Ikaros
Arabat droukveskañ gant Ikarios.
Ikaros (Ἴκαρος /Ikaros e gregach) a oa mab d'an tisavour Daidalos ha d'ar sklavez kretat Naukrate. Anavezet eo dreist-holl abalamour m'en doa nijet re dost d'an heol.

Mojenn kemmañ
Ikaros hag e dad a oa o klask tec'hout rak fulor ar roue Minos. Bac'het e oant er Milendall goude tec'h Theseüs[1]. Daidalos a felle dezhañ distreiñ da Aten, e gêr c'henidik.
Hervez doare anavezetañ ar vojenn, Daidalos a savas eskell, heñvel ouzh re an evned, gant pluñv ha koar. Kenteliañ a reas e vab ha berzañ outañ tostaat d'an heol met Ikaros, trevariet e spered gant e nijadenn, a bignas re uhel. Tostaat a reas d'an heol a lakaas ar c'hoar a zalc'he e eskell en o stumm da deuziñ tamm-ha-tamm. A-benn ar fin e torrjont hag e kouezhas er mor.
Doare Pausanias kemmañ
Hervez Paosanias e oa tec'het Ikaros ha Daidalos eus Kreta war vor, gant bigi bihan, hag ijinet e oa bet ar ouel gant Daidalos evit se. Ikaros avat ne oa ket ur moraer gwall ampart ha mont a reas d'ar strad nepell diouzh Samos.
Gant Herakles e voe kavet e gorf war an aod.
Displeg kemmañ
E diazez mojenn Ikaros emañ an darempredoù etre tad ha mab, efedoù an alioù hag an disentiñ ha c'hoant an den da vont bepred pelloc'h daoust d'an natur.
Pennadoù kar kemmañ
- Daidalos
- An daolenn Lamm Ikaros gant Pieter Brueghel gozh
- Ar Milendall
Liammoù diavaez kemmañ
- Daidalos hag Ikaros hervez Metamorfozoù Ovidius,testenn ha displegadennoù.
Notennoù kemmañ
- ↑ Hervez un hengoun all e oant o kuzhat en enezenn gant sikour ar rouanez