Teodora
Teodora, pe Theodora, Θεοδώρα e gresianeg, zo un anv-badez gresianek, stumm gwregel Teodoros, hag a gaver ivez e saozneg hag e meur a yezh all.
Gerdarzh
kemmañSavet eo diwar theos, doue, ha doron, prof. Talvezout a ra kement ha « prof digant Doue ». Un anv teoforek eo, evel an holl anvioù savet diwar ar wrizienn theos, evel Théophile, Théophraste, Théodule.
Diwar ar wrizienn doron ec'h anavezer Doris, Apollodoros.
Adstummoù
kemmañ- Dorotea zo un adstumm d'an anv.
Yezhoù arall
kemmañEvit ar baotred: Théodore.
Brud
kemmañUn anv stank eo e Serbia abaoe ar Grennamzer.
Tud
kemmañ- Teodora Komnena, anv meur a briñsez vizantat
Impalaerezed bizantat
kemmañ- Theodora, pried Justinian ; impalaerez bizantat eus 527 betek 548. A-bouez eo bet he labour a-gevret gant he fried evit mirout unvaniezh an impalaeriezh. He foltred graet gant ur marelladur a weler en Iliz-veur San Vitale e Ravenna.
- Theodora, pried Theofilos, adsavet ganti azeulerezh an ikonoù a lider he gouel d'an 11 a viz C'hwevrer.
Impalaerezed Trebizond
kemmañ- Theodora Axuchina
- Theodora Trebizond, pried Alexios Iañ Trebizond
- Theodora Kantakouzene
- Theodora Kantakouzene, pried Alexios IV Trebizond
Tud all
kemmañMeur a impalaerez e Bizantion a oa en anv-se:
- Flavia Maximiana Theodora, merc'h d'an impalaer roman Maximianus, eil pried an impalaer roman Constantius Chlorus ;
Maouezed a ouenn uhel e Roma an VIIIvet kantved :
- Teodora Iañ, pried Teofilakt ha mamm Marozia ;
- Teodora II, he merc'h.
- Teodora Petraliphaina (en gregach : Θεοδώρα Πετραλίφαινα), pe Santez Teodora Arta (en gregach: Αγία Θεοδώρα της Άρτας), despoina Epiro, pried Mikael II Comneno Ducas, entre 1231 ha 1266/8, santez reizhkredennek.
- Teodora Ginés, sonerez kuban
- Teodora Angelina