Youenn Olier

skrivagner brezhonek
Youenn Olier
Youenn Olier
Anv ofisiel Yves Ollivier
Anv pluenn Youenn Olier
Obererezh Barzh
Embanner
Prederour
Danevellour
Kazetenner
Romantour
Ganedigezh e 1923
e Gwaien, Breizh
Marv e 2004
e Gwened, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Luskad lennegel Imbourc'h
Enorioù Priz Langleiz (1991)
Oberennoù pennañ
Deizlevr brezel
Enez ar Vertuz
E penn an hent
Porzh an Ifern
Skol Walarn
Traoù ouzhpenn
Adsav
An diskoulm diwezhel
An eil deiz-ha-bloaz
Ar fest-noz
Distro e Breizh 1954
Distro e Roazhon 1955
Dulenn
Imbourc'h : un tonkad hag un oberenn
Kelc'h an amzer
O gopr o deus bet
O sellout war va c'hiz
Poanioù-spered an tad Gwazdoue
Teskad skridoù politikel
Tre ha lanv
Un dispac'h o c'hwitañ
Ur bloavezh e Konk-Kerne
Ur bloavezh e Kemper
Ur bloavezh reuz
War-lerc'h daou-ugent vloaz

Sinadur


Youenn Olier, hag a oa Yves Ollivier e anv kefridiel, a voe ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1923 e Gwaien, hag aet d'an Anaon d'ar Merc'her 15 a viz Kerzu 2004 en ospital Gwened. War e vez e bered Kistreberzh[1] ez eo skrivet : "Prederour kristen, skrivagner". Bet eo skrivagner a faltazi, romantour, danevellour, kazetenner ha prederour. Dre an oberennoù niverus a skrivas ez eo unan eus skrivagnerion bouezusañ diwezh an ugentvet kantved.

Chomet eo stag e anv hag e vrud ouzh e gelaouenn Imbourc'h, an trede Emsav ma oa lodek ennañ hag ar stourm lennegel ha katolik e Breizh, en hanterenn diwezhañ an ugentvet kantved. Meur a zek levr a skrivas e meur a di-embann.

Bugaleaj ha oad-krenn

kemmañ

E Gwaien eo e voe ganet en ur familh a vrezhonegerion, hogen ne chomas ket pell er gêr-se pa 'z eas kuit e dad da c'hounit bara e Cambrai evel skluzer ; ar vicher-se a oa miret d'an dud a oa bet soudarded. Chomet e oa tad Youenn Olier c'hwezek vloaz e lu Bro-C'hall. Desavet e voe e Pikardi neuze, ha daoust d'e gerent da vout brezhonegerion o-daou e voe-eñ desavet e galleg. Hogen, dezhañ da zistreiñ a-vareadoù da Waien, da vare ar vakañsoù dreist-holl. Eno e oa chomet bev unan eus e dadoù-kozh ha ne zeue nemet brezhoneg gantañ.

Gant e familh e tistroas da Vreizh en-dro. E 1937 emedont o chom e Roazhon hag e teuas e dad da vout skluzer e Sant-Jermen-an-Il eus 1937 da 1942. Youenn Olier a reas e studi e lise Sant-Varzhin Roazhon, kent mont war ar studioù lennegel klasel. Hervez e levr Eñvorennoù e oa Youenn Olier tomm ouzh al lennegezh c'hallek ha lenn a rae ingal romantoù Bourget, Mauriac, Maurois ha skrivagnerion gatolik arall dreist-holl[2]. E-ser bout studier war al lizhiri klasel e Skol-Veur Roazhon e heulie kentelioù brezhoneg ha kembraeg kaset da benn gant Pêr ar Rouz[3]. Er bloavezh 1944 e voe trec'h war an aotreegezh war ar galleg, al latin hag an hen-gresianeg, goude bout bet e ziplom war ar c'heltieg adal 1943.

Labour, micher ha retred

kemmañ

E 1945 e reas e goñje e kêr Sant-Brieg. Ober a reas anaoudegezh gant an aotrounez Marsel Blanchard ha Youenn Kraff e-kerzh ar mizvezhioù-se. O buhez-pad e chomjont e darempred evit labourat a-gevret en Emsav katolik.

