Un ti-embann brezhonek ha gallek eo Yoran Embanner savet e 2001 gant Yoran Delacour e Fouenant pa'z eas kuit eus Coop Breizh. Alan Le Cloarec a gemeras e blas e 2022 goude ma'z eas war e leve hag e voe treuzkaset an embregerezh dezhañ e C'hwevrer 2023. Reteradur an embann a ya war zu broudañ ar pobloù bihan hag ar yezhoù minoraelet da vezañ muioc’h anavezet dre embann geriadurioù-godell ha levrioù istorel o sav-boentoù divoas.

Yoran Embanner
ti-embann
Tachenn obererezhioùembann levrioù Kemmañ
Deiziad krouiñ2003 Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Furm lezennellimited liability company (with no further details) Kemmañ
Sez sokialFouenant Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.yoran-embanner.com/ Kemmañ

Renerezh Yoran Delacour

kemmañ

Pa voe skarzhet Yoran Delacour (lesanv Philippe Delacour dibabet gantañ), eus renerezh an embann e Coop Breizh e 2002[1] e tivizas kenderc'hel gant en embannerezh war an temoù a blije dezhañ, Breizh hag ar broioù minoraelet. Staliañ a reas sez ar gevredigezh dre gevrannoù, Yoran Embanner, en e di, e Fouenant hag e lakaas e wreg hag e zaou vab, Gwendal ha Ronan, da harpañ anezhañ evit al labour melestradurel. Hag eñ ganet e Pikardi ha desavet e Sant-Nazer, en doa desket brezhoneg.
E-pad 20 vloaz e lakaas an ti-embann da vezañ unan a embanne un toullad levrioù, darn anezho geriadurioù ha den n’en doa soñjet o embann hag un darn all, levrioù istorel merket warno e voent bet savet diouzh savboent ar bobl annezer. Ne gredas ket mont war dachenn al lennegezh vrezhonek evit chom hep ober kevezerezh d’an embannerien vrezhonek all.

Renerezh Alan Le Cloarec

kemmañ

E 2022 ec’h embannas Yoran Delacour e tileze al labour emban evit treuzkas an ti-embann da Alan Le Cloarec, un den yaouank anevezet evit e engouestladur evit an Emsav. Enrollet e voe an treuzkas e C’hwevrer 2024[2]

 
Golo ur geriadur walloneg-galleg / galeg-walloneg

Kregiñ a reas Yoran Embanner gant embann geriadurioùigoù godell (divyezhek ha pep yezh troet en div lodenn) ar yezhoù nebeut anavezet ha n'eus ket kalz a vez embannet erfin. Ur hanterkantad a zo bet embannet.

Daou seurt geriadurig a vez kinniget.

  • Ar geriadurioùigoù-chakod (pe : geriadurioùigoù) : enderc'hel a reont 8 000-9 500 ger war 480 pajenn ha 4,6 cm × 6,4 cm eo o ment.
  • Ar geriadurioùigoù (en ur c'hodell e c'hellont mont memestra) : enderc'hel a reont 8 000-9 500 ger war 260 pajenn hag 8,5 cm × 12 cm eo o ment.
Evit ar brezhoneg
Evit ar yezhoù minoraelet all (listenn diglok)

Levrioù politikel hag istorel

kemmañ

Ur reteradur politikel zo bet roet d'ar politikerezh-embann gant Yoran Delacour, ha gwelout a reer e dech da bourvez anaoudegezhioù hag arguzennoù da zifennerien ar pobloù minoraelet. Ur savboent dibar ha n'eo ket hini mistri ar Stad ma 'z int endalc'het zo gant pennoù ar pobloù hep Stad. Meur a levr a zo e ditl "Le point de vue de..." ("savboent " + anv ar bobl).

Levrioù politikel rik a zo ivez diwar-benn ar stourmoù e Breizh (FLB, UDB, ekologourien, geriadur buhezskridoù tud an Emsav...) ha, n'eus ket pell, levrioù diwar-benn damkanioù politikel evit skoriñ an Emsav vrezhon (levrioù Alan Le Cloarec).

Levrioù brezhonek

kemmañ

Levrioù gallek

kemmañ
  • Lionel Henry ; Lagadec, Annick. FLB-ARB : l'histoire 1966-2005.
  • Étienne Gasche, Alain Barbetorte. 2006
  • Hendrik Conscience, Le Lion des Flandres.ISBN:978-2-914855-44-3 - Romant
  • Christophe Carichon, Scouts et guides en Bretagne
  • Philippe Bonnet, Deux siècles de bière en Bretagne (Daou gantved a vreserezh e Breizh). 2007.ISBN: [2-916579-08-5–25]
  • Roger Faligot, Les mystères d'Irlande (Kevrinoù Iwerzhon). 2007
  • Jean-Jacques Monnier, Résistance et conscience bretonne 1940-1945, l'hermine contre la croix gammée (Harzherezh hag emskiant brezhon : an erminig a-enep ar groas gamm). 2007
  • Yves Mervin, Arthur et David : Bretons et Juifs sous l'Occupation, Fouenant, Yoran Embanner, 2011.
  • Philippe Jouët, Dictionnaire de Mythologie et de religion celtique, Embannadur adwelet ha kresket.
  • Yvon Ollivier, Chroniques d'un peuple oublié, 2021
  • Louis Mélennec, Anne de Bretagne : invasion et annexion, 2024.

Liammoù diavaez

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. (fr) Yoran Delacour, éditeur et agitateur d'idées, Ouest-France, 24/06/2019.
  2. Bulletin officiel des annonces civiles et commerciales, niv. 20230074, Kemennadenn 470, 14 Ebrel 2023.
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.