Un tabut zo un enebiezh, kreñv pe kreñvoc'h, etre daou zen, pe div gostezenn, pe muioc'h, gant komzoù feuls, tagus, ha trouz alies, taolioù a-wechoù.

Tabutoù istorel kemmañ

Fazi kemmañ

Dre fazi ha diouiziegezh e vez implijet ar ger a-wechoù gant tud zo evel pa vije heñvel e ster ouzh kaozeadenn, pe kendiviz.

Skouerioù : Tabutoù Karaez kemmañ

  • Kement-se a gaver splann en ur baperenn-vrudañ embannet gant Rannvro Breizh diwar-benn ar politikerezh sevenadurel e 2008, ma lenner: La région vous invite à débattre! Ho pediñ a ra ar rannvro da dabutal. Evel-just ne oa ket pedet an dud da dabutal, met da gengaozeal.
  • E Saloñs al Levrioù e Karaez e 2009 e oa pedet an dud da gemer perzh en un Tabut diwar-benn al lennegezh evit ar yaouankiz. E gwirionez ne oa nemet ur gaozeadeg.
    • Heñveldra e 2010 gant ur gaozeadeg all diwar-benn ar Genrouedad, lakaet adarre da dabut.

Liammoù diavaez kemmañ


Sellit ouzh ar ger Tabut er
wikeriadur, ar geriadur frank.