Da gentañ e labouras evel kelenner galleg e skolioù publik 'zo betek 1950, hag e skolioù katolik da-c'houde. Kement-se a reas e Gwened, Ploermael ha Plouarzhel. En abeg d'e obererezh politikel ne dizhas morse dont-tre er skol-veur hag e kollas e labour dindan an Deskadurezh-Stad. Diwar-neuze e rankas divroañ evit gallout labourat ha pourchas da ezhommoù e diegezh. Setu ma voe o chom e Kembre[4], ur mare zo bet.

E-tro derou ar bloavezhioù tri-ugent en em gavas klañv-bras. Da Rosko ez eas da ziskuizhañ e-pad meur a viz, pezh en deus bet ur pouez bras-tre en e vuhez : darbet e oa bet dezhañ mervel ha dinerzh en em gave, dic'houest da ober an dra-mañ-tra evit e vro. Abalamour d'e yec'hed fall e voe harzet a vont da labourat gant ar c'heltiegour Weisgerber e Bro-Alamagn[5] hag e chomas da labourat evel diellour e skol-uhel al labour-douar e Roazhon e-pad ugent vloaz e-ser bout kelenner-ti un nebeud bugale eus an noblañs. Mont a reas war e leve er bloavezh 1983.

Gouest e oa da lenn ur bern yezhoù : galleg, saozneg, alamaneg, spagnoleg, hogen ivez an hen-yezhoù, latin ha gresianeg, hag ar yezhoù keltiek, war-bouez gouezeleg Skos.

Gant Kristenion Breizh, d'an hañv e-pad ouzhpenn dek vloaz ez ae da weladenniñ ar broioù keltiek tramor, e lec'h e labouras a-zevri da gevreañ kristenion hon emsavioù. Bep bloaz ez embanne studiadennoù hir graet diwar ar beajoù-se. Ar pab Paol VI e oa aet da welout e Kêrdiz gant Marsel Klerg.

Mont a reas war e leve e Kistreberzh gant e wreg, Annette Couée he anv-plac'h, ha labourat a reas evit gwellaat e gelaouenn Imbourc'h hag evit embann levrioù a bep seurt. Diwezhatoc'h en doa bet ur gwallzarvoud karr-tan a nammas e c'har dehou : kamm e voe a-benn neuze.

Mervel a reas er bloavezh 2004 e Kistreberzh.

Familh Youenn Olier

kemmañ

Da heul e zimeziñ gant Annette Couée, eus Kelc'h Keltiek Roazhon, e voe savet ganto un tiegezh brezhonek niverus mat ar vugale ennañ. Eizh a voe : Mari-Annaïg, Erwan, Herve, Rozenn, Mikael, Ronan, Tangi, Steven. Un navet a zo marvet bugelig : Gwenael. Kalz diwezhatoc'h e Kistreberzh e roas bod da bevar bugel bihan dezhañ.

Dimezet e oa e c'hoar Nouela gant Alan Louarn hag e voe niverus ar vugale en o zi ivez, war leurgêr al Lisoù e Roazhon. Darempredoù stank a zo bet etre an daou diegezh ; pezh a voe un dra bouezus evit desevel ar vugale er yezh, d'ur mare ma ne veze ken savet ar vugale e brezhoneg. Ha neuze familhoù Youenn Olier hag Alan Louarn a voe diazez ur rummad emsaverion liammet ouzh Emglev an Tiegezhioù.

Oberennoù

kemmañ
 
Youenn Olier er bloavezhioù hanter-kant

A bep seurt danvezioù a ya da ober e oberenn lennegel : skridvarnerezh, politikerezh, kontadennoù berr, romantoù, pergen daou a skiant-faltazi awenet anat diwar e breder a stourmer vrezhon kristen, barzhonegoù, c'hoariva, troidigezhioù hag e oberenn veur, e zeizlevr, a leugnfe war-dro 50 levrenn ma vijent embannet holl. Hogen n'int ket : an hanter en deus graet, betek 1966.

Adalek 1939 e krogas da skrivañ e zeizlevr, ha kement-se betek e varv : lezet en deus war e lerc'h eta 65 bloavezhiad eus an Istor, koulz e istor personel met ivez istor eil hanterenn an XXvet kantved e Breizh hag er bed-holl hag hini an Emsav e-unan. Hogen chom a reas an oberenn-se diembann betek ar bloavezhioù dek-ha-pevar-ugent.

Oberennoù kentañ

kemmañ

Da gentañ ne embannas ket Youenn Olier oberennoù klok hogen pennadoù evit kelaouennoù 'zo.

