An anv-badez eo an anv a vez roet d'ur bugel gant e dud, hag a zeu a-raok e anv-familh. Un anv personel eo an anv-badez eta, e-skoaz an anv-familh, a zo hini ar familh, da lavarout eo hini ezhec'h ar familh a dad da vugel, hervez al lezennoù betek-henn.

Anvioù-badez paotred, anvioù-badez merc'hed kemmañ

Anvioù-badez zo evit ar baotred, re all evit ar merc'hed. Ral eo an anvioù a vez roet kenkoulz d'ar baotred evel d'ar merc'hed, dreist-holl e brezhoneg.

E galleg kemmañ

E galleg avat e anavezer meur a hini evel Claude, Dominique, Camille. Marie hag Anne a veze roet ivez gwechall d'ar baotred a-wechoù.

Orin ar ger kemmañ

An anv-badez a oa mennet da vezañ an anv a vez roet d'un den da goulz e vadeziant. Liammet eo an anv-badez ouzh ar relijion gristen en istor. Anvioù kristen eo an anvioù-badez eta da gentañ, da lavarout eo anvioù tud anavezet evel sent gant an Iliz. Pa vez danvez un tad hag ur vamm o klask un anv d'ar bugel da zont e sellont peurvuiañ da gentañ ouzh anvioù ar sent en un deiziadur, brezhonek pe gallek.

Gant ar Brotestanded, ha n'anavezont ket aotrouniezh an iliz katolik, e vez roet ivez anvioù ha n'int ket re ar sent : anvioù tennet eus ar Bibl e vezont alies.

Ne glot ket ar ger gant doareoù digristenaet a-vremañ pa seller ouzh e ster en un doare strizh, pa ne vez ket badezet an holl vugale evel betek ar bloavezhioù 1960. En abeg da se ez eus bet klasket ober gant gerioù "neptuoc'h", gouez da lod : kentanv, anv-bihan hag, a-wechoù, raganv.

Ne glot ket ar ger anv-badez ivez gant doareoù ar relijionoù all e lec'h ma ne vez ket a vadeziant.

Perzhioù fall kemmañ

Distaolet e vez ar ger anv-badez eta gant lod tud. Tud all a gav gwelloc'h derc'hel dezhañ, evel ma talc'her da droioù-lavar a orin relijiel, rakkistren pe kristen, biblek pe homerek. Distaolet e vez ar gerioù all ivez gant lod abalamour da berzhioù fall all:

  • raganv, a gaver e geriadur Roparz Hemon, peogwir en deus ur ster yezhadurel ivez
  • kentanv, peogwir n'eo ket gwall anavezet ar rakger kent, hag e vije bet krouet gant SADED (perzh falloc'h hervez tud zo), daoust ma kaver ar ger-se er c'hazetennoù kozh, da skouer e-barzh L'Écho du Finistère niv. 332, 1912 (50 vloaz a-raok krouidigezh SADED), p. 2e : "4. Latin eo ar c'hent-ano, ha keltiek an ano hag al lez-ano : Quintus Solimarius Bitus (Solimaros Bitus a zo keltiek)."
  • anv-bihan, peogwir eo troet diwar ar galleg, hervez lod, pe mibilius hervez tud all.

Nevezted meizad an anv-badez kemmañ

Betek fin ar Grennamzer, an anv hiniennel a oa anv pennañ pep den. Dont a rae d'e heul anvioù resisaat : anvioù roet hervez al lec'h orin, al lec'h annez, hervez anv an tad , anvioù kerentiezh, micher pe lesanvioù. E-pad kantvedoù diwezhañ ar grennamzer en Europa, ha diwezatoc'h e lec'h all (er broioù arabek da skouer) e teuas unan eus an anvioù resisaat-se da vezañ un anv-tiegezh hag e kemeras al lec'h pennañ en identelezh. An anv den n'eo ken un anv-badez. Ne dalvez ket ken da bennger er geriadurioù daoust dezhañ da zont dirak an anv-tiegezh en amzer (anv ar bugaleerezh eo), er skritur ha dre gomz.

Chom a ra kalz roudoù eus roll a-bouez an anv-badez gwechall. P'o devez c'hoant ar Rused da vezañ seven ha doujus-kenañ ez eont d'an dud dre o anv-badez heuliet gant anv an tad, hep ober gant an anv tiegezh (Aleksandr Isaïevitch evit Aleksandr Soljenitsyne). Pa vez savet roll o skolidi gant ar vistri-skol arab e renkont anezhe dre o anvioù-badez lakaet en urzh al lizherenneg. Soñjal a ra dezhe n'eo ket ken pouezus an anv-tiegezh. Daoust ma oa o vevañ en XVIIvet kantved, n'eo anavezet al liver Rembrandt van Rijn nemet gant un anv den hep netra war-lerc'h. Er memes doare e vez anavezet ar bibien, ar rieien, hag an eskibien dre un anv-badez hag un niver urzh pe (hag) ul lesanv.

Levrlennadur kemmañ


Pennadoù kar kemmañ