Gwareg-abrant
Gwareg an abrant, pe ar wareg-abrant, a zo ur galedenn askornek en tal dres a-us da boull an daoulagad.
-
Den Neanderthal (adsavet)
Gant Homo sapiens, an Den, e vez abrantoù war kroc'hen ar wareg-abrant.
Pa vez c'hoant da ziskouez souezh pe enebiezh e vez stennet gwareg an abrant gant an dud a-wechoù: ober ur bod spern a vez lavaret eus se e brezhoneg.
Toullañ
kemmañLod tud a blij dezhe toullañ kroc'hen an eil gwareg-abrant pe eben, hervez ur c'hiz deuet eus SUA er bloavezhioù 1990.
Kizidigezh
kemmañPa vez drailhet kroc'hen ar wareg-abrant, gant un taol dorn da skouer, e ruilh ar gwad war zremm an den. Kustum eo dornataerien da zougen ur gwiskpenn pa vezont o c'hourdoniñ da ziwall gwaregoù o divabrant.
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) ARCUS SUPERCILIARIS, Webster's Online Dictionary.