An destenn gentañ en doa skrivet e brezhoneg a oa ur brezegenn graet gantañ war radio-Roazhon, embannet er gelaouenn Arvor d'ar 7 a viz Mae 1944. Titl an destenn-se a oa "Gwaien"

Adalek miz Gwengolo 1945, kerkent ha ma oa bet argaset an Alamaned, e krouas ur gelaouenn gant Yann ar Gall hag e vreur Yann Olier, An Avel an anv anezhi, e venne kendelc'her al labour kaset da benn gant Skol Gwalarn en Emsav. Da gentañ e tlee bout embannet bep pemzektez hogen dont a reas buan a-walc'h ar mare d'hen embann a vareadoù diresis. Un dousennad niverennoù eus ar gelaouenn a zeuas er-maez. E-pad e goñje eo e voe diazezet An Avel hag arverañ a rae paper an arme evit moullañ ar gazetenn.

Goude disparti Yann ar Gall e teuas pennadoù Youenn Olier da vout politikeloc'h-politikelañ hag e kemmas anv ar gelaouenn e Avel An Trec'h. Diaesterioù he doa bet ar gelaouenn hag a viz Here 1947 betek miz Meurzh 1948 e voe difennet he moulañ gant ar velestradurezh c'hall. Dont a reas Avel An Trec'h da vout kelaouenn ar strollad politikel Emsav Pobl Vreizh war-lerc'h. Hogen mont a reas da get e miz Kerzu 1948.

Setu da-heul, pezh a skrive Abeozen a-zivout oberennoù kentañ Youenn Olier "E oberenn bennañ, d'hor meno, a zo 'Prederiadennoù e sigur un nebeud skrivagnerion vrezhonek' [...] Evit ar wech kentañ e oa roet dimp un arnodskrid skridvarnerezh, hir e alan ha poellek..."[6] Ar prederiadennoù-se a voe embannet er gelaouenn Al Liamm[7].

An oberennoù a faltazi

kemmañ
 
Embannadur Enez ar Vertuz, gant Imbourc'h e 2005

Daoust d'un oberenn diaes da renabliñ o vezañ ken fonnus ha liesseurt-kenañ, e oa bresk a-walc'h yec'hed Youenn Olier. Kement-se ivez e vroudas anezhañ da zilezel a-grenn an obererezh politikel[8] da sevel un oberenn lennegel a zoare. Kenskrivañ kalz a rae gant kalzik a dud, en o zouez Roparz Hemon, Guy Étienne, hogen ivez gant Pêr Denez ha Ronan Huon, gantañ pennañ adsaverion ha difennourion ar skritur unvan e rummad yaouank diwezh ar bloavezhioù daou-ugent ha deroù ar bloavezhioù hanter-kant.

Danevelloù

kemmañ

Moullet eo bet e zanevelloù kentañ er gelaouenn Al Liamm adal diwezh ar bloavezhioù daou-ugent. lod anezho a yeas d'ober danvez ul levr, Ar fest-Noz. Lod eus e zanevelloù a gaver el levr An Deiz-Ha-Bloaz (1964) ivez.

Evel ma skrive Abeozen ez eo bet awenet doare e zanevelloù muioc'h gant Kembreiz —Saunders Lewis, Ambrose Bebb, Kate Roberts dreist-holl — eget gant ar skrivagnerion kristen e oa boas da lenn evel Georges Bernanos, François Mauriac, Stendhal pe Edouard Bourdet. Iwerzhoniz 'zo a levezonas e skridoù ivez.

Romantoù

kemmañ

E 1963 ez empennas e romant Poanioù Spered an Tad Gwazdoue a skrivas en Ospital Rosko[9]. Ar romant-se a oa un doare romant fentus a-zivout buhez ar veleion e skeud Sened-Veur Vatikan II, un doare romant brederouriel hag a ziskoueze meur a zoare da intent ha buheziñ ar relijion er velegiezh.

