Ariadne
Ariadne (Ἀριάδνη, Ariádnê e gregach) a oa merc'h da Vinos, roue Kreta, ha da Basifae, e mojennoù Hellaz kozh. Ur ribitailh bugale o doa bet he zud. C'hoar e oa enta da C'hlaokos, Katreüs, Androgeos, Akakallis, Deukalion, Faidra ha Ksenodike. Hanterc'hoar e oa d'ar Minotaor ouzhpenn ivez.


Stag eo hec'h anv
Mojennoù AriadneAozañ
Ariadne ha TheseüsAozañ
Sikour a reas ar merc'hetaer Theseüs da gavout dor ar milendall da vont d'ober e stal d'ar Minotaor. Prometiñ dimeziñ ganti a reas an haroz, ha mont da zibunañ ur bolotenn roet ganti bep ma'z ae dre ribouloù ar milendall. Met ur wezh lazhet ar Minotaor e voe dilezet Ariadne gant an haroz, a blije dezhañ Faidra muioc'h evit he c'hoar, war enez Dia, a vez kemeret alies evit Naksos.
Ariadne ha DionysosAozañ
Tremen a reas Dionysos dre an enez ha kavout Ariadne en ur mor a zaeloù. Ken fromet e oa gant he glac'har ma kasas anezhi gantañ betek Lemnos. Frealziñ a reas anezhi ha chom a rejont asambles. Genel a reas meur a vugel, en o zouez Keramos, Thoas, Oinopion, Eurymedon, Flias, Preparathos ha Stafylos.
Hervez hengounioù all e vije marvet gant ar glac'har war an enezenn pe e vije bet lazhet gant Artemis war goulenn Dionysos, e Dia. Kavout a reer an hengoun-se e levr Homeros.
Adkemeret eo bet gant Racine en e werzennoù brudet :
« Ariane, ma sœur, de quel amour blessée
Vous mourûtes aux bords où vous fûtes laissée[1] ! »
Hervez un hengoun all e vije bet disoñjet gant Theseüs sammañ anezhi e bourzh e lestr, hag abalamour da se e vije bet disoñjet gant Theseüs cheñch gouelioù e vag. Dleet e vije bet dezhañ lakaat gouelioù gwenn evit diskouez e oa bet trec'h. Sevel a reas ur vorennn en-dro d'ar vag a guzhas anezhañ hag a drevarias spered Theseüs. Kaset e oa ar c'hastiz-se dezhañ gant an Doueed en abeg d'e drubarerezh. Ar roue Aigaios, tad an haroz, a oa o c'hortoz distro ar vag war devenn Aten. Pa welas ar gouelioù du, sin a gañv, e kredas e oa marvet e vab hag en em daolas war e benn er mor.
Hag un doueez e vije bet Ariadne?Aozañ
Hervez Kerenyi e vije bet unan eus doueezed ar frouezhusted e Kreta, hag azeulet e veze e Naksos, Delos, Kiprenez hag Aten. Koulskoude e voe ankouaet hec'h orin doueel.
Orinoù minoean AriadneAozañ
Ar vitologiezh c'hresian ne ra ket anv eus ar fed e vije un itron mestrez war ar milendall e Kreta. Gwir eo e oa tremenet kantvedoù abaoe. Un dablezenn skrivet er skritur linennek B, kavet e Knosos, a zanevell koulskoude ur prof "mel evit an holl zoueed ; mel evit mestrez ar milendall". An holl zoueed a-gevret a reseve kement a vel ha mestrez ar milendall hec'h-unan. A-hervez e tlee bezañ un doueez pouezus-kenañ[2].
Marteze eo an itron-se a adkaver en Ariadne. En Ilias Homeros e lavarer marteze e oa bet ar milendall ul leurenn-dañs a oa bet graet evit Ariadne kentoc'h eget Minos. E-touez an tresoù engravet gant Hefaistos war skoed nevez Akilleüs, unan eus an traoù diskouezet a oa ul leurenn-dañs "evel an hini treset gant Daidalos e kêr ec'hon Knosos evit Ariadne he rodelloù koant". Taolennet e oa ar "milendall dañs" zoken war ar skoed, "ma tañse warnañ gwerc'hezed en oad da zimeziñ ha paotred yaouank gant dorn an eil war arzorn egile ... o treiñ ken distroñs war o zreid mibin ha turgn ar poder ... hag e tañsent eno a-linennoù evit kejañ an eil re gant ar re all[3]."
Anv-badezAozañ
Un anv-badez saoznek hag alamanek eo Ariadne.
- Ariadne Artiles, gwiskerez dilhad spagnol, brudet he feskennoù gant ur golo eus ar gelaouenn Elle.
Ariadne en arzoùAozañ
SonerezhAozañ
- Ariadne auf Naksos, ur c'hoarigan savet gant Richard Strauss.
LennegezhAozañ
- Ariadne, ur pezh-c'hoari gant Alan Alexander Milne e 1924.
- Ariadne Oliver e romantoù Agatha Christie.
- Ariana Dumbledore, c'hoar da Albus Dumbledore e levrioù Harry Potter.
KizellerezhAozañ
- Ariadne auf dem Panther, gant Johann Heinrich Dannecker:
NotennoùAozañ
LevrlennadurezhAozañ
- Kerenyi, Karl 1976. Dionysos: Archetypal Image of Indestructible Life, ha dreist pep tra al lodenn I.iii «The Cretan core of the Dionysos myth» (Princeton University Press, Princeton)
- Ruck, Carl A.P. ha Staples, Danny, 1994. The World of Classical Myth. (Carolina Academic Press, Durham)