Abrant
An abrantoù, ambrantoù, daouabrant, divabrant eo ar blev a zo e traoñ tal un den, a-us an daoulagad, hag a dalv d'o diwall diouzh an dour-c'hwez, an heol hag ar glav.

Abrant ha lagad

Delwenn olmek oc'h ober ar bod-spern
Tud zo n'o deus nemet un abrant e gwirionez : ur bannad blev a gleiz da zehou a-us o daoulagad.
Ober ar bod-spern a vez lavaret eus an dud a griz o daouabrant da ziskouez souezh pe dipit.
Diouzh ar c'hiz eo, abaoe ar bloavezhioù 1990 en SUA ha broioù Kornogeuropa, toullañ an abrant.
LennegezhAozañ
- E barzhoniezh persek Hafez hag Omar Khayyam eo a-bouez abrant ha malvenn en hoalerezh ar selloù.
- Blason du courcil, ur varzhoneg c'hallek e 1536 gant ar barzh Maurice Scève (1501 – c. 1564).
SkeudennoùAozañ
Disvlev eo daouabrant Mona Lisa
Audrey Hepburn a oa fonnus he daouabrant
-