Unan eus pobloù german ar reter e oa ar C’hoted. Ar roudoù kentañ eus o annez a gaver e su Skandinavia. Moarvat ez eo o anv a adkaver en anvioù-lec’h Göteborg, Götaland ha Gotland, e Sveden. Alese ez ejont da draoñienn ar stêr Wisła. En Eil kantved ez ejont war-zu ar c’hreisteiz. Ar C’hoted e voe ar re gentañ, e-touez ar C’hermaned, oc’h argadiñ an Impalaeriezh roman e 267. Met kannet e voent a-benn ar fin, rankout a rejont kilañ hag adtreuziñ ar stêr Danav e 271. Lod anezho, re ar c’hornôg (ar Wizigoted), a savas ur rouantelezh eno, e Dakia, tra m’en em ziazezas Goted ar reter (an Ostrogoted) pelloc’h, war aod norzh ar Mor Du.

Sede pelec'h emañ Götaland, Bro ar C'hoted a-hervez, en Sveden.
Ar broioù e dalc'h an Ostrogoted hag ar Wizigoted, e 523, dindan ren Teodorig Veur

Kaozeal a raent goteg, ur yezh c'hermanek zo marv pell zo, met zo anavezet mat a-walc'h dre ma voe lakaet dre skrid ha dre ma voe troet ar Bibl enni.

Adunanet e voe ar C'hoted e-pad ur pennadig er VIvet kantved, dindan roue an Ostrogoted Teodorig Veur, a voe lezroue ar Wizigoted ivez e-doug un ugent vloaz bennak.


Gwelet ivezAozañ