Visant Seite
Anv ofisiel Vincent Seité
Anv pluenn Visant Seite
Obererezh Kelenner er skolioù kristen,
ha Frer Ploermel
Ganedigezh D'ar 23 a viz Genver 1908
e Kleder, Breizh
Marv D'ar 8 a viz Kerzu 1993
Yezh skrivañ Brezhoneg, Galleg
Oberennoù pennañ
Traoù ouzhpenn


Visant Seite, ganet e Kleder (Leon) d'an 23vet a viz Genver 1908 hag aet da Anaon e Ploermael, d'an 8vet a viz Kerzu 1993, a oa frer en urzh Frered Ploermel, skolaer er skolioù kristen ha saver levrioù evit deskiñ ar brezhoneg[1]. Sevel a reas meur a ostilh evit kelenn ar brezhoneg d'ar bobl, dornlevrioù, geriadurioù ha kentelioù berr skignet dre skingomz. Pa voe mignon gant Yann-Vari Perrot e tispennas e roudoù etre 1951 ha 1964 pa'z eas da sekretour hollek ar Bleun-Brug.

Ganet eo en ur familh kouerien, meur a vugel dezhi, hag e teskrivas en e emvuhezskrid ar vuhez ma renjont en ur pastell-vro brezhoneger un tamm pinvidikoc'h eget reoù all. Pa voe 16 e krogas studi er greizenn-stummañ Frered Lamennais er Folgoad, a-raok mont da Jerzenez en ur greizenn all[2]. E 1927 ez eas da vezañ stummet e kreizenn kengregadur Frered an Deskadurezh kristen, e Ploermael. E 1928 e 'z eas da vestr-skol e Skol Sant-Jermen e Pleiben gant an anv relijiel Frer Méloir. Goude bezañ bet anvet e Skol Sant-Jozef e Landerne e 'z eas da rener Skol Santez Barba e Rosko e 1933 a-raok bezañ lakaet e penn Skol Sant Yann Vadezour e Treboull (enteuzet e Douarnenez hiziv) etre 1947 ha 1953[3].
Etretant e voe galvet da soudard e 1940 hag prizoniet kostez Naoned. Dont a reas da Rosko en-dro, dre abeg ar yec'hed, e 1941.

Stourmer evit ar brezhoneg

kemmañ

Skolaer ha karget eus skorañ ar brezhoneg er skolioù kristen Penn ar Bed

kemmañ

Pa voe rener-skol e Landerne hag e Rosko e tigoras ar c'helenndioù d'ar yaou evit ober kentelioù brezhoneg[4] hag e reas e brezhoneg e klasoù ar vihannañ hervez Frañsez Favereau. A-benn 1937, war goulenn Breuriez ar Brezoneg er skoliou e labouras evit broudañ ar skolaerien da gendalc'h gant ar brezhoneg ouzhpenn e labour ordinal. Kenlabourañ a reas gant Remont ar Porzh, saver ar Vreuriezh hag enseller ar skolioù kristen e eskopti Kemper, hag eñ anvet da benn ar Bleun-Brug e Meurzh 1938. Kenlabourañ a reas gant Herri Kaouisin ivez, hemañ sekretour Yann-Vari Perrot hag embanner ar gelaouenn yaouankiz Ololê, evit embann un dornlevr, Le breton par l'image, evit ar re ha ne ouient ket tra e brezhoneg, en ur stumm modern a-walc'h. Pa voe moullet 60 000 skouerenn e tri embannadur (etre 1944 ha 1977), an testenn vrezhoneg ar muiañ voullet e voe hervezañ.

Penn ar Bleun-Brug ha pennyezhoniour Emgleo Breiz

kemmañ

Goude an Eil Brezel-bed e 'z eas da stourm kreñv evit ma ne vije bet kollet ar brezhoneg en ur sevel levrioù-deskiñ hag ez ead da sekretour melestradurel ar Bleun-Brug e 1945. Diskarget e 1951 eus e labour rener-skol ez eas da sekretour hollek ar Bleun-Brug hag e reas war-dro ar gelaouenn divyezhek heñvelanvet, asamblez gant tud a iliz evel Visant Fave, Laorañs Bleunven, pe frered all evel Korantin Riou, Laorañs Stefan, Herve Danielou.
Ma kavas tu adreiñ dezhañ kalz eus e lufr, ne c'hellas ket herzel ma 'z eas an aozadur da goll, pa 'z eas da vihannaat pouez an Iliz katolik hag implij ar brezhoneg e Breizh. E-pad un pemzeegad bloavezioù ec'h adsavas Gouel ar Bleun-Brug a lakae kantadoù tud da gemer perzh enni pep bloaz. E ti superiored ar Frered e Kastellin e kavas ur bod padus.
Gant lodenn an dud a Iliz a felle dezho kendalc'h gant ar brezhoneg hep mont a du gant vroadelourien e skoras adreizh ar reizhskrivadur, anvet brezhoneg skolveuriek, kinniget e 1953 gant ar chaloni leonat Frañsez Falc'hun.
Bloaz goude e lakaas ar Bleun-Brug da vezañ un ezel a-bouez e-barzh ar Fondation culturelle bretonne-Emgleo Breiz a veze harpet gant aotrouniezhoù uhelañ ar Republik ken e reseve arc'hant ar Stad hag e veze aotreet ober ur gest er straedoù pep bloaz[5].
Eñ a glaskas tabut gant aduidi ar peurunvan ken abred ha penn ar bloaz 1955 pa skrivas e niverenn 79 ar gelaouenn Bleun-Brug[6] e oa diaes brezhoneg ar gelaouenn Al Liamm, hag e oa « unan anezho (oc'h embann) ne rae forz ebet eus brezoneg ar bobl » ha ne c'helle krediñ ma ne vefe ket a « zizunvaniez e-touez ar Vretoned », ma vefe tud o « (g)welout mad Breiz ha mad hor yezh araok hon aferiou hon unan ».
Skrivañ a reas meur a bennad hag un nebeud barzhonegoù brezhonek e kelaouennoù Feiz ha Breiz, Bleun-Brug ha Brud Nevez.