E 1964 e voullas ar romant E penn an hent. Hervez Yann-Ber Piriou o vurutellat ar romant-se "Stourm un ene eo. Ur paotr hedro o klask ur ster d'e vuhez hag ar frankiz war un dro. A bep eil e koll ar Feiz e Doue, er stourm evit ar vro hag er garantez...Erfin an darvoudoù a zo en dispac'h e Breizh ha reveulzi ar gouerien hag ar vicherourien. Stourm a ra ar vrogarourien ouzh an arme C'hall tra ma ren ar spont e-touez ar vourc'hizien."[10]

E romant pennañ Enez ar Vertuz a voe moullet gantañ e-unan e teir levrenn, e 1965 ha 1966. Ar romant-se zo unan eus ar romantoù skiant-faltazi nemeto a gaver el lennegezh vrezhonek ha levezonet bras eo bet gant romant Langleiz Enez ar Rod koulz ha gant romant Yec'hann Marion Enez Ar Vertuz (XVIIIvet kantved). Hogen, hervez arbennigourion 'zo[11] e tenn ar romant diwezhañ-se eus ur romant du gant tudennoù livet dindan alc'hwez ar vroadelouriezh emsavel ha kristen-rik a venne difenn Youenn Olier.

E 1982 e voullas Porzh an Ifern hag a voe ur meni heuliad d'e romant Enez Ar Vertuz.

Kelaouennoù

kemmañ

Gevred hag Imbourc'h a voe savet gantañ adalek 1965. Prenet en doa moullerezhioù a voe staliet en e gav, straed Burloud e Roazhon. O vezañ ma ne gave den da embann e skridoù brezhonek, abalamour d'ar priz dreist-holl, ha d'an nebeud a werzh a vez kavet e sammas warnañ ar vicher mouller. Ur c'henlabourer puilh a-walc'h eo bet gant kelaouennoù 'zo : Al Liamm dreist-holl, Barr-Heol war Feiz ha Breizh ivez ha Preder a-raok ma voe savet Imbourc'h gantañ. Bez' e c'heller lavarout en deus skrivet an hanter eus pennadoù ar gelaouenn e-pad 35 bloaz, da lavarout eo well-wazh un 10.000 pajennad bennak.

Oberennoù lennegel arall

kemmañ

Barzhonegoù a embannas Youenn Olier : Barzhonegoù (1969), Kelc'h an amzer (1971), Tre ha lanv (1974). Roet eo bet da Youenn Olier ar priz Langleiz evit e varzhoniezh e 1991.

Pezhioù-c'hoari a skrivas ivez : O gopr o deus bet (1960), An diskoulm diwezhel (1976).

Oberennoù a brederouriezh

kemmañ
 
Lexique complémentaire Imbourc'h gant Youenn Olier, Marc'h-Kleur ha Jil Ewan, 2000

Youen Olier a labouras kalz war imbourc'hioù a-fet yezhadurezh hag a-fet Breizh.

Ar yezh arnevez

kemmañ

Stag ouzh ar yezh arnevez e oa Youenn Olier : levezon SADED a gaver en e c'heriaoueg. Gouest e oa da ijinañ gerioù war an tomm, da glokaat ur c'heriaoueg pinvidik-kenañ.

Sevel a reas un nebeud geriaouegoù gant Marc'h-Kleur ha Jil Ewan. Embannet en doa meur a levrenn eus ur Geriadur arnevez adembannet ha kresket lies gwezh abaoe 1973.

Breizh hag an Iliz

kemmañ

Abaoe ma oa staget gant e bennadoù-barn kentañ e oa dalc'het Youenn Olier da skrivañ er gelaouenn Al Liamm da zigentañ, ha goude en e gelaouenn Imbourc'h abaoe ar bloavezhioù dek-ha-tri-ugent. Ober a rae barnadennoù war al levrioù ha notennoù diwar e lennadennoù, zoken ma tremenas eus al lennegezh vrezhonek da bolitikerezh an Emsav.

E skridoù politikel, skrivet buan alies, diwar-benn meizadoù diaes da intent zoken e galleg ne c'heller ket o c'heñveriañ ouzh e oberennoù lennegel rik a zo bet c'hwennet mat. Anv a c'haller ober eus ul lizher a-berzh Goulven Pennaod bet embannet e Notennoù Al Liamm. Pell-bras e oa mennozhioù an daou zen, unan a oa pagan hag egile katolik, pezh a ro muioc'h c'hoazh a bouez da ziskleriadenn Pennaod diwar-benn Youenn Olier. El lizher-se e tisklêrie Goulven Pennaod e oa Youenn Olier ar skrivagner brezhonek nemetañ en defe ur "preder klok". Pep tra a zedenne e evezh hag e vezed sur da gaout un ali speredek digantañ. Kavout a reer lod eus skridoù politikel Youenn Olier en dastumad Teskad skridoù politikel (niverennoù 37-38 Preder).

