Digeriñ al lañser pennañ

Bezen Perrot
Bezen Perrot
Banniel ar Bezen Perrot, ar Groaz-du
Padelezh 1943-1945
Bro Flag of Brittany (Gwenn ha du).svg Breizh
Sujidigezh Flag of Brittany (Gwenn ha du).svg Strollad Broadel Breizh

ha goude-se
Flag of Germany (1935–1945).svg Trede Reich

Skourr Flag of the Schutzstaffel.svg Waffen-SS ha Stander Chef der SiPo und SD 1942.svgSipo-Sd
Anvioù all Der bretonische Waffenverband der SS

Perrot Gruppe
Die bretonische SS

Izili Tro 80
Doare Troadegiezh

Enep paotred ar strouezheg

Gwarnizon Kastell ar Roc'haned e Pondi

Maner Ker-Riou e Gouezeg
Kazarn ar C'holombier e Roazhon

Brezel Eil Brezel-bed
Penn Célestin Lainé

Ar Bezen Perrot pe Der bretonische Waffenverband der SS, lesanvet Perrot Gruppe pe Die bretonische SS, a oa un unvez-soudard alaman en Eil brezel-bed, Breizhiz enni o stourm, bet diazezet ez-ofisiel d'an 11 a viz Du 1943 da-geñver sinadur ur c'hendivizad etre Célestin Lainé hag ar c'horonal Hartmut Pulmer da grouiñ ar Bretonische Waffenverband der Sicherheitsdienst.

Erlerc'hiañ a reas ouzh al Lu Brezhon hag ar Gadervenn, strolladoù-stourm broadelour breton anezho.

Krouidigezh ar Bezen PerrotAozañ

Célestin Lainé ha Marsel Guieysse a zo enaouerien ar Bezenn Perrot. Graet e veze Bezen Kadoudal, Strollad Breton o vrezeliañ a-enep ar Frañs ("Compagnie Bretonne en guerre contre la France"), eus ar strollad-mañ betek drouklazh Yann-Vari Perrot e Skrigneg d'an 12 a viz Kerzu 1943 : da vare e obidoù, d'ar 15 a viz Kerzu, e oa bet divizet gant an 33 ezel eus an unvez kemmañ hec'h anv da Vezen Perrot kement hag enoriñ koun ar beleg.

Un hanter nemetken eus izili ar Gadervenn (dek den) a heulias Célestin Lainé er Bezen Perrot, o vont gant hent ar c'henlabour soudardel gant an Trede Reich.

Dindan unwisk al lu alaman e oa soudarded ar Bezenn Perrot dre urzh an Alamaned hag a gare chom hep krouiñ kudennoù gant gouarnamant Vichy. Hervez an Alamaned e oa pal ar strollad kaout Ur strollad stourm breton, da vezañ implijet e Breizh asambles gant an nerzhioù alaman, a-enep hevelep enebourien Breizh hag Alamagn .[1]

 
Un niverenn eus Breiz Atao e 1944, oc'h ober brud evit ar Bezen Perrot dre ur pennad gant Frañsez Debauvais.

Brezel ar Bezen PerrotAozañ

Hini ar spont dindan urzhioù ar Sipo-SD e voe brezel ar Bezen Perrot. Stourm a reas taer soudarded ar Bezen Perrot a-benn frikañ makizoù paotred ar strouezheg. Ouzhpenn-se e voent gwarded da di ar Gestapo e Roazhon. Jahinet e voe lod prizonidi ar Rezistañs ganto betek o lazhañ, lod all a voe lazhet diouzhtu.

 
Poltred ar rezistant Albert Torquéau, jahinet ha fuzuilhet gant izili eus ar Bezen Perrot hag ar Milice d'ar 16 a viz Gouhere 1944 e Plougonveur gant 6 den all.

Er bloavezh 1944 e voent staliet e Roazhon e Kazarn ar C'holombier ; adal ar mare-se e grogjont da emgannañ a-enep ar makizoù.

 
Kartenn obererezhioù ar Bezen Perrot gant Kristian Hamon

Dibenn ar Bezen PerrotAozañ

Pa voe anat d'an holl izili e oa an Amerikaned o vont da vezañ trec'h e Breizh e savas ar soñj gant lod ha gant Olier Mordrel dreist-holl da adober un taol-dreist doare Emsavadeg Pask (Iwerzhoneg : Éirí Amach na Cásca) da Lun Fask 1916 gant ar vroadelourien iwerzhonat a-enep soudarded Bro-Saoz : kemer ur savadur e Roazhon ha gortoz bezañ friket gant an arme amerikan pe gant paotred ar strouezheg.