Saver ostilhoù evit deskiñ ar brezhoneg

kemmañ

Sevel a reas meur a levr da zeskiñ brezhoneg. E 1941 e savas « Me a zesk brezhoneg » (asamblez gant Frañsez Ugen, frer ivez)[7], un dornlevr evit ar skolioù kristen pa oa bet aotreet nevez zo deskadurezh diuzadel ar yezh gant ar gouarnamant gall.
Ren a reas ar Skol dre Lizer e-pad ul lodenn vat eus e vuhez, ha kelenn a reas ar yezh da veur a zen, ar re anavezetañ eo Naig Rozmor[8] ha Mikael Madeg. Diwar rumm kentañ ar c'hentelioù dre lizer en doe savet e tennas ar boued evit al levr-deskiñ evit an dus deuet, Yezh hon tadou (1949).
Pelloc'h e savas ul levr-studi deveret eus Yezh hon tadou, Deskom brezoneg e ditl, skrivet hervez reolennoù ar skolveurieg hag embannet e 1957 dindan anv Emgleo Breiz. Ur geriadurig divyezhek savet gantañ ha Laorañs Stefan hag embannet gant Emgleo Breiz ivez a voe sellet a viliadoù.

Krouer ur servij deskiñ ar brezhoneg dre lizher ha kelenner war ar skingomz

kemmañ

Ha pa oa Skol Ober o kinnig kentelioù brezhoneg dre lizher abaoe 1932 e savas, e 1945, ur servij heñvel, Ar Skol dre lizer, evit ar re ne felle ket dezho implij ar brezhoneg peurunvan, met ar brezhoneg unvan hag ar ar brezhoneg skolveuriek da c'houde. Eñ a reas war-dro ar reizhadennoù e-pad 20 bloaz hag e vodas ur skipailh a c'hellas ober war-dro ur miliad kenskriverien.
Dont a reas da vezañ brudet a-walc'h pa veze klevet e vouezh war wagennoù Radio-Brest dre an abadenn, « Le breton par les ondes », a veze skignet, d'ar merc'her hag d'ar sadorn, etre 12 eur 43 ha 1 eur, [9]. Harpet e voe gant Naig Rozmor evit an aozañ hag an embann er gazetenn bemdeziek Le Télégramme de Brest hag e teskas ar c'hentelioù evit ober un hentenn zeskiñ nevez, div levrenn dezhi, Le breton par les ondes, evit an deraouidi[10].

Arroudennoù

kemmañ

Piou oa Visant Seite ? Eul Leonard penn-kil-ha-troad, eur marh-labour didrehuz hag eur mail war ar Brezoneg.
Pedi ha labourat, setu daou bal e vuhez beteg e huanadenn ziweza… Doaniet oa e galon pell'zo o weled stad ar Brezoneg en devez ahirio, e live o vond war-gil ha dreist-oll an enebiez savet diwar e goust.

Naïg Rozmor, Brud Nevez, niv. 171, 1994.

Kenta tra hag a zo splann en e vuhez eo e garantez e-keñver Breiz ha dreist-holl e-keñver ar brezoneg. Gwriziennet eo ar garantez-se ennañ beteg mel e eskern. Bez e hellom lavared e-neus Visant gouestlet e vuhez d'ar Brezoneg. Eur blanedenn dezi heh-unan hag a zo diêz kavoud re-all evelti en urzhioù relijiel. Eur blanedenn erfin hag e-deus greet anezañ unan eus brasa servichourien hor yezh.

Laorañs Stephan, prezegenn gañv, Brud Nevez, niv. 171, 1994.

