Lizher Sant Jud
Lizher Sant Jud zo unan eus Lizheroù Katolik an Testamant Nevez. Troet eo bet e brezhoneg dindan renerezh Maodez Glanndour hag embannet gant Al Liamm e 1971 peurgetket[1].
Skrivet e vefe bet gant Jud (Youda), breur Jakez (Yakob), eskob Jeruzalem ha n'eo ket gant Jud an abostol.
Pegoulz eo bet skrivet ?
kemmañHevez Maodez Glanndour e vefe bet skrivet a-raok distruj Jeruzalzem gant ar Romaned e 70 GJK# E 61-62 hervez John A. T. Robinson, meneget gant André Chouraqui en e droidigezh eus ar Bibl[2] Er « Bible de Jerusalem » e lenner e vefe bet skrivet etre 70 ha 80 GJK[3] Lezel a ra Maodez Glanndour an traoù digor en e zigoradur d'al lzheroù katolik[4].
Evit piv ?
kemmañHervez Maodez Glanndour ez eo bet kaset al lizher-mañ da « ilizoù ar bed gresianek, lec'h ma oa falsdoktored o skignañ kelennadurezhioù difeiz diwar-benn ar C'hrist hag an Aeled# Emaomp dija e penn kentañ ar «Gnosiz» a vo en he barr ur c'hantved diwezhatoc'h.» Arabat bezañ souezhet hervezañ « o welout Jud oc'h implijout levrioù nann-kanonek al lennegezh rabinek, evel Levr Uhelsavidigezh Moizez, pe Levr Enoc'h. Displegañ a ra e soñjoù hervez an dud ma skriv dezho, hervez ar pezh o deus lennet pe glevet.».
Peseurt kelennadurezh
kemmañMard eo sklaer e skriv Jud enep ar « falsdoktored » n'eo ket anat evit an holl liamm e brezeg gant art « Gnosiz » ma kreder digoradur al lizheroù katolik a gaver er « Bible de Jérusalem » a-zivout taolennadur gant Jud eus kelennadurezh ar falsdoktored[5] Evit Madoez Glanndour setu ar pouezusañ : « Gwelomp dreist-holl el lizher-mañ kelennadurezh an Iliz kentañ : ar feiz, diazez pep buhez kristen (gwerzad 20), eo kement o desu kelennet an ebestel (gw.3,17) : feiz en unander Doue hag e Treinded ar personoù (gw. 20,21,25), a c'houlenn santelezh an oberoù (gw.20,23) ha meuleudi rentet da vraster Doue (gw.25) ».
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ (br) An Testamant Nevez II Oberoù an Ebestel -Al Lizheroù - An Diskuliadur ; Al Liamm ; 1971 ; pp 573-575
- ↑ (fr) La Bible traduite et présentée par André Chouraqui, Desclée de Brouwer, 1998, p 2376
- ↑ (fr) La Bible de Jérusalem, cerf, 1961, p 1592
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, p 536
- ↑ (fr)La Sainte Bible, Cerf, 1961, p 1592 : « Elle demeure d'ailleurs assez vague et n'autorise certainement pas à déceler le gnosticisme du IIe siècle. »