Dre ma oa aet da goll holl gelaouennoù katolik an Emsav e penn kentañ ar bloavezhioù pevar-ugent, ne chome ken nemet ar gelaouenn Imbourc'h ha labour Youenn Olier o kenderc'hel gant spered Feiz ha Breiz el lennegezh. Neuze e teuas da vout Youenn Olier ur meni penn eus an trede Emsav, daoust d'e vrezhoneg diaes ha d'ar rebechoù graet outañ da chom war giz an Istor gant ur spered hanter-hent etre Breiz Atao ha Feiz ha Breiz. Ur skipailhig kristenion a vodas tro-dro dezhañ evit kendelc'her al labour kristen hag emsavel war un dro : Pêr Even, Yann Mikael, Tepot Gwilhmod en he mesk.

Obererezh evel emsaver

kemmañ
 
Youenn Olier, er bloavezh 1975

Gant Yann Kerlann e voe savet Emglev An Tiegezhioù (EAT) e 1947, gant ar pal pennañ bodañ an nebeut-tre a familhoù brezhonek a oa d'ar mare-se.

Diazezer skol Plistin a voe sikouret mat gant Alan al Louarn, a c'helle bepred kontañ war e vreur-kaer Youenn evit reiñ buhez d'ar gevredigezh-se, a zo deuet da vezañ Imbourc'h (kelaouenn), a-benn ar fin, goude pevar bloaz, ti-embann anezhi. Ger-stur EAT eo lavarenn Yann-Vari Perrot "En hor yaouankiz en deus Doue fiziet amzer da zont ar vro".

E Roazhon, war atiz Alan al Louarn ha Youenn Souffez-Despré e voe roet buhez evel-se d'ur gumuniezh vrezhonek vihan en-dro d'un oferenn vareadek, a zeuas da vezañ sizhuniek goude un hir a stourmadenn. Meur a hini o deus graet anaoudegezh gant Youenn Olier e-pad e amzer-studi e Roazhon dre an oferenn vrezhonek.

E 1954 e kemeras Youenn Olier perzh e savidigezh Kuzul ar Brezhoneg gant an aotrou Klerg, person Bulien da gadoriad, en-dro dezhañ Pêr Denez ha Ronan Huon e-touez ar re yaouankañ er strollad, hogen ivez Maodez Glanndour, Ivona Martin ha Pêr Le Moine.

Abeozen a skrivas e 1957 : "Daoust d'ar vuhez tenn n'en deus ket diskroget Youenn Olier eus e labour breizhek". Hag eñ dilabour hag o spiañ bezañ gopret gant ar Bleun-Brug, o vezañ ma oa kristen da gentañ penn, ne voe ket asantet d'e c'houlenn gant Visant Seite[8].

E 1962 e voe unan eus diazezerien SADED (Strollad An Deskadurezh Eil Derez). Unan eus e labourioù heverkañ er framm-se a voe moarvat e gentelioù war al lennegezh. Goude-se, e 1966, e kemeras perzh er gelaouenn Emsav (Rener kentañ ar gelaouenn bolitikel-se e voe).

Pezh a c'heller lakaat diarvar avat diwar-benn ar prantad-se eus e vuhez eo ar pezh a zisklerias : o sevel SADED hag ESB e kave dezhañ e c'helle chom feal d'e feiz kristen don, dre ma kave dezhañ e oa kristenion wirion an darn vrasañ eus e geneiled er stourmadenn-se. Gwall hejet e oa bet gant e zipitadenn ha gant e gleñved ivez. En em reiñ a reas neuze, da vat ha muioc'h-mui d'e c'halvadenn a skrivagner hag a brederour.

E 1969 e savas Emsav ar Bobl Vrezhon hag Imbourc'h (kelaouenn), kelaouenn bolitikel ar strollad-se.

Neuze e kemmas trumm doare Imbourc'h goude un em-zezrann a lakaas anezhañ da stadañ ne c'helle ket lakaat pelloc'h a gostez e breder kristen war zigarez bezañ deuet mat d'an holl. Kement-se, evel-just, a zo stag ouzh darvoudoù miz Mae 1968 e Pariz, anat eo. Adalek neuze eta e stagas Imbourc'h ouzh Kristenion Breizh hag e vihanaas stumm e gelaouenn (A5). E-pad 20 vloaz e kemeras perzh bras neuze e bodadegoù miziek Kristenion Breizh e presbitalioù Breizh. E-kerzh ar bodadegoù-se e vroude an izili (Paol Kalvez, Marsel Blanchard, Gwilherm Dubourg, Ivona Martin, Youenn Souffez-Despré, Maoris Ar C'hollo, Youenn Troal a yae d'ober an izili pennañ) da skrivañ en e gelaouenn.

