Graziadio Isaia Ascoli
Graziadio Isaia Ascoli (Gorizia, 16 a viz Gouere 1829 – Milano, 21 a viz Genver 1907) a oa ur yezhoniour italian.
Buhez
kemmañGanet e voe Ascoli e 1829 en ur familh yuzevien italianegerien, e Gorizia, ur gêr hag a oa neuze en Impalaeriezh Aostria. En e vugaleaj e teskas meur a yezh hag a veze komzet eno, alamaneg, friouleg, veneteg, ouzhpenn an italianeg hag a oa e yezh kentañ. Studiañ a reas hebraeg kozh gant ur rabin pa oa krennard. Ne reas ket studioù hir, rak goude marv e dad e rankas kemer e lec'h e penn ul labouradeg gwiadoù hag ul labouradeg paper.
Studiañ a reas ar yezhoniezh e-unan eta met tapout a reas kement a varregezh ha skolveuridi e amzer, pe muioc'h egeto zoken. Ar studiadenn gentañ a zegasas brud dezhañ a voe unan diwar-benn ar friouleg, Sull'idioma friulano e sulla sua affinità con la lingua valaca (1846). Dibaouez e kendalc'has da studiañ yezhoù : ar rromani, an etruskeg, ar yezhoù indezeuropek dre vras, ha dreist-holl ar yezhoù romanek hag ar yezhoù keltiek. Anvet e voe da gelenner en Akademiezh Milano. Unan eus ar re gentañ e voe o studiañ ar rannyezhoù, war dachenn ar romaneg dreist-holl.
En eil lodenn eus e vuhez e savas ar gelaouenn Archivio Glottologico Italiano (e 1873), ha renet e voe ar gelaouenn-se gantañ betek 1901. En e studiadennoù war ar rannyezhoù romanek e tiskouezas pegen bras e oa levezon substrat ar c'heltieg.
Gantañ e voe lakaet war wel dibarded ar rannyezhoù frankoprovañsek ha savet an anv "frankoprovañseg" evito, da ziskouez e oant hanter-hent etre ar galleg hag ar provañseg.
Ur brogarour italian e oa. Gantañ e voe savet an anv Venezia Giulia evit ober anv eus ar pezh a veze anvet en e amzer Arvor aostrian ("Österreichisches Küstenland") hag a adkaver hiziv en anv ar rannvro Friuli-Venezia Giulia. Rannañ a reas biz Italia e teir rannvro istorel ha sevenadurel :
Oberennoù pennañ
kemmañ- Zigeunerisches (1865) (diwar-benn ar rromani)
- Lezioni di fonologia comparata del sanscrito, del greco e del latino (1870)
- Saggi ladini (1873)
- Schizzi franco-provenzali (1877)