Kleder

kumun Penn-ar-Bed
Kleder
Ti-gard an Amied.
Ti-gard an Amied.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Cléder
Bro istorel Bro-Leon Bro-Leon
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Montroulez
Kanton Ploueskad (betek 2015)
Kastell-Paol (abaoe 2015)
Kod kumun 29030
Kod post 29233
Maer
Amzer gefridi
Gérard Danielou
2014-2020
Etrekumuniezh Gorre-Leon Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Montroulez
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 779 ann. (2017)[1]
Stankter 101 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 39′ 51″ Norzh
4° 06′ 03″ Kornôg
/ 48.664167, -4.100833

48° 39′ 51″ Norzh
4° 06′ 03″ Kornôg
/ 48.664167, -4.100833

Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 79 m
Gorread 37,44 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Kleder

Kleder a zo ur gumun eus Bro-Leon hag eus departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.

DouaroniezhAozañ

AnvAozañ

  • Bernard Tanguy ː parrochia de Cleder, 1282, c. 1330.
  • Erwan Vallerie ː Cleder, 1282, 1516, 1709

Gerdarzh

  • Bernard Tanguy ː " ... dougen a ra parez Kleder anv ur sant breton eus Kernev-Veur (e lec'h e dremen evit mab ar roue Brychan eus Bro-Gembre), anv-diazez St. Clether (Seyncleder e 1429, ecclesia Sancti Clederi e 1261). N'eo ket lidet ken e Kleder. Sant Pêr en eus kemeret e blas, hag gantañ Sant Ke-Colledoc..."

---------------------

Hervez ar vojenn e teufe eus anv Sant Ke, manac'h eus Iwerzhon deuet da Vreizh er Vvet kantved, savet gantañ ur manati e Kleder. Sant-paeron ar barrez eo. (menegioù mar plij)

ArdamezioùAozañ

En gul e c'hastell e zaou tour hag e ziv siminal en aour, digoret ha goulaouet en gul, un aerouant en sabel difoupant diouzh an nor, heuliet ouzh kab gant tri artichaodenn en argant treustellet, hag ouzh beg gant ur ginerminig en argant

Prefeti ː 28 Mezheven 1978

IstorAozañ

Dispac'h GallAozañ

Tud eus ar gumun a gemeras perzh en Emgann Kergidu d'ar 24 a viz Meurzh 1793 e-kichen Plougouloum ; un dell-gastiz a 13 450 lur a voe paeet gant ar gumun edan 24 euriad[2].

Brezel-bed KentañAozañ

230 Klederiad a varvas war an talbenn etre 1914 ha 1918 hervez monumant ar re varv.

Eil Brezel-bedAozañ

Hervez monumant ar re varv, 41 soudard eus ar gumun a varvas war an talbenn. 17 Klederiad a varvas evit abegoù all (bombezadegoù...).

Daou vugel, Jeanne hag Yves Béchu, 13 ha 9 vloaz, a voe lazhet d'an 30 a viz Du 1942 e Kreac'hwaleg gant ur soudard troet da sot[3].

Lazhadeg an 8 a viz Eost 1944 [4]Aozañ

E-kerzh an noz e voe dihunet annezidi ar bourk gant trouz ur golonenn kirri-tan. Un nebeud tud a yeas e-maez eus o zi, o soñjal e oa Amerikaned: soudarded alaman e oa e gwirionez, o tont eus Kastell-Paol ha Trelaouenan hag o vont da Bloueskad. Evit abegoù dianav e krogjont da dennañ war an tiez tro-dro. Un den a voe gloazet gant ur boled. Mont a rejont kuit war-dro 7e vintin.

Da 8e30 vintin en em stalias er bourk soudarded alaman all. Strolladoù soudarded all a blantas o reuz er maezioù tro-dro, en ur lakaat tan en atantoù hag en eostoù. Pemp gwaz a voe fuzuilhet ouzh ur c'hleuz e-kichen antre ar bourk, war hent Ploueskad. Unan all a voe lazhet e Penn al Lann Kerizur. Soudarded alaman a yeas goude da Skol ar Baotred evit tapout c'hwec'h den: unan a voe lazhet diouzhtu, ar pemp all a voe kaset betek Ploueskad el lec'h ma voent lezet da vont. E Kroazabandu e voe gwallet ur vaouez ha lazhet anezhi asambles gant he mab 15 vloaz. War-dro kreisteiz e voe tapet daou waz all a oa gloazet ha fuzuilhet anezho er bourk. Tennet e voe gant an Alamaned war atantoù Kreac'h-Avel: lazhet e voe gant ur boled ur gwaz a oa deuet da lazhañ an tan a oa krog en tiez. Ur gwaz all eus Ploueskad a voe lazhet e-kichen bourk Kleder, goude ma vije bet tennet warnañ pa glaske lammat a-us d'ur c'hleuz evit kuzhat.

