Maodez Glanndour
Maodez Glanndour | |
---|---|
![]() Maodez Glanndour | |
Anv ofisiel | Louis Augustin Le Floc'h |
Anv pluenn | Maodez Glanndour Loeiz ar Floc'h |
Obererezh | Barzhoniezh Prederouriezh Doueoniezh |
Ganedigezh | 7 a viz Meurzh 1909 Pontrev, ![]() |
Marv | 25 a viz Kerzu 1986 Louaneg, ![]() |
Yezh skrivañ | Brezhoneg |
Oberennoù pennañ | |
Telennganoù Komzoù bev Milc'hwid ar serr-noz Imram Kregin-mor Dre Inizi ar bed keltiek Ar Bibl (Troet diwar ar gresianeg) | |
kemmañ ![]() |
Maodez Glanndour, bet ganet dindan an anv Louis Augustin Le Floc'h d'ar 7 a viz Meurzh 1909 e Pontrev, a oa ur beleg, ur barzh, ur skrivagner, ur prederour, un doueoniour hag ur sonaozour. Bez' e voe unan eus izili ar gloer entanet gant Breizh hag eus izili an Emsav kristen a zo bet kreñv a-walc'h a-raok an Eil Brezel-bed. Gant ur skipailh beleien e troas ar Bibl en he fezh diwar an henc'hresianeg. Mervel a reas e Louaneg, hag eñ person ar barrez, d'ar 25 a viz Du 1986.
Familh ha studioùAozañ
Mab d'un noter eus Pontrev e oa Maodez Glanndour ; ne voe ket desavet e brezhoneg daoust ma oa brezhonegerez e vamm. Mont a reas da Skolaj Sant-Jozef Lannuon, da ober e studioù. Tapout a reas un tamm brezhoneg gant e genstudierien hag e-pad e vakañsoù er Merzher, nepell diouzh Gwengamp. Pa'z eas da gloerdi Sant-Brieg e c'hellas studiañ ar brezhoneg pishoc'h.
Goude bezañ bet beleget e 1932 ez eas da Roma da studiañ an doueoniezh. Eno e tarempredas an Tad Godu a sachas anezhañ muioc'h war-du an Emsav. Degemeret e voe evel doktor war ar brederouriezh hag evel aotreeg war an doueoniezh.
Perzh en Emsav lennegel ha relijielAozañ
Goude bezañ bet anvet e 1935 da gelenner en e skol gentañ, hini Sant-Jozef e Lannuon, e krogas da genlabourat gant skipailh ar gelaouenn lennegel Gwalarn, Roparz Hemon en he fenn. Barzhonegoù a gasas dezhi ingal. Klask a reas ivez reiñ ur vouezh e brezhoneg d'ar speredelezh kristen er gelaouenn Studi hag Ober krouet gantañ e 1936 asambles gant Pêr Yann Nedeleg, ur beleg all. Enni e veze embannet studiadennoù doueoniezh, testennoù evit al liderezh ha tammoù troidigezhioù ar Bibl.
Goude bezañ disoudardet e voe anvet da gure e Gwengamp. Er mare-se e savas ar varzhoneg hir « Imram », unan eus e oberennoù gwellañ, a yeas d'ober an darn-vuiañ eus niverenn gentañ ar gelaouenn Sterenn.
Gant aotre an eskopti e savas e 1952 an aozadur relijiel "Unvaniezh Speredel Breizh" (USB) gant harp Madalen Saint-Gal de Pons. Digor e oa an aozadur koulz d'ar vrezhonegerien ha d'ar re na oant ket. Kannadig an USB e oa Ar bedenn evit ar Vro. Aozet e veze retredoù ha bodadoù prederiañ.
E 1953 e oe anvet Maodez Glanndour da aluzener ar Bleun-Brug Bro-Dreger, met dilezel a reas ar garg-se e 1960 abalamour d'an dizemglev a oa savet gant tud an aozadur, hervez Lukian Raoul[1]
E 1956 e voe anvet da berson parrez Louaneg hag ez eas da chom en ur seurt ti-mestr e kêriadenn Keresperz, gant Madalen Saint-Gal de Pons da c'houarnourez ha da genlabourerez tostañ. Er savadur-se e aozjod meur a emgav pe vodad-labour pe retred.
