Moullerezh an Dépêche de Brest


Staliet e voe Moullerezh an Dépêche de Brest pe Imprimerie commerciale de la Dépêche de Brest e niverenn 17 ar straed Algesiras e Brest betek 1942, pa voe dilojet da Vontroulez, a-raok ma voe distrujet ar savadur gant bombezadegoù ar Re Unanet. Er-maez eus e implij evit moullañ kazetenn bemdeziek an Union républicaine, La Dépêche de Brest et de l'Ouest, ec'h eas en-dro evit sevel labourioù moullerezh trevell.

Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.

Krouet e voe La Dépêche de Brest, kazetenn bemdeziek an Union républicaine e 1886. Digoret e voe e voullerezh d'an holl dud hag e veze resisaet a-wezhoù "Imprimerie commerciale de l'Union républicaine", houmañ o reiñ anv "Kevredigezh dre gevrannoù an Union républicaine du Finistère".

Embann brezhonek

kemmañ

Seul ma voe distag muioc'h-muiañ an Emsav eus an Iliz, seul ma voe posubl da luskerien ar brezhoneg ober aferioù hep sellout ouzh reteradur politikel ar mouller. Pa voe Gwalarn o tont er maez dre di-moullañ eskopti Kemper, Moullerezh ar C'hastell (Imprimerie commerciale, goude 1923) e fizias Roparz Hemon moullañ al levrioù lakaet dindan ar merk Sterenn e Moullerezh an Dépêche.
P'edo Florentin Goinard e rener kenwerzhel adal 1931, hag eñ mignon bras d'al levrioù brezhonek e oa aes labourat gantañ.


 

Embannadennoù heverk

kemmañ
  • 1919 : Saint-Pol-Roux, God bless you, my boys ! (homage to the warriors of the United States of America), poem, with the English translation by Prof. P. Nicolas, Brest, Imprimerie de la “Dépêche de Brest”.
  • 1932 : Saint-Pol-Roux, Le tombeau de Jean Cras, Brest, Imprimerie de la “Dépêche de Brest”.

Pennadoù nes

kemmañ
  • Moullerezh ar C'hastell