Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Kreta (henc'hresianeg : Κρήτη, Krḗtē; gresianeg : Κρήτη, Kríti) eo an enezenn vrasañ ha pobletañ inizi Gres, 88vet enezenn vrasañ ar bed ha pempvet enezenn vrasañ ar Mor Kreizdouar, war-lerc’h Sikilia, Sardigna, Kiprenez ha Korsika. Kreta hag un toullad enezennoù tro-war-dro dezhi a ya da ober rannvro Kreta (gresianeg : Περιφέρεια Κρήτης Periféreia Krítis), unan eus rannvroioù melestradurel e Bro-C’hres. Ar gêrbenn a zo Heraklion. E 2011, e oa 623,065 a dud o vevañ eno.

Kreta
enezenn, lec'h touristel
Anv er yezh a orinΚρήτη Kemmañ
Anv annezidicretesi Kemmañ
StadGres Kemmañ
Kêr-bennHeraklion Kemmañ
E tiriadCrete Region Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+02:00, UTC+03:00 Kemmañ
Lec'hMor Egea Kemmañ
War riblMor Kreizdouar, Sea of Crete, Libyan Sea Kemmañ
Daveennoù douaroniel35°18′35″N 24°53′36″E Kemmañ
Poent uhelañMenez Ida Kemmañ
MoneizEuro Kemmañ
Darvoud-alc'hwezMycenaean conquest of Crete Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.crete.gov.gr/ Kemmañ
Rummad tostCategory:Crete-related lists Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of Crete Kemmañ
Kod pellgomz an takad2821 Kemmañ
Araogenn bellgomz ar vro+30 Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Views of Crete Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Crete Kemmañ
Map

Ul lodenn vras eus an ekonomiezh ha glad sevenadurel Bro-C’hres enni, brudetevit ar muzik hag ar varzhoniezh, hagez eo kreizenn ar sevenadurezh vinoan (war-dro 2700–1420 kt JK), unan eus kentañ sevenadurezhioù bras Europa, ma oa savet kentañ palezioù Europa[1]. Staget eo bet ouzh Bro-C'hres e 1913 hag unan eus he zrizek periferia (rannvro velestradurel) eo.

Istor kemmañ

Roudoù eus an Hominidae a gaver e Kreta adalek 130 000 vloaz zo. E diwezh an Neolitik hag e-doug Oadvezh an arem e vleunias ur sevenadur diorroet-kenañ e Kreta, ar sevenadur minoan. Dalc'het eo bet gant meur a Stad hellenadek, an Impalaeriezh roman, Impalaeriezh Bizantion, Emirelezh Kreta, Republik Venezia hag an Impalaeriezh otoman. Goude ur prantad emrenerezh berr, eus 1897 da 1913, dindan ur gouarnamant da c'hortoz, e tivizas dont da vezañ ul lodenn eus Bro-C'hres. Dalc'het e voe gant an Trede Reich e-pad an Eil brezel-bed, goude Emgann Kreta.

Notennoù kemmañ