Apollodoros
Apollodoros a zo un anv henc'hresianeg, Ἀπολλόδωρος, a dalvez kement ha « prof (δῶρον) digant Apollon» .
Diwezhatoc'h e vo roet anvioù evel Teodoros , Teodora ha Dorotea, « prof digant Doue», diwar Mazhev, en hebreeg .
Tud
kemmañMeur a zen brudet zo bet anvet evel-se:
- Apollodoros Aten, ganet e 180 kent JK a oa yezhadurour, istorour ha dastumer mojennoù ;
- Pseudo-Apollodoros, oberour ar Biblioteka (dastumad danevelloù mojennel) a oa bet lakaet war gont Apollodoros Aten ;
- Apollodoros al livour, livour en Aten e diwezh ar Vvet kantved kent JK, a zegasas gwellaennoù bras en doare da dresañ ;
- Apollodoros Ac'harnai, en deus bevet er IVre kantved kent JK, banker Pasion e oa hag anv zo anezhañ e kalz eus prezegennoù Demosthenes.
- Apollodoros Artemita, un istorour
- Apollodoros Karystos ur skrivagner komediennoù mod nevez en Hellaz kozh, etre 300 kent JK ha 260 kent JK ;
- Apollodoros Gela, ur skrivagner komediennoù mod nevez en Hellaz kozh ;
- Apollodoros Pergamum, unan eus pennañ kelennerien helavarouriezh ar Iañ kantved kent JK ;
- Apollodoros Damas, un tisavour en deus bevet en Impalaeriezh Roman e diwezh ar Iañ kantved hag e deroù an IIl kantved ;
- Apollodoros an Epikurad, oberour Buhez Epikur, kollet eo e oberenn.
- Apollodoros Faleron, an daneveller en diviz sokratek deskrivet gant Platon e-barzh ar Banvez.
- Apollodoros Amfipolis, jeneral makedonian,
- Apollodoros ar Sikiliad, kompagnun Kleopatra
- Apollodoros , ur reder brudet