Siwazh evit ar re-se, Célestin Lainé a grede c'hoazh e vije trec'h an Alamaned en Eil brezel-bed, ha gant e holl nerzh e teuas a-benn da lakaat an taol da c'hwitañ.
Hervezañ, da betra e oa ar gounid o welet gwellañ stourmerien ar vroadelouriezh vrezhon o vont da get pa vefe an trec'h gant Alamagn hag e armoù souezhus un nebeud mizvezhioù war-lerc'h ?

Goude ar BrezelAozañ

Darn eus soudarded ar Bezen Perrot a dec'has da Iwerzhon gant sikour obererezh falspaperioù Yann Fouéré. Ar re a voe tapet a voe barnet e lez-varn Roazhon, hag adal ar 1añ a viz C'hwevrer 1951 e Lez-varn dibaouez ar nerzhioù milourel e Pariz.

Tro-spered ar Bezen PerrotAozañ

  • A-du-krenn gant an Europa Nevez ha kenlabourat gant an Alamaned betek penn.
  • A-enep-krenn ar Rezistañs e Breizh, gwelet evel harperien Frañs.
  • Evit frankiz Breizh
  • Evit un Europa kevredadel

Aozadur ar Bezen PerrotAozañ

PennoùAozañ

Penn kentañ Dibenn Derez-karg Anv
Gwengolo 1943 Du 1945 Hauptsturmführer Sicherheitsdienst (S.D.) Hans Grimm

IziliAozañ

Listenn izili ar Bezen Perrot[2][3]

Da gentañ e vez roet ar renk, goude-se an anv gwirion ha da c'houde al lesanv. Diaes eo kaout ditouroù resis a-zivout soudarded ar Bezen Perrot dre ma veze implijet meur a lesanv ganto ha dre zistruj pe goll un toullad paperioù e fin an Eil Brezel-bed.

