Peurid-ar-Roc'h
Peurid-ar-Roc'h | ||
---|---|---|
An iliz-parrez | ||
Anv gallek (ofisiel) | Pommerit-Jaudy | |
Bro istorel | Bro-Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Lannuon | |
Kanton | ar Roc'h-Derrien (betek 2015) Landreger (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 22247 | |
Kod post | 22450 | |
Maer Amzer gefridi | André Le Moal 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Treger-Goueloù | |
Lec'hienn web | http://www.mairie-pommerit-jaudy.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 264 ann. (2016)[1] | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 75 m bihanañ 2 m — brasañ 94 m | |
Gorread | 20,37 km² | |
kemmañ ![]() |
Peurid-ar-Roc'h a oa ur gumun e Treger, e Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor.
DouaroniezhAozañ
Peurid-ar-Roc'h eman war lez reter ar stêr Yeodi.
AnvAozañ
Stummoù kozh skrivet :
- Pumurut (1160), Pernerit Gyendi / Pomerit Jeudi (1330), Pemerit Jeudi / Pemerit Yeudi (1444), Pomerit Jaudi (1451), Poumeri Eude (1516), Poemerit Jaudy (1592), Pumerie (1630), Pleumeurit-Jaudy (1636), Pomerit-Jaudy (1709), Pommerit-Jaudy (1731).
ArdamezioùAozañ
IstorAozañ
HenamzerAozañ
D'ar c'houlz gallo-roman e oa diazezet Pommeratum war an uhel a-us d'ar rinier Yeodi, tost d'an hent galian-ha-roman eus Gwengamp da Blougouskant. Al lec'h kentañ en em gav e Kersaliou (< sal-, talvezout ul lec'h diskuizh, un eskemm, war an hentoù galian-ha-roman).
KrennamzerAozañ
Ul lodenn diouzh Peurid a zo bet distaget e penn kentañ an XIvet kantved, d'ar c'houlz ma oa bet savet ur c'hastell er Roc'h (Rocca), Kêr ar Roc'h, evit Derien, e anv bet chomet stag ouzh hini ar gumun.
XXvet kantvedAozañ
- 75 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,93 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
- Strouezheg Koad-Nevenez FTP-FFI a zo taget ha dismantret gant an Alamaned d'an 19 a viz Gouere 1944.
- Mervel a reas pevarzek den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
- Trevadennoù
- Brezel Aljeria: ur milour a varvas.
XXIvet kantvedAozañ
- Kendeuzet e oa bet gant teir c'humun all d'ar 1añ a viz Genver 2019 d'ober ur gumun nevez : Roc'h-ar-Yeodi[3].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Pont-Rod, roudour war an hent galian-ha-roman a dreuz ar rinier Yeodi
- Maner Koad-Nevenez (XVIvet kantved)
- Kastell Kervezen (1633)
- Kastell ha Skol labour-douar Penn-ar-C'hoad
- Maner Pradledan
- Maner Roc'humelen
- Maner Kervengi (XVIIIvet kantved)
- Kouldri Keriku(ñ)
- Maner ar Gozhkêr (XVIIIvet)
- Iliz Sant-Pêr (1742)
- Chapel Santez-Anna, e Kervezen (1638)
- Chapel Sant-Anton (XVIIIvet)
- Chapel Folgoad-Devet (XVIIIvet)
- Chapel ar Gozhkêr, e-kichen Pont-Rod
- Chapel Sant-Toel (XVIvet – XVIIIvet), e kichenn Kerrod
- Kroaz ar Gakouzien
TudAozañ
- Tud bet ganet eno
- Azoù ar Genkiz, gwreg Helouri, aotrou Kervarzhin, er Vinic'hi-Landreger, mamm da sant Erwan Elouri a Gervarzhin.
- Ujen ar Rouz (Evnig Penn ar C'hoad), saver kanaouennoù ha pezhioù-c'hoari, 1892.
- Tud bet marvet eno
- Charlez-Loeiz ar Rouz Penn-ar-C'hoad : penn republikan, komiser ar C'huzul-ren, bet drouklazet e Penn-ar-C'hoad d'an 30 a viz Mae 1796.
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

Ya d'ar brezhonegAozañ
D'ar 5 a viz Kerzu 2016 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
RimadellAozañ
- Mellenn aval, lavar din
- E petore bro e timezin :
- Pe e Peurit pe e Rom,
- Pe er gêr e-ti ma mamm,
- Pe e Peurit pe e Prat,
- Pe er gêr e-ti ma zad ?
Dastumet gant Jules Gros, Le Trésor du Breton parlé, 3/385.
LevrlennadurAozañ
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil général des Côtes-d'Armor. 1990.