Bet eo Visant Seite kenkoulz all ur skrivagner komz-plaen eus ar c'hentañ, ha savet gantañ oberennoù a-zoare en ur brezhoneg gwirion a daole e wrizioù e douar ar veleien Bro-Leon, brezhoneg yac'h ha desket war un dro, evel a ziskoueze pa stage da zuiñ paper gant e eñvorennoù eus ur bed erru krog da vrallañ ha dre-harz bezañ konfrontet pelloc'h.

Frañsez Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, 3, 2008.

Oberennoù

kemmañ

Embannet en deus un nebeud barzhonegoù e-barzh Feiz ha Breiz ha Brud Nevez. Deg anezho a voe advoulet e niv. 171 Brud Nevez (1994), E koun Visant Seite e ditl.

Levrioù deskiñ.
  • Me a zesk brezoneg, gant Frañsez Ugen. 1941, 1942.
  • Yéz hon Tadou, gant Laorañs Stefan, 1949
  • Deskom brezoneg, gant Laorañs Stefan, skeudennoù gant Pêr Peron, Édition F. C. B. Emgleo-Breiz, Brest, 1957 – Emb. Emgleo Breiz, 1996, (ISBN 2-900828-96-1).
  • Lexique breton-français et français-breton. Geriadur brezoneg-galleg ha galleg-brezoneg, asamblez gant Laorañs Stefan, Emgleo Breiz, 1 embann 1956, 195 p. ; 29vet embann 2010, 376 p.
  • Le breton par l’image, 1 embannadur, Olole, 1944; 2vet embannadur, Emgleo Breiz, 1962; 3de embannadur 1973; 4re embannadur Brud Nevez-Emgleo Breiz, 1985; 5ped embannadur Emgleo Breiz, 1998,
  • Le breton par les ondes. Ar Brezoneg dre radio, méthode de breton pour les débutants, tome 1, Emgleo Breiz, 1975 (adembannet gant Emgleo Breiz e 2009 : Brezoneg beo. Méthode de breton pour débutants, tome 1)
  • Le breton par les ondes. Ar brezoneg dre radio, tome 2, Emgleo Breiz, 1975.
  • Brezoneg beteg penn : ar hemmaduriou, les mutations, Emgleo Breiz, 1999.
Emvuhezskridoù ha kounlevrioù e brezhoneg

Liammoù diavaez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Laurent Stéphan, Obidoù Visant Seite. E-barzh Brud Nevez, niv. 171, 1994. Danevell buhez Visant Seite dibunet da geñver e lid-kañv.
  • Jean-Loup Avril, Mille Bretons : dictionnaire biographique, Les Portes du Large, Sant-Jakez-al-Lann, 2002. (ISBN 29146112079). Pennad : (Vincent) SÉITÉ.
  • Frañsez Favereau, Lennegezh ar brezhoneg er XXvet kantved : Al lennegezh a "spered broadel" : Al Liamm Tir na n'Óg. Hervez spered "ar batrioted" : Brud ha Brud Nevez. 1945-1968, levrenn 3, Skol Vreizh, 2008. (ISBN 978915623406). p. p. 400-411.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. « Da genver overenn lid-kanv Visant Seite, an 10 a viz kerzu 1993 », gant Laorañs Stephan, Minihi Levenez n°23, kerzu 1993, p. 27-35. « Au service de la culture bretonne : Frère Visant Seité », gant Marc Simon, Chronique de Landévennec, n°78, Ebrel 1994, p. 65-70.
  2. Hervez Favereau, Lennegezh ar brezhoneg…, levrenn 3.
  3. Hervez dedi al levr "Notes de grammaire bretonne", gant François Vallée, 1948.
  4. Ne veze ket lakaet ar vugale d'ar skol pep yaou d'ar mare-se.
  5. E Mae 1957 e voe paeroniet Devezh ar brezhoneg gant André Le Troquer, prezidant [[Kambr ar Gannaded, René Pleven ha Pierre-Henri Teitgen, izili e meur a gouarnamant Bro-C'hall ha brezhoned anezho.
  6. En ur bajenn liesskrivet lakaet da « Supplément au n° 79 de Bleun-Brug  » (adstagadenn da niv. 79 Bleun-Brug).
  7. Hervez Favereau (2008) e voe gwerzhet 25 000 skouerenn anezhañ, muioc'h eget ar 22 500 meneget gant Lukian Raoul e 1992.
  8. Anavezet he doe Visant Seite pa voe o chom e Rosko hag e Treboull, ha hi yaouank c'hoazh. Kenlabouret he doe gantañ, pa voe deuet da Vreizh en-dro, e 1968. Displeget gant Frañsez Favereau, trede levrenn Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, p. 68.
  9. Radio-Brest, anvet Radio-Kimerc'h ivez, a voe ur skingaser gwagennoù etre (pe wagennoù bihan) a-raok ma teuas ar skingomz dre gouluz talm.
  10. Bewech e talc'has da sevel daou rumm levrioù deskiñ, unan evit ar vrezhonegerien a-vihanig hag an eil evit an deraouidi rik (meneget gant Frañsez Favereau) hag ganti e teue minikasedoù (minikasetou) enrolladurioù an abadennoù enno.