Bro Penn kentañ Dibenn Derez-karg Anv Barn
1943 1945 Untersturmführer Célestin Lainé "Neven Hénaff" Ganet e 1908 e kêr Naoned. Penn meur ha kentañ hini ar strollad stourm. Kondaonet d'ar marv, repuet en Iwerzhon (Dulenn)
  1943 1945 Sturmscharführer Ange Péresse "Ael", "Cokal" Ganet e 1910. Heuliañ a ra e vuhez pad, adal ma gej gantañ, Célestain Lainé etrezek hent dieubiñ Breizh dre ar feulster. Harper meur Lainé ha feal betek penn.Brudet evit bezañ taer en emgannoù dreist-holl a-enep ar gomunisted. Kondaonet d'ar marv, repuet en Alamagn (München)
  1945 Untersturmführer Wild Elzasian – 2vet penn ar strollad stourm.
  1943 1945 Hauptsturmführer Hans Grimm "Lecomte " Elzasian. Penn anv. A vezo harzet bodet gant lod all eus ar Gestapo gant an Amerikaned.
  1945 Oberscharführer Erich Froeboese Alaman a orin.
  1943 1945 Oberscharführer Goulven Jacq "Maout" alaman. Goude ar brezel en doa kavet repu e Spagn, e kamp Miranda de Ebro. war-lerc'h e oa aet da chom da Vrazil hag e São Paulo e oa chomet e-pad 8 |vloaz. Distreiñ a raio da Vreizh ha mervel e Kiberen.
  1943 1945 Oberscharführer Alan Heusaff "Rouat", "Professeur" alaman. Brezhoneger, a n'em gavo asambles gant Yann Bourc'hiz da skolaer e Kemper a-raok emezeliñ er Bezen Perrot. Kondaonet d'ar marv goude ar |brezel. Repuet en Iwerzhon. Aet da anaon e 1999.
  1945 SS-Mann Marcel Bibe "Targaz" Ezel yaouankañ ar Bezen Perrot. Enoret gant badj pe bazhedenn ar re gloazhet gant al lu alaman. Kondaonet d'an toull-bac'h d'ar 17 a viz Gouere 1945.
  1945 Oberscharführer Léon Jasson Gouez Eus Baod Penn kentañ bagad ar Bezen Perrot. Kondaonet d'ar marv. Fuzuilhet d'ar 17 a viz Gouere 1946 d'an oad a 24 vloaz.[4]
  1945 SS-Mann Geoffroy-Fernand "Ferrand" Ur gov genidik a Peurid-ar-Roc'h - Kondaonet d'ar marv ha fuzuilhet evel Léon Jasson e miz Gouere 1946 d'an oad a 25 vloaz. [5]
  SS-Muzikmeister Polig Guirec Studier war ar Gwir ha soner Binioù bras. C'hoari a rae sonerezh ar Bezen Perrot.
  1945 SS-Mann Jean Larnicol Gonidec Eus Plobanaleg ha Trefiagat. Marvet gant Stern.
  SS-Mann Jean Chanteau Mabinog Arbenikaet war an titouriñ.
  1945 SS-Mann Lezet Eus Sant-Malou
  6 a viz Even 1944 1945 SS-Mann Yves Le Négaret Bet ezel en LVF eus Even 1943 betek miz Mae 1944, ezel ar Bezen Perrot adal ar 6 a viz Even 1944
  1945 SS-Mann Louis Feutren Ar Mestr Ganet d'ar 26/4/1922 e Pleuvihan. Studier war ar Gwir e Roazhon. A gavo repu goude ar brezel da gentañ e bro Gembre goude-se en Iwerzhon lerc'h |ma teuio da vezañ kelenner ha ma timezo. Aet da anaon e 2009.
  1945 SS-Mann Youenn Le Noac'h Ruzik
  SS-Mann Yann Bourc'hiz Guével Jean Bourhis e anv gwirion, lesanvet Guével. Genidik a Pluguen e 1920. Bet e oa bet skolaer e Kemper gant Alan Heussaf. Brezhoneger. Penn ar strollad stourm Dahut. Anavezet evit bezañ feuls taer. Kondaonet d'ar marv e fin ar brezel.
  1945 SS-Mann René Guyomarc'h
  1945 SS-Mann Yann Guyomarc'h Pipot Genidik eus Gwengamp. Breur René Guyomarc'h. Aet da repui e Cork goude ar Brezel. A sevenas al liammañ etre kêrioù Cork ha Gwengamp.
  1945 SS-Mann Alphonse Le Boulc'h
  1945 SS-Mann Auguste Le Deuff Verdier Kentañ lazhet e miz Mae 1944. Marvet dre obererezh ur paotr ar strouezheg a guzhas ur bistolenn en e bered pa voe harzet. Beziet hag enoret e vezo gant al lu alaman. War e bez e vezo enskrivet soudard alaman.
  1945 SS-Mann Yann Laizet (pe Le Nezet) Stern Eus Sant-Malou. Marvet e 1944 e-pad un emgann gant paotred ar strouezheg.
  1945 SS-Mann Yann Louarn Le Du Eus Gwengamp . Drouklazhet gant paotred ar strouezheg ur wech harzet e vezo kaset en ur c'hoad ha lazhet. Stlapet e vezo e gorf en ur mengleuz.
  1945 SS-Mann Job Hirgair Ivarc'h eus Branderion . Marvet en Alamagn e-kerzh bombezadeg ur chareadenn tren. Hini diwezhañ ar Bezen Perrot marvet e-pad un emgann.
  1945 SS-Mann Joseph Le Berre Kernel Stern lesanvet Kernel ha goude-se o adkemer al lesanv Stern goude marv Yann Lezet. Marvet e Pariz o tagañ ur c'hreñvlec'h alaman, goude bezañ emezellet en FFI
  1945 SS-Mann Gervenou Docteur
  1945 SS-Mann Chevillote Bleiz Mab Olier Chevillote Penn-kanton evit ar Strollad broadel Breizh. Eus Gwengamp . Drouklazhet gant paotred ar strouezheg ur wech harzet e vezo kaset en ur c'hoad ha lazhet. Stlapet e vezo e gorf en ur mengleuz.
  1945 SS-Mann Ange Luec Forster Anavezet evit bezañ kriz taer gant ar brizonidi.[6]
  1945 SS-Mann Gaston Foix Eskob, L’Évêque Genidik a Rochefort-en-Terre (Morbihan). Anavezet evit bezañ jahinet prizonidi.[7]
  1945 SS-Mann Xavier Théophile Mordelet le Mousse genidik ar Mans (1927). Studier, 17 bloaz pa emezelas er Bezen Perrot. Ne zougas biken an unwisk ha ne dennas ket un tenn fuzuilh.
  1945 SS-Mann Jacques Malrieu Héric
  1945 SS-Mann Christian-Joseph Guyonvarc'h Cadoudal Emezelet da 18 vloaz. Kondaonet da 10 bloaz labour-ret. Dieubet e 1946.

