Yann Bouëssel du Bourg
Yann Bouessel du Bourg, pe c'hoazh Jean Marie Bouessel du Bourg, a oa ur broadelour breizhat (1924-1996).
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv ganedigezh | Jean-Marie Bouëssel du Bourg |
Anv-bihan | Yann |
Anv-familh | Bouëssel, du Bourg |
Lesanv | Herve Lanndiern |
Deiziad ganedigezh | 4 Kzu 1924 |
Lec'h ganedigezh | 9th arrondissement of Paris |
Deiziad ar marv | 24 Mae 1996 |
Lec'h ar marv | Nant-Izeg |
Bugel | Malo Bouëssel du Bourg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, brezhoneg |
Micher | politiker |
Bet war ar studi e | Skol-veur Breizh-Uhel |
Diplom skol-veur | doktorelezh |
Rener tezenn | Pêr Denez |
Bet studier da | Pêr Denez |
Strollad politikel | Strollad Broadel Breizh (1931-1944) |
Contributed to creative work | Al Liamm, Hor Yezh, Imbourc'h (kelaouenn) |
Ezel eus | Bezen Perrot |
Ganet eo e Pariz. E familh a zo a orin eus Bilieg e-kichen Felger.
Dont a ra da vezañ stourmer broadelour breizhat ha federalour europat adalek e yaouankiz hag e chomo gant ar mennozhioù-se betek e varv. Stourm a ra e Strollad Broadel Breizh. Harzet e voe Yann Bouëssel du Bourg gant an Alamaned e-pad nozvezh ar 27 a viz Gwengolo 1941, a-gevret gant ur stourmer all eus SBB, Arsène Gefflot, merour L'Heure Bretonne, pa oant o lakaat traktoù. Testenn an traktoù-se bet embannet gant Strollad Broadel Breizh a oa : "Ni anglais, ni français, ni allemand, breton seulement".
Yann Bouëssel du Bourg en deus soñjet mont er Bezen Perrot met ne 'z eas ket en abeg d'e vennozhioù kristen hag a oa kontrol da baganiezh Lainé.
Stourmer breizhat
kemmañ
Skrivet en doa kantadoù a bennadoù er c'helaouennoù breizhek etre 1970 ha 1990, dreist-holl diwar-benn istor Breizh. Tost e oa da Langleiz, e amezeg hag e vignon. Kenlabourat a ra gant kengevread Kendalc'h, Skouted Bleimor, hag ar c'helaouennoù Imbourc'h hag Al Liamm.
Embannadurioù
kemmañ- Dreist ar Gorventenn, danevell e yaouankiz ha pergen e-pad ar brezel, e ti Imbourc'h
- Xavier de Langlais peintre écrivain illustrateur breton, Encyclopédie Bretonne N°2 1977,
- La littérature bretonne, gant Yann Brekilien, Les Éditions d'organisation, Pariz, 1982.
- "Saint-Aubin du Cormier, Sentinelle de la Bretagne"
- roll e bennadoù er gelaouenn Imbourc'h : niv. 320 Here 1996 p. 59-67.