Daidalos (Δαίδαλος / Daídalos e gregach, da lavarout eo « graet en un doare arzel », « ijinus», latinekaet e Daedalus) zo un den a gaver e mojennoù Hellaz kozh. Eus Aten e oa, brudet eo evel ijinour, kizeller, tisavour. Hervez Platon, e-barzh Menon (97 kent JK) e oa, e delwennoù Daidalos, « kement a wirionez ma veze ret, hervez ar vojenn, stagañ anezho gant chadennoù evit herzel outo a vont kuit».

Ikaros ha Daidalos, livet gant Charles Paul Landon (1799)

Mojennoù

kemmañ

Eontr e oa da Talos, a oa ijinour eveltañ : gantañ e vije bet ijinet an heskenn ha meur a dra all. Gwarizi en eontr a lazhas e niz ouzh e vountañ da gouezhañ diwar-lein an Akropolis. Rankout a reas an eontr muntrer tec'hel da Greta, da lez ar roue Minos.

Mojenn Minotaoros

kemmañ
 
Daidalos o kizellat ar vuoc'h

Ar roue Minos-se a oa dimezet da Pasifae. Ha honnezh a oa krog enni ur c'hoant dinatur.
Un tarv gwenn a oa d'ar roue, deuet dezhañ dre berzh an doue Poseidon, hag a rankje bezañ bet aberzhet d'an doue hervez ur bromesa hag a oa bet ankouaet, ken brav e kave ar roue e darv gwenn. Hag an doue, droug ennañ, da silañ ur c'hoant direizh, ar c'hoant-tarv, e korf ar rouanez.
Evit embarañ gant an tarv e c'houlennas ar rouanez skoazell digant an ijinour Daidalos. Hemañ a savas ur vuoc'h koad, hag a c'holoas anezhi gant ur c'hroc'hen buoc'h (hervez doareoù all en dije kizellet ur vuoc'h kleuz). Lakaat a reas e vuoc'h en ur prad ma veze Tarv Kreta o peuriñ hag hemañ a c'holoas ar rouanez Pasifae kuzhet er vuoc'h.
Genel a reas ar rouanez un euzhvil, anvet Minotaoros.
Minos a c'houlennas skoazell digant Daidalos, hag eñ a ijinas ar Milendall, ma ne c'halle den dont er-maez anezhañ. Hag ennañ e lakaas ar roue dogan bac'hañ an euzhvil-se ganet eus e wreg.

Mojenn ar milendall

kemmañ

Den ne c'halle dont e-maez ar milendall eta.
Koulskoude ez eas Theseüs e-barzh da lazhañ ar Minotauros. Er-maez e teuas gant skoazell neudenn Ariadne, a oa bet o c'houlenn skoazell digant Daidalos. Droug a oa e Minos ma c'hourc'hemennas bac'hañ Daidalos hag e vab Ikaros er milendall. Neudenn ebet ne oa ganto, gant-se ne oant ketevit tec'hel. Met Daidalos a empentas nijal kuit gant eskell graet gantañ diwar plu peget gant koar. Abalamour ma c'hallent teuziñ gant an heol e lavaras Daidalos d'e vab e oa arabat dezhañ nijal re uhel.

 
Lamm Ikaros, livet gant Rubens.

Met Ikaros ne selaouas ket hag a glaskas tostaat ouzh an heol, ha c'hoarvezout a reas pezh a oa tonket da c'hoarvezout: teuziñ a reas e ziveskell ha kouezhañ a reas er mor ma voe beuzet.
Hervez un hengoun ha n’eo ket ken brudet hag an hini a zo danevellet gant Diodoros Sikilia e vije bet skoazellet Daidalos hag e vab Ikaros gant Pasifae evit kuitaat an enez e bourzh ur vag evit tec'hout rak fulor Minos.

 
Kouezhadenn Ikaros (munud) gant Pieter Brueghel gozh, war-dro 1558[1]

E Sikilia

kemmañ

Mont a reas Daidalos da Sikilia neuze. Eno e oa ar roue Kokalos o ren. E Kreta e oa kounnar vras e Minos o welout e oa skampet Daidalos, ha klask a rae an tu d'e adtapout.


Displegadenn

kemmañ

Da bep kudenn ez eus un diskoulm roet gant ijin Dedalos. Nemet diwar e ijinadenn e sav ur gudenn all dalc'hmat.

Levrlennadur

kemmañ

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Ovidius: "Ur pesketaer bennak o tapout pesked gant ur walenn o krenañ pe ur mesaer stouet war e vazh, pe ul labourer o tiskuizhañ war vrec'hioù e alar, o gwelas marteze hag a chomas souezhet o krediñ e oant doueed gouest da nijal en oabl."

Liamm diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.