Levrlennadur

kemmañ

Oberenn skridvarnouriezh

kemmañ

RR Ra lennor ar pezh a skriv Abeozen diwar e benn ken abred ha 1957 (Istor al lennegezh vrezhonek en Amzer-vremañ, e ti AL LIAMM, p. 208-210).

Roll levrennoù e zeizlevr

kemmañ

Kregiñ a ra e ti Gevret e 1959 ha chomet eo diembann etre 1967 ha 2005. Setu aze an embannadurioù e ti Imbourc'h :


Levrioù all

kemmañ
 
Embannadur 2013 "Poanioù-spered an tad Gwazdoue" Youenn Olier gant Imbourc'h

*E ti Gevred

  • Deizlevr brezel 1939-1944 ;
  • Poanioù-Spered an Tad Gwazdoue (Romant);
  • An Deiz-ha-Bloaz 1964 (danevelloù) ;
  • Enez Ar Vertuz (Embannadur roneoskrivet e teir levrenn 1965-66)

*E ti Al Liamm :

  • An Deiz-ha-bloaz (eil embannadur : 1975) ;
  • Ar Fest-Noz (danevelloù) ;
  • E Penn an Hent (romant)

*e ti Imbourc'h :

  • Istor hol lennegezh : Skol Walarn (tri embannadur, div levrenn) ;
  • Istor an Emsav (3 levrenn) ;
  • Istor Kembre ;
  • Porzh an Ifern (Romant) ;
  • An Diskoulm Diwezhel (Reuzc'hoari) ;
  • Kelc'h an Amzer (Dastumad barzhonegoù)

*E ti Preder :

  • Istor an Emsav sevenadurel abaoe ar Brezel-bed kentañ, 1960 ;
  • Tonkad 62, 1962.

Troidigezhioù graet gantañ :

Oberennoù all :

  • Geriadur Arnevez (Galleg-Brezhoneg) ;
  • Geriadur ar brezhoneg arnevez (Brezhoneg-galleg) ;
  • Lexique complémentaire, Brezhoneg-galleg ha galleg-brezhoneg (2 levrenn, a-gevret gant Jil Ewan ha Marc'h-Kleur) ;
  • Kenskriverezh R. Ar Pradig gant Meven Mordiern ;
  • Barzhonegoù Owen, diwar ar c'hembraeg ;
  • Meur a studiadenn war saviad ar broioù keltiek, ha pergen war ar c'herneveg ;
  • Meur a oberenn wenedek aozet e brezhoneg unvan, en o zouez "Enez Ar Vertuz" an Tad Marion ;
  • Notennoù Politikel, bep miz war Imbourc'h ha Kannadig Imbourc'h

Pennadoù all, niverus, a zo bet embannet gant kelaouennoù an Emsav : Al Liamm, Barr-Heol, Emsav, Preder, hag all.

Studiadennoù a-zivout Youenn Olier

kemmañ
  • Ivona Martin, Porzh an Ifern, Al Liamm, Nnn 216, 1984.
  • Fañch Morvannou, Imbourc'h, kelaouenn a studi, Pobl Vreizh, Nnn 140, 1982.
  • Yann-Ber Piriou, E penn an hent : romant gant Youenn Olier, Al Liamm, Nnn 102, 1964.

Ereoù diabarzh

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Bered Kistreberzh, karrez 2C, eil renk, bez kentañ
  2. Gw. Eñvorennoù III, 1968, pajennoù 6-7
  3. Gw. Eñvorennoù IV-V, 1968, pajennoù 26 ha 29
  4. Ur bloavezh e Kembre (1991)
  5. Gw. Distro e Roazhon 1955, 1997, pajenn 101
  6. Abeozen 1957, p. 209
  7. Gw. Al Liamm, niverennoù 12 - 13
  8. 8,0 ha8,1 Gw. Deizlevr
  9. Gw. Kinnig 'Poanioù-spered an tad Gwazdoue' war lec'hienn Emglev an Tiegezhioù
  10. Gw; Yann-Ber Piriou, 1964, 102, p. 65
  11. Gw. Lennegezh ar brezhoneg en ugentvet kantved, levrenn III, Frañsez Favereau