Toullañ an abrant
Toullañ an abrant zo un doare toullgorferezh. Toullet e vez an abrant evit gallout plantañ ur bravig ennañ, a c'hell bezañ ur varrennig pe ur walennig.
Peurliesañ e vez toullet an abrant a-serzh, a-us da gorn diavaez al lagad, met toullañ an abrant a c'heller n'eus forzh pelec'h en e hed. Gwelloc'h toullañ a-veskell avat evit a-blaen, eus an nec'h d'an traoñ, evit ma vanfe ar bravig peg ouzh an abrant.
Etre 6 ha 8 sizhunvezh e pad ar maread-pareañ, ha peurliesañ ne sav kudenn yec'hed ebet diwar an doare toullkorfadur-mañ.
Un doare toullgorferezh a-vremañ an hini eo, dres evel an darn vrasañ eus an doareoù toullgorfañ war-c'horre all.