Visant Fave
Visant Fave, e galleg Vincent Favé, bet ganet d'an 20 a viz C'hwevrer 1902 en Kleder (Penn-ar-Bed, Breizh) hag aet da Anaon d'an 18 a viz Ebrel 1997 e Kastell-Paol (Penn-ar-Bed), a oa un den-a-iliz hag ur skrivagner brezhonek.
Buhez
kemmañBeleget d’an 22 a viz Gouere 1925. Kure e Skaer ha goude-ze aluzener Y.K.A.M. (Yaouankizoù kristen ar maezioù, pe « J.A.C.») e 1935. Chaloni a enor e voe e 1939, hag aluzenner-meur ar Bleun-Brug e 1944[1].
Person-kanton Lesneven e 1947, ha goude-se person-arc'hbeleg Kastell-Paol e 1947. Vikel-vras e 1956, hag eskob skoazeller Eskopti Kemper ha Leon adalek 1957.
Rener Kenvreuriez ar Brezoneg Eskopti Kemper ha Leon goude sened-meur Vatikan II.
Oberennoù
kemmañDa heul sened-meur Vatikan II, e lakeas Kenvreuriez ar Brezoneg da zont er-maez meur a "gaier" roneotet ma oa enno troidigezh vrezhonek lennadennoù oferennoù ar sul, kement-mañ dindañ renerezh an Aotrou ’n Eskob Visant Fave[2].
A-hend-all, embannet e oe gant an Aotrou Fave ha Kenvreuriez ar Brezoneg un droidigezh eus ar Pevar Aviel e 1982, hag e 1988, al levrioù all eus an Testamant Nevez[3].
Kontet en devoa e veajoù e-barzh War roudou or Misionerien bet embannet gant Emgleo Breiz e 1989. Notennoù yezh digantañ zo bet embannet gant Emgleo Breiz ivez (Notennou yezadur, 1998)[4].
Levrlennadur
kemmañ- Visant Favé, « Kenavo, aotrou ’n eskob », Minihi Levenez, n°44, mae-even 1997, p. 2-6.
- Léon L'Hour, Monseigneur Favé, un siècle de vie bretonne, Banaleg, 2002, 223 p.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Diwar-benn ar chaloni Visant Fave hag ar Bleun-Brug, gwelit Marc Simon, Bleun-Brug : expression d'un idéal breton. Pages d'histoire, Association Abati Landevenneg, 1998, p. 61, 66, 71, 77, 80, ha 81.
- ↑ Adkroget e vo e-barzh al labour-se, hag adembannet e-barzh Leor overenn lakaet da zont er-maez a-drugarez da Vinihi Levenez e 1997.
- ↑ Aviel Jezuz-Krist, embannet gant Ar Skol dre Lizer, 1982, 417 p. (Skrid enlinenn) ; An Testamant Nevez - eil lodenn, Kenvreuriez ar Brezoneg, 1988, 216 p. (Skrid enlinenn).
- ↑ Notes de Grammaire Fave, kinniget gant Miossec.
Liammoù diavaez
kemmañGwelet ivez
kemmañ- (en) E notennig war Catholic Hierarchy
- (fr) E notennig, war Levraoueg niverekaet eskopti Kemper ha Leon