Unwisk ar Bezen PerrotAozañ

Gant un doare ofisiel a-berzh an Alamaned e oa aotreet soudarded ar Bezen Perrot da gaout ur skoedig kroaz-du a-benn breizhekaat o dilhad soudard. War ar poltriji, ral a gaver anezho, ne weler ket ar skoedig.
Pa'z aent da dagañ ar makizoù e blije dezho kaout banniel ar groaz-du hag ar gwenn-ha-du ganto.

Tro-dro d'ar Bezen PerrotAozañ

Ken troet e oa soudarded ar Bezen Perrot a-enep ar C'hallaoued ha neuze dre o sell a-enep paotred ar strouezheg ma sikourent ofiserien ar Gevredidi hag a oa trapet er makizoù da dec'hel diouzh an Alamaned. Ar Major J.D Mac Leod eus an USAF a voe harzet ganto goude ma vije distrujet ur c'hamp paotred ar strouezheg.
Sikouret e voe da dec'hel etrezek harzoù Frañs gant Spagn gant tud ar Bezen Perrot. Siwazh dezhañ, pa glaskas prouiñ kement-mañ goude ar brezel e vankas prouennoù eus e lavar ha ne voe ket dalc'het e kont e barnadenn ar Bezen Perrot.[8]

Adkemer er sevenadurAozañ

LevrennadurAozañ

  • Gregory Bouysse, Légion des Volontaires Français, Bezen Perrot & Brigade Nord-Africaine, Lulu.com, 2012
  • Philippe Aziz, Histoire secrète de la gestapo française en Bretagne, 2 tamm, Geneva, Embannadur Famot, 1975.
  • Kristian Hamon, Les nationalistes Bretons sous l’occupation, Fouenant, Yoran Embanner, 2004, (ISBN 2-9521446-1-3)
  • Kristian Hamon, Le Bezen Perrot : 1944, des nationalistes bretons sous l'uniforme allemand, Fouenant, Yoran Embanner, 2004, (ISBN 2-914855-19-2)
  • Ronan Caerleon, Au village des condamnés à mort, Embannadur Brittia, dastumadenn L'Histoire contemporaine revue et corrigée, 9 a viz Gwengolo 1970, (ISBN 2710318326)
  • Ronan Caerleon, Le rêve fou des soldats de Breiz Atao, Embannadur Nature et Bretagne, 1974 (ISBN: 9782847220056)
  • Le combat des obscurs : Héroïsme de la Résistance Auboise gant Roger Gallery (715 pajenn), 3/01/1996, (ISBN 10 2911816153)
  • Pierre-Philippe Lambert, Gérard Le Marec: Les Français sous le casque allemand. Embannadur Grancher, Pariz 2009, (ISBN 978-2-7339-1098-6)
  • L'hermine et la croix gammée : Le mouvement breton et la collaboration gant Georges Cadiou, Embannadur Apogée nevesaet 5 a viz Gwengolo 2006 (ISBN-10: 2843982391)
  • Archives Secrètes de Bretagne 1940-1944 Gant Henri Freville, embannadur Ouest France, dastumadenn Histoire, 8 a viz Ebrel 2008 (ISBN-10: 2737344530)
  • Ina Schmidt: Der Herr des Feuers. Friedrich Hielscher und sein Kreis zwischen Heidentum, neuem Nationalismus und Widerstand gegen den Nationalsozialismus. SH-Verlag, Köln 2004, (ISBN 3-89498-135-0) (Zugleich: Hamburg, Skol-veur Hamburg. für Wirtschaft und Politik, tezenn, 2002).
  • Clandestins de l'Iroise: récits d'histoire. 1940 - 1944, Levrenn 5, gant René Pichavant, Embannadur Morgane (574 pajenn), 1993 ( ISBN 290437406X)
  • Lionel Henry, Dictionnaire biographique du mouvement breton, Yorann embanner (432 pajenn), miz Du 2013 ( ISBN 978-2-916579-59-7)

Adkemer er sevenadurAozañ

Liamm diavaezAozañ

Pennadoù karAozañ

Notennoù ha daveennoùAozañ