Pa oa bet o studiañ er Vatikan ha pa oa un den a ouiziegezh e c'hellje Maodez Glanndour bezañ aet pelloc'h e skeul-renk an Iliz katolik, met gwelloc'h e kavas seveniñ karg ur person parrez en ur gêriadenn e Treger. Eno e c'hellas kenderc'hel gant e studioù breizhek hag eskemm gant an emsaverien all.
Kemer a reas perzh Maodez Glanndour en Emsav ken e oa anvet da gadoriad Kuzul ar Brezhoneg eus 1964 da 1966.
Troour ar BiblAozañ
E 1952 e talc'has da sevel un doare peurunvan evit troidigezh ar Bibl a vije skridaozet en ur chom an nesañ ma c'heller ouzh testenn henc'hresianek ar Septañt. Un nebeud beleien a vodas en-dro dezhañ : Marsel Klerg, Pêr Bourdellez, Armañs ar C'halvez, Maoris Ar C'hollo. Embannet e voe an Aviel hervez Sant Mazhe e 1952 gant Studi hag Ober lakaet da anv un ti-embann. An Tad Medar ha Maodez Glanndour o doa « klasket chom tost d'ar vammskrid »[2].
E 1953 e teuas er-maez dindan ur stumm liesskrivet Diskuliadur Sant Yann, Koheleth hag Aviel sant Yann.
A-benn ar fin ne voe ket moullet holl levrioù ar Bibl-se ha ne ouzer ket pelec'h emañ an dornskrid. Liesskrivet e voe e ti Moulin Roazhon lod levrennoù eus profeded vihan evel Habakouk, Yoel, Yona ha Levr ar Furnez. Etre 1969 ha 1982 e voe embannet an Testamant nevez, Iziaia hag ar Salmoù gant Embannadurioù Al Liamm.
Ar sonaozour hag an dastumer kanaouennoù-poblAozañ
Dedennet-bras e oa Maodez Glanndour gant ar sonerezh hag ar c'han, ken en em stummas da zont da vezañ sonaozour. Klask a reas dastum kanaouennoù-pobl hag a lakaas da vezañ embannet war ar gelaouenn Barr-Heol. Studiañ a reas al lennegezh vrezhonek dre gomz hag e aozas gant Jean-Pierre Foucher un teskad kanaouennoù-pobl brezhonek e div levrenn gant an droidigezh c'hallek tal-ouzh-tal, embannet gant an UGE e stumm levrioù godell. Plediñ a reas ivez gant an dastumad Gwerin a embanne danvez poblel (kanaouennoù, kontadennoù, hag all).
OberennoùAozañ
- Barzhoniezh
- Telennganoù, Al Liamm, 1985
- Va levrig skeudennoù. Al Liamm, 1983
- Vijelezh an deiz diwezhañ, Al Liamm, 1978
- Komzoù bev, Skridoù Breizh, 1949
- Milc'hwid ar serr-noz hag un nebeut barzonegoù. Studi hag Ober, 1946[3]
- "Imram", in : Sterenn, n° 1, 1940
- Teskad kanaouennoù-pobl
- Le brasier des ancêtres (renerezh gant Jean-Pierre Rioux), Union générale d'éditions, 2 levrenn.
- Arnodskridoù
- Kregin-mor, Al Liamm, 1987
- Dre Inizi ar bed keltiek, Al Liamm, 1991 ISBN 2-7368-0031-1
TroidigezhioùAozañ
- Ar Bibl
- An Aviel hervez sant Mazhe (a-gevret gant an Tad Medar), troidigezh diwar ar gresianeg, , Studi hag Ober, 1952
- Diskuliadur sant Yann, liesskrivet gant Jord ar Mee, An Doukenn, Roazhon, 1953
- Speredelezh
- Sant Benead Nursia, Reolenn ar venec'h, liesskrivet
- Levrioù relijiel
- Istor ar Mabig Jezuz, Al Liamm, 1962
- Letani Itron Varia Vreizh, 1945
- Notennoù a Batrologiezh, Imbourc’h 1981, 132 p.
LevrlennadurAozañ
- (br) RAOUL, Lukian : Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien vrezhonek aet da Anaon a-raok miz Meurzh 1992, Al Liamm, 1992, (ISBN 978-2-7368-0034-5)
- (fr) RENAULT, Annaig : Maodez Glanndour, son chemin d'humanité au long de Komzoù bev, Mouladurioù Hor Yezh, 2008, (ISBN 978-2-86863-148-0)