Yezhoù retoromanek
Ar yezhoù retoromanek zo ur skourr eus ar yezhoù romanek. Komzet e vezont e hanterno Italia hag e reter Suis. Dont a ra anv ar familh yezhoù-se eus hini ar broviñs roman Raetia en em astenne en Alpoù, el lodenn-se eus Europa mui pe vui.
Studiet e voent gant ar yezhoniour italian Graziadio Isaia Ascoli hag a lakaas o c'herentiezh war wel e 1873. Diskouez a reas e oa anezho ur strollad yezhoù disheñvel-mat diouzh ar yezhoù romanek all. Ar pezh a laka kemm etre ar yezhoù retoromanek hag an italianeg pe ar yezhoù romanek all eo hirder ar vogalennoù (vogalennoù hir pouezmouezhiet), ar vogalennoù kreiz ront. Urzh ar gerioù er fazennoù eo an urzh SVO (rener - verb - renadenn).
Teir yezh zo er familh yezhoù-se :
- ar romañcheg, komzet e kanton Grischun e Suis (war-dro 60 000 yezher)
- al ladineg, komzet e hanternoz Italia, war harzoù Su Tirol, Trentino ha Veneto (war-dro 30 000 yezher)
- hag ar friouleg, komzete Frioul e biz Italia (war-dro 600 000 yezher
Anavezet eo ar yezhoù-se ent-ofisiel gant gouarnamantoù Italia ha Suis met en arvar emaint holl, pe e vefent skoazellet hag anavezet a-gozh evel e Suis, pe nevesoc'h zo evel en Italia (abaoe 1999 hepken).