13 den a voe lazhet en deiz-se, 12 eus Kleder en o zouez. Chom a ra amsklaer abegoù al lazhadeg: hervez medisin ar gumun, an aotrou Le Méhauté, a ouie alamaneg, o dije lavaret ar soudarded alaman e vije bet tennet warno nepell diouzh Kleder. O vont war-zu Brest e oant, o kilañ dirak araokadennoù an arme amerikan. Dieubet e voe Kleder gant ar re-se un devezh goude, d'an 9 a viz Eost 1944, war-dro 3e goude kreisteiz.

Goude an Eil Brezel-bedAozañ

E Kleder e oa bet savet kentañ staj Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion adalek an 3 a viz Eost 1948.

Monumantoù ha traoù heverkAozañ

  • Traezhenn an Amied, hini hirañ ar gumun.
  • Traezhenn Tevenn Meur.
  • Traezhenn Kerfichen.
  • Tumulus Oadvezh an Arem en Hellen (2000 - 1500 k.J.K.)[5].
  • Bezioù Oadvezh an Arem e Lezomi-Uhelañ[6].
  • Maen-bonn Kerider, Oadvezh an Houarn.
  • Maner Troñjoli, XVvet kantved, rummet Monumant Istorel[7].
  • Maner Kervengi, XIIIvet kantved, enskrivet evel Monumant Istorel[8].
  • Kastell Kergornadeac'h (1620), enskrivet evel Monumant Istorel[9].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ

Niver a annezidi

TudAozañ

Tud bet ganet enoAozañ

Tud stag o anv ouzh ar c'humunAozañ

  • Ar c'hont Émile de Kermenguy (Kastell-Paol 1810 - Pariz 1893), perc'henn war maner Kervengi, kannad unpennelour Penn-ar-Bed eus 1871 betek 1893, bet maer Kastell-Paol adalek 1848, anavezet evit bezañ dilezet e garg kuzulier-meur d'an 2 a viz Kerzu 1851 evit sevel a-enep taol-Stad Napoléon III.

Ardamezeg ar familhoùAozañ

  Auffroy,

aotrounez ar Roz ha Kornangazel

Talbennanek etre argant ha sabel
  Baptiste,

aotrounez Kermabian

En aour e zri dour toet ha kranellek en glazur

BrezhonegAozañ

Ar Brezoneg er SkolAozañ

  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol [10].

DeskadurezhAozañ

  • Klasoù divyezhek prevez abaoe 1991 (Skol Sant-Jozef).
  • Klasoù divyezhek publik (Skol publik Per-Jakez Helias).
  • En distro-skol 2019 e oa skoliataet 85 bugel en hentennoù divyezhek (21,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)

GevelliñAozañ

Bro Kêr Abaoe
  Bro-Saoz Ashburton (Devon) 1975
  Alamagn Herleshausen 1964
  Alamagn Lauchröden 1991
  Savoia Taninges

SportAozañ

Mell-droadAozañ

  • Union Sportive Clédéroise[11]

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

LevrlennadurAozañ

  • (br) Visant SEITE, Ar marh reiz, E Bro-Leon gwechall, Ar Skol Dre Lizer, 1985, 342 p.
  • (fr) René CARDALIAGUET, Cléder : prêtres et paysans sous la Révolution, Du Courrier,‎ 1939, 137 p.
  • (fr) Annick FLEITOUR, Le petit train Rosporden-Plouescat , Editions Ressac,‎ 2001
  • (fr) François MOAL, Cléder une terre en Léon, Plomée,‎ 1999, 381 p.
  • (fr) René MONFORT, Cléder, gens de mer et de terre, 2001
  • Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Finistère. 2001
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Daveoù ha notennoùAozañ