Istria
Istria (Istra e kroateg hag e sloveneg, Istria en italianeg) zo ul ledenez vras en arvor Mor Adria. En em astenn a ra war ur gorread a 2 820 km².
Stad | Italia, Kroatia, Slovenia ![]() |
---|---|
E tiriad | Istria County ![]() |
War ribl | Mor Adria ![]() |
Daveennoù douaroniel | 45°0′0″N 14°0′0″E ![]() |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Istria ![]() |
![Map](https://maps.wikimedia.org/img/osm-intl,a,45,14,300x300.png?lang=br&domain=br.wikipedia.org&title=Istria&revid=2063178&groups=_9c1064783ab0ff715df2b5403bdb44fe49800c5f)
Emañ al lodenn vrasañ eus al ledenez e Kroatia, bremañ, gant lodennoù bihanoc'h e Slovenia hag en Italia. Aod kornogel Istria zo 242,5 km hec'h hed (hep kontañ inizi bihan) hag an aod reterel zo 202,6 km hec'h hed (hep kontañ enezennoùigoù ivez).
E-touez kêrioù bras Istria emañ Buje, Buzet, Koper, Labin, Motovun, Pazin, Poreč, Pula ha Rovinj.
Istor
kemmañDont a ra an anv eus hini ur bobl illyrek anvet Histri en [[Henroma ha Ιστρών έθνος en Henc'hres. Evit ar Romaned e oant morlaeron griz hag aloubet e voe ar vro gant armeoù Henroma war-dro ar bloaz 177 kent JK.
Goude diskar an Impalaeriezh roman e voe aloubet Istria gant Lombarded ha Goted, hag a-benn ar fin en em gavas e Republik Venezia e 1420. Ur broviñs eus Impalaeriezh Aostria-Hungaria e voe goude bezañ bet ul lodenn eus Rouantelezh Italia hag eus Proviñsoù Illyria, da vare Napoleon Iañ.
War-lerc'h ar Brezel-bed Kentañ e teuas da vezañ ul lodenn eus Italia, dre Emglev Versailhez hag e dibenn an Eil Brezel-bed e voe roet da Yougoslavia.
Yezh
kemmañAbalamour d'an istor-se ez eus bremañ el ledenez italianeg]]erien, kroategerien ha slovenegerien.
Istrieg zo ur yezh romanek komzet gant war-dro 3 000 a dud e mervent al ledenez.
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) 'Istria on the Internet'. Kavet : 03/09/2023.
- (de) (en) (hr) (it) Touristerezh en Istria. Kavet : 03/09/2023.