Sterenn (kelaouenn)
Sterenn a oa ur gelaouenn lennegel hollvrezhonek ha miziek, embannet e Brest dindan renerezh Roparz Hemon etre Genver 1941 ha 1943. An daouzeg ermeziadenn gentañ a voe deiziadet gant pep miz ar bloaz 1941 ha ur studiadenn douaroniezh a zeuas er maezh e 1943 hep niverenn. Pa voe pep a embannadenn un unskrid hep lodenn ar gelaouenn all[1] eo da welout Sterenn evel adsevel al Levraoueg Gwalarn hag e voe bet enteuzet er gelaouenn Gwalarn e 1937.
Stumm ha perzhioù
kemmañMent in-folio (22 cm) a oa dezhi gant 60-100 pajenn war baper tev gant ur golo e paper peuzparch. Dek lur e oa ar priz dre niverenn ha 100 lur ar c'houmanant bloaz. Pemp niverenn a yae d'ober ul levrenn.
Evel Skridoù Breizh meret gant Florentin Goinard ha Suzanne Derrien-Le Masurier e voe moullet Sterenn war waskerelloù Moullerezh an Dépêche de Brest, "17 ru Algésiras" (merket evel-se), ma voe hemañ kentañ rener kenwerzhel an ti.
Melestradurezh
kemmañBoîte postale 75 – Brest e oa chomlec'h-post ar gelaouenn, met ar chekennoù hag al lizhiri-arc'hant a zlee bezañ kaset da chomlec'h Roparz Hemon, 12 place de la Tour d'Auvergne – Brest ha 110 boulevard de Metz – Roazhon da c'houde[2]. Chomlec'h ar merour, Gwilherm Berthou-Kerverzhiou, 12 rue Puebla, Lambézellec e oa ar chomlec'h pennañ.
Endalc'h
kemmañLiesseurt-tre eo dodennoù an oberennoù pa gaver barzhoniezh, c'hoariva, istor ar brezhoneg, eñvorennoù ha studiadennoù nann-lennegel. Paneve oberenn a-bouez Maodez Glanndour, netra da weled gant al lennegezh vrezhonek a-vremañ a voe dachenn Gwalarn. Ur seurt astenn d'ar gelaouenn evit an oberennoù diesoc'h da lenn.
An teir niverenn diwezhañ a voe skridaozet ha kempennet gant Abeozen hag eñ a oa e genlabourer evit Radio-Roazhon war ar pemdez er mare-se[3].
Ne c'hellas ket Roparz Hemon lakaat ar gelaouenn da badout pelloc'h eget 12 miz, ken sammet e oa gant e gargoù (Radio-Roazhon, Framm keltiek, kelaouennoù all). Ul levrenn ustitlet Sterenn hep niverenn a zeuas er-maez e 1943.
Roll an embannadennoù
kemmañ- Maodez Glanndour, Imram (Merdeadur), Genver 1941. Barzhonegoù
- Farnachanavan, Ar grilheta e Breiz, C'hwevrer 1941. Studiadenn
- William Shakespeare, MakBez, troet gant Roparz Hemon, Meurz 1941. C'hoariva saoznek
- Frañsez Vallée, Eñvorennou beaj, eil levrenn, Ebrel 1941. Danevell beaj.
- Frañsez Vallée, Eñvorennou ur brezonegour, emvuhezskrid, Mae 1941
- Paskal Kerenveier, Ar Farvel goapaer, kempennet gant Roparz Hemon, Mezeven 1941. C'hoariva gallek.
- Abeozen, Yezhadur ar brezhoneg krenn, Gouere 1941. Krennvrezhoneg.
- Frañsez Vallée, Eñvorennou beaj, trede levrenn, Eost 1941. Danevell beaj
- Skridou brezhonek krenn, kempennet gant Abeozen, Gwengolo 1941. Krennvrezhoneg
- Abeozen, Geriadurig brezonek krenn, Here-Du 1941.Krennvrezhoneg
- Tri glac'har an danevellañ, troet gant Roparz Hemon, Kerzu 1941. Troouriezh
E-maez ar steudad hag ustitlet Sterenn : Lan Devenneg, Traoniennou ha kaniennou-mor, studiadenn douarstummadouriezh<, 1943.
Notennoù
kemmañ- ↑ Ur geriaoueg pe ur roll pennadoù a gaver gwezh a gwezh goude an oberenn-ditl.
- ↑ Goude bezañ bet aet da Roazhon war ar pemdez evit merañ skingasadennoù brezhonek Radio-Rennes e kollas R. Hemon e di (ha darn eus e levrioù ha baperoù) goude ma voe bombezennet e miz Ebrel 1941.
- ↑ Ronan Calvez, La Radio en langue bretonne : Roparz Hemon et Pierrre-Jakez Hélias…, PUR-KEBK, 2000.