad, servijout a ra da wareziñ al lagad ouzh an dagadennoù mekanikel ha derc'hel a ra ivez framm al lagad. Treuzwelus e teu da vezañ en a-raok. Gwenn al lagad eo.

Dourenn al lagad

Un dourenn (pe humor dourek) zo lec'hiet etre al lentil-lagad hag ar gornsae. Reoliañ a ra ar gwask a zo el lagad met ivez da voueta frammoù al lagad en ur zistrujañ al lostajoù.

Kevresae al lagad

Glaourgenn dreuzwelus hag a c'holo diabarzh malvennoù al lagad. Ar gevresae (pe koñjonktivenn) a brodu ur mukus a en em led war c'horre al lagad hag a lardigenn anezhañ evit gellout fiñval aesoc'h.

Glas (pe lienenn) al lagad

Ur gigenn eo. Seurt stalafioù ar mab-lagad a servij da reoliañ ar c'hementad a c'houloù a dremen el lagad.

Korf ar saeoù

Produiñ a ra dourenn al lagad. Ennañ ez eus kigennoù a cheñch krommenn al lentil-lagad evit kaout ar gwel lemmañ ha reishañ.

Tolgennsae

Ar dolgennsae (pe koroid) a zo e mouk. Pinvidik e gwaziennoù eo ar gwiskad mañ, bouetañ a ra glas al lagad hag ar gelligoù a dap ar gouloù. Derc'hel a ra al lagad en ur c'hambr du ha gwareziñ a ra anezhañ ouzh skinoù an diavez hag a grou tommder.

Lentil-lagad (pe ferenn)

Ferenn gengerc'hus naturel eus al lagad eo. Tolpiñ a ra ar skinoù lugernus war al luc'hsae. Gallout a ra cheñch e ankl krommadur gant sikour kigennoù hervez ar pellder.

Gwerenn al lagad (pe korf gwerek)

Ur vouedenn treuzwelus a leugn ar gavenn a-dreñv d'al lentil-lagad hag a-raok d'al luc'hsae. Servijout a ra da asuriñ sonnded al lagad ha da zerc'hel al luc'hsae ouzh pale al lagad. Kaout a reer a-wechoù ar santimant gwelout gouleier dirak al lagad. Dont a ra eus ar fed e tremen ar c'horf gwerek. Ma kendalc'h ar santimant, marteze eo re greñv o gwad en o gwaziennoù kas.

Skizhad adreñv

kemmañ
Luc'hsae

Goloiñ a ra foñs al lagad, treiñ a ra ar c'hannad lugernus o tont eus an diavez en ur gannad nervennus kaset d'an empenn. Ur gwiad neuronel moan tre eo. Leun a gonoù pe a vazhigoù eo. Ar c'honoù a servij da sellout diouzh deiz, hag al livioù pennañ : ruz, glas, gwer. Ur seurt skramm sinema en ur sal du eo, e foñs al lagad.

Tarch melen

An tarch melen (pe brizhenn) zo un tachad teñval. An tarch melen eo zonenn al luc'hsae lec'h ma'z eus ar c'hementad brasañ a kon. Lec'hiet eo e foñs al lagad, war ahel ar poent dall, e-kreiz al luc'hsae. Enni ez eus un diwask bihan anvet rioul hag a zo savet gant konoù stardet kenetrezo. Amañ emañ lec'h m'eo al lemmañ al lagad. Warni eo e vez kaset skeudenn ar poent a sellomp.

Rioul (greiz)

Ar rioul greiz (pe fovea), tachad kreiz ar tarch melen, a zo lodenn al luc'hsae lec'h ma'z eo ar wel ar resisañ. Enni n'ez eus nemet konoù evit kaout ar wel resisañ. Ober a ra war-dro ar fiñvoù hag al livioù.

Poent dall (pe brizhenn dall)

Ar tachad lec'h m'en em vod an neudennoù evit sevel an nervenn weled lec'h ma n'ez eus kellig luc'hgizidik ebet.

Nervenn ar gweled

An nervenn weled (pe optikel) a zo savet diwar strollañ neudennoù nervennus al luc'hsae. Kas a ra ar skeudenn stummet d'an empenn.

Tu-diavaez

kemmañ
Malvennoù

Plakennoù kroc'henn a fiñv int evit serriñ pe digeriñ an daoulagad. Servijout a reont da gwareziñ an daoulagad, da herzel pe bevenniñ ar gouloù a za barzh al lagad ha da adzourenniñ sae al lagad.

Gwagroù an daeroù

Ar gwagroù daeroù a brodu un dourenn anvet dourenn an daeroù e doare ma chom gleb an daoulagad. An takennoù dour a zo sal hag a warez al lagad, da skouer pa'z eus poultren warno pe pa'z eus un doñjer bennak evel an oksidenn propanethial a teu d'eus an onion met ivez goude un drivliadenn.

Gwelout

kemmañ

Un daou-ugent seurt lagadoù (daoulagadoù pe muioc'h) a zo e-touez al loened. Darn ne c'hallont nemet disheñvelout gouloù diouzh teñvalijenn. Darn a wel al livioù hag ar stummoù.

Evit gwelout eo ret dija kaout sklêrijenn produet gant andonoù gouloù kentrenk pe eilrenk.

  1. Glas al lagad a vrasa pe a vihana evit leuskel ar c'hementad a sklêrijenn mat da dremen.
  2. Ar gornsae a hent ar skinoù lugernus davet al luc'hsae. Reizhet e vo ar skeudenn gant al lentil-lagad hervez ar pellder.
  3. Al luc'hsae a dreuzfeurm ar skinoù lugernus en ur c'hannad nervennus, a-drugarez d'ar c'honoù ha d'ar bazhigoù (kentañ gwiskad), d'ar rioul hag a zo liammet ouzh nervenn ar gweled, ha kas a ra anezhañ d'an
  4. Nervenn ar gweled a gas ar c'hannad d'an empenn lec'h ma'z eo treuzfeurmet e santadurioù al livioù.
  5. An empenn a adsav santadur ar gweled e liv hag e donder.

An touellwelioù

kemmañ

Al luc'hsae a gas ar skeudenn e stumm ur c'hannad d'an empenn. Evel-se eo evit an holl.
Zonennoù gwelout an empenn a zielfenn ar gannadoù-mañ. Met a-wechoù, displegadenn an empenn a c'hell bezañ displann. E fazioù evit displegañ a zo anvet touellweloù, an touellweloù n'int ket gwelet er memes doare rak cheñch a ra an traoù bevet evit pep hini, n'hon eus ket gwelet ar memes traoù, n'eo ket bet dalc'het soñj eus ar memes skeudennoù.

An touellweloù a c'hell dont eus ar fed e vefe bet broudet kelligoù al luc'hsae a resev ar gouloù, neuze gall a reont bezañ skuizhaet, pe eus ar fed int bet krouet gant an empenn dre kannadoù nervennus resevet faos a-wechoù. AN empenn a glsk lakaat ster e pep lec'h, memes lec'h ma n'ez eus ket. Neuze ober a ra re, amplaat a ra ar c'hemmoù mat, krouiñ a ra trolinennoù, livioù, pellwelerezh, fiñvadennoù hag all hervez ar pezh a anavezer.

En-dro d'al lagad

kemmañ

Gwelout ivez

kemmañ

Troioù-lavar

kemmañ