Flias
Flias (henc'hresianeg : Φλιας, Phlias, latinekaet e Phliasus) zo mab da Ariadne ha da z-Dionysos, hervez Hyginus. [1]
Hervez Pausanias (en e levr II, pa ra anv eus Fliasia), n'eo ket Ariadne met Araithyrea, merc'h Aras, diazezer ar vro, an hini eo mamm Fliasos. Kenderc'hel a ra evel-henn (II, 12, 6) : "N'on ket evit krediñ tamm ebet e vefe Flias, a roas un trede anv d'ar vro, mab Keisos, mab Temenos, evel ma lâr Argianed ; gouzout a ran avat e lavarer e oa mab da z-Dionysos, hag e lavarer ivez e voe eus ar re a veajas war al lestr Argo". Pausanias a ra dave da Apollonios Rodos (I, 115-117) a ra eus Flias mab Dionysos, a orin eus kêr Araithyreia[2].
Chom a ra daou dra da zisplegañ : a) perak e ra Hyginus mamm Flias eus Ariadne ? An eeunañ e vefe soñjal eo bet degaset anv Ariadne gant hini Dionysos en un doare naturel (s.o. § 19 e-lec'h ma c'hoari ar memes tra evit Eurymedon, mab Minos hag an nimfenn Paria, hervez Apollodoros, (III, 7). b) Petra eo orin an hengoun a ra un Tebad anezhañ e lec'h ur Pelopponesiad ? An eeunañ e vefe soñjal eo bet kemmesket kêr Airythrea hag ar stêr Asopos zo e Boiotia gant Araithyrea ha stêr Asopos a gaver er Fliasia. Ouzhpenn ez eo Dionysos zo muioc'h beotiaad evit peloponnesiad.
Notennoù
kemmañ- ↑ Phliasus Liberi patris et Ariadnes Minois filiae filius, ex urbe Phliunte, quae est in Peloponneso, alii aiunt Thebanum. Fliasus, mab Liber Pater hag Ariadne, merc'h Minos, eus kêr Fliounte, a zo er Peloponnesos ; lod all a lâr e oa Tebad. Hyginus, Fabulae XIV 10
- ↑ Gwelet ivez Ilias, II, 571 ha Strabon, 8, 6)