Romañcheg
yezh
Ar romañcheg zo ur yezh romanek eus skourr ar yezhoù retoromanek. Kar eo d' al ladineg (komzet e Su Tirol, Trentino ha Veneto) ha d'ar friouleg (komzet e Frioul). Ur statud ofisiel zo gantañ e kanton Grischun, e Suis.
Romañcheg (Rumantsch) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Suis |
Rannved : | Grischun |
Komzet gant : | 60 816 (2000) |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Suis |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | rm |
ISO 639-2 | roh |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | ROH |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
War digresk eo bet niver ar romañchegerien abaoe pell, ken m'emañ ar yezh en arvar da vont da get, daoust dezhi bezañ anavezet evel unan eus yezhoù broadel Suis e 1938.
Pemp rannyezh zo:
- ar sursilvan (13 879 mammyezher),
- ar sutsilvan (571 mammyezher)
- ar surmiran (2 085 mammyezher)
- ar puter (2 343 mammyezher)
- ar vallader (5 138 mammyezher)