Emgleo Breiz a oa ur c'hevredad, pe ur c'hengevredad aozadurioù brezhonek hag a embanne levrioù skrivet en doare-skrivañ a vez graet "skolveurieg" anezhañ gant e implijerien, falc'huneg gant ar re all. Paouez a reas ar gevredigezh gant hec'h oberoù da heul diviz an 3 a viz Du 2015 roet gant Lez-varn ar C'henwerzh e Brest a zisklêrias freuz-stal ar gevredigezh.

Istor kemmañ

Savet eo bet ar c'hengevredad e 1955, evit brudañ implij ar yezh en deskadurezh, er c'helaouiñ, er vuhez foran.

Pellaat diouzh menozioù an emsav, hini a-raok ar brezel ha goude, a felle d'e renerien, ha chom feal ivez da vrezhoneg ar bobl.

Strollañ a ra an aozadurioù breizhat pennañ hag a embann e skolveurieg. Enebet e oa ouzh Kuzul ar Brezhoneg, savet e 1958, a felle dezhañ kenderc'hel gant labour Gwalarn, ha brudañ ar peurunvan.

Burev kemmañ

Embannadurioù kemmañ

Er bloavezhioù 1950, e voe embannet levrioù dindan anv Emgleo Breiz, gant :

Ur c'hatalog 450 oberenn zo gant Brud Nevez, Ar Skol Vrezoneg hag Emgleo Breiz. Bep bloaz e teu 10 pe 15 levr nevez gante. Levr ebet ken evit ar vugale, dre ma vez kelennet e peurunvan tost e pep lec'h bremañ.

Izili kemmañ

Er penn-kentañ kemmañ

  • ar gevridigezh Ar Falz (n'eo ket ezel ken abaoe ar bloavezhioù 70, pa voe krouet ar skritur etrerannyezhel gant Fañch Morvannou)
  • ar gevridigezh Bleun-Brug (tasmant)
  • ar gelaouenn Bleun-Brug (aet da get)
  • Kengevread Kendalc'h (kelc'hioù keltiek) (n'emañ ket e-barzh ken)
  • Kengevread ar c'helc'hioù keltiek War'l leur
  • Al Leur Nevez (Kemper ha Kerne) : kentelioù brezhoneg, dastum, embann pladennoù gant kanaouennoù poblek ...
  • Skolig al Louarn (Leon Izel) : ur mirdi e Plouvien, kentelioù brezhoneg, obererezhioù evit ar vugale...
  • Ar Skol Vrezoneg (Brest) : Kentelioù brezhoneg, embannadurioù...
  • Ar Skol dre Lizer : kentelioù brezhoneg dre kenskrivañ
  • ar gelaouenn Brud Nevez (6 niverenn ar bloaz) : kelaouenn sevenadurel ha lennegel.

Tud kemmañ

Prezidanted kemmañ

Bet izili kemmañ

E Kengevread Emgleo Breiz eo bet :

Izili a vremañ kemmañ

Kenlabourerien kemmañ

E-touez kenlabourerien Brud Nevez e kaver muioc'h-mui a dud a skrive e peurunvan da gentañ: Sylvain Botrel, Henri Dorsel, Jakez-Erwan Mouton, Envel Kerhoaz... Darn ivez o deus bet embannet un oberenn bennak e peurunvan : Mikael Madeg, Maguy Kerisit, ...

Liamm diavaez kemmañ

  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.