Maoris ar C'hollo

(Adkaset eus Maoris Ar C'hollo)
Maoris ar C'hollo
Ganet 1921
Marvet 2003
Micher beleg, skrivagner

Ur beleg broadelour eus eskopti Kemper eo bet Maoris ar C'hollo (Maurice Colleau) ganet e 1921 ha marvet e 2003.

Red-buhez

kemmañ

Goude an Eil Brezel-bed e voe lakaet da gure e parrez Skrigneg, hini Yann-Vari Perrot, a oa bet person eno. Diwar hengoun hemañ a-hend-all, e oa deuet Maoris ar C'hollo da vezañ ur broadelour eveltañ, en un amzer ha ne oa ket aes diskouez hag embann mennozioù a seurt-se ; dindan ur golo en doa goulennet digant Youenn Olier kas ar gelaouenn "An Avel" e 1945. Lakaet da gure en Edern ha Loperc'hed ez eas da berson Lambêr, tost d'e barrez ginidik, Plouarzhel. Diaezet gant ar gizioù nevez a oa bet degaset el liderezh hag er baskouriezh da heul adreizhoù ar Goursened diwezhañ, Vatikan II, er C'hwec'hkogn da vihanañ, ha diaezet ivez gant an disfiz a vaged en e eskopti ouzh ar v-broadelouriezh vrezhon a oa bet difennet gantañ a-hed e vuhez hag a-vihanik, koulz lavaret, evel ma plije dezhañ kontañ, en em dennet en doa e ti-retred ar veleion e Keraodren, e Brest. Diwar-neuze e kemeras perzh a-zevri e buhez Oaled Sant Erwan Brest, er gelaouenn Imbourc'h hag e bodadegoù miziek "Kristenion Breizh" a voe ur broud evitañ da skrivañ.

Oberennoù

kemmañ
  • Misionoù e Breizh er seitekvet kantved a zeuas er-maez e 1983.
  • Teologiezh an Dieubidigezh , niv. 189 Imbourc'h 1984. Ar studiadenn-se a c'hoarveze evit darn eus un droidigezh diwar an destenn embannet gant "ar c'henstrollad sakr evit kelennerezh ar Feiz".

Pouezus a-walc'h eo an diell-mañ diouzh m'en doa klasket krouiñ ur yezh o klotañ gant an destenn orin, evit darn amprestet digant Kis-Saded, dre ar gelaouenn Imbourc'h hag evit ar peurrest, tro pe dro, ijinet ha kinniget gant ar skrivagner e-unan ; hemañ, padal, a oa ur brezhoneger a-vihanik, hag a glaske chom an eeunañ ar gwellañ. Gwevn ha sklaer eo ivez ereadurezh e yezh en oberenn-mañ.

Dielloù diembann
  • Un diell hir e galleg a-zivout ar gwir o deus ar vrezhonegerion e dibenn en XXIvet kantved, e-keñver ar feiz kristen, da genderc'hel da gaout skoazell an Iliz en o yezh. Morse ne dizhas kaout a respont digant e eskob daoust d'e c'houlennoù.
  • Jeremiaz a voe troet gantañ e strollad troidigezh ar Bibl en-dro da v-Maodez Glanndour (diwar ar Bibl gresianek).