Poull-lagad

Daou boull-lagad zo e klopenn an den, daou doull enno pep a lagad, gant e stagelloù. Stumm ur pikern pe ur biramidenn bevarc'hostezek zo dezho.

al lagad en e boull
Poulloù an daoulagad er c'hlopenn

EskernAozañ

Seizh askorn a ya d'ober poull-lagad an den : an askorn tal, askorn an daeroù, ar sileg, an askorn boc'h, ar garvan, an askorn staoñ hag ar genneg.