Alan Louarn, pe c'hoazh Alain Le Louarn, Alan al Louarn, (1918-1993), a oa ur broadelour breizhat.

Buhez Aozañ


Mab e oa d'ur skolaer laik. Pa oa lisead e Lise Kemper, e 1932, e kompren ez eo breizhat da-heul gwalldaolioù an aozadur Gwenn-ha-Du, hag eus an deiz d'egile en em ro d'ar vamm-vro difennet [1]

Harluet goude an Eil Brezel-bed ez eas da chom e-kichen Pariz e Yerres. Eno e labouras evit an abad Gautier ha Mision Breizh e Pariz.

Dimezet e oa gant Noela Olier, c'hoar da Youenn Olier, Noëlle Ollivier hec'h anv ofisiel, bet sekretourez Roparz Hemon e-pad an dalc'herezh. Dek bugel o deus bet, en o zouez Lena Louarn, Tangi Louarn ha Malo Louarn. Kelenner e oa a-raok an Eil Brezel-bed.

Daveoù Aozañ

  1. Yann Bouëssel du Bourg, Al Liamm, 1994
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.