Emglev An Tiegezhioù

Emglev An Tiegezhioù a zo un aozadur savet e 1947 gant Alan Louarn ha Yann Kerlann e Yerres. Youenn Olier ha Paol Kalvez a zo bet izili oberiant diouzhtu. Sikour an tiegezhioù brezhonek da dreuzkas ar yezh eo pal an ensavadur-se. E-tro 1970 e oa bet diskleriet ar gevredigezh e prefeti an Naoned.

Betek war-dro 60 familh a voe d'ar poent-hont, a-raok savidigezh ar skolioù Diwan. Anv a gaver eus ar gevredigezh er gelaouenn Al Liamm (an notennoù) hag e Wanig ha Wenig.

Adalek 1954 e voe kaset en-dro gant Youenn Souffez-Despré, hervez Youenn Olier (Imbourc'h niv. 340, p. 12) hag adalek 1998 e voe resisaet er statudoù identelezh katolik ar gevredigezh, daoust ma oa katolik a spered abaoe ar penn kentañ ; an holl ne oant ket katoliked, evel Kerlann, met un aergelc'h kristen a rene. Evit ar bodadegoù da skouer e veze bepred un Oferenn.

Abaoe, daoust ma'z embann "mennout bezañ un emsav" ez eo dreist-holl evit poent kevredigezh-merañ embannadurioù Imbourc'h, hag ez embann bep daou viz ur gelaouenn a c'heller lenn ivez en-linenn, Kannadig Imbourc'h, e-lec'h e klask hec'h aozerion "kas en-dro ur preder brezhon ha kristen e brezhoneg". E liamm emañ gant Breuriezh "Kristenion Breizh" pergen evit troidigezh "Liderezh an eurioù" hag "Ar Bibl Santel" hag e klask sikour ar gristenion vrezhonegerion da genlabourat "war bep tachenn" : da sevel o ziegezh, da ren o buhez kefredel hag ar stourmoù e brezhoneg.

Disklêriañ a ra ar gevredigezh vrezhonek-se bezañ "broadelour" ha "katolik", e linenn istorel "Gwalarn" Roparz Hemon diouzh un tu, ha "Feiz ha Breiz" Yann-Vari Perrot diouzh un tu all.

Prezidant ar gevredigezh-se zo Tepod Gwilhmod abaoe 2002. Skrivet e vez pennadoù ingal gant Yann Mikael, Youenn Troal ha Yann Talbot enni.

Liamm diavaez

kemmañ