An Testamant Nevez - eil lodenn
An Testamant Nevez – eil lodenn zo an heuliad d’ar pevar Aviel (Aviel Jezuz-Krist) kenembannet gant « Ar Skol dre Lizer » ha « Kenvreuriez ar Brezoneg » e 1982, dindan renerezh an Aotrou 'n eskob Visant Fave. Al levr-mañ oa bet embannet e 1988 gant « Kenvreuriez ar Brezoneg » e-unan[1].
Ennañ e kaver Oberoù an Ebestel, Liziri Paol, al Lizer d’an Hebreed, Liziri an ebestel Jakez, Pêr, Yann ha Jud, ha Diskuliadur sant Yann.
Un droidigezh evit al liderezh hag ar bastorelez eo anezhi, hervez c’hoant an Ao. 'n eskob Fave. Setu ar pezh a skrive an Ao 'n eskob Francis Barbu, Eskob Kemper ha Leon, diwar an droidigezh-mañ :
« An oberourien e oa […] o zra renta enor d’ar yez vrezoneg, eur yez bet gouest da zisplega oll binvidigez an dalh kristen, bet gouest c’hoaz da zerhel beo beteg en on amzer ar skiant-prenet kristen, ken a-berz ar merhed, ken a-berz ar baotred, ha kement-se oll evel ma oa bet greet a-hed ar hantvejou »[2].
E skolveurieg eo skrivet, evel holl embannadurioù Kenvreuriez ar Brezoneg.
Liammoù diavaez
kemmañ- An Testamant Nevez - eil lodenn war lec’hienn Eskopti Kemper ha Leon
Notennoù
kemmañ- ↑ An Testamant Nevez – eil lodenn, troet e brezhoneg gant Visant Fave, Fañch Elard, Pêr Guichou, Biel Cabon. Embannet gant Kenvreuriez ar Brezoneg Eskopti Kemper ha Leon, Pask 1988, 212 p.
- ↑ Rakskrid Aotrou 'n eskob Francis Barbu, Eskob Kemper ha Leon, evit embann 1988 (e galleg e penn-kentañ al levr, e brezhoneg war lec’hien an eskopti).