Teodorig Veur
Teodorig Veur (pe Flāvius Theodoricus en latin, Θευδερίχος en henc'hresianeg, Thierry a-wechoù en galleg) a oa roue an Ostrogoted er Vvet kantved, hag an illurañ eus rouaned ar bobl-se.
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Ostrogothic Kingdom ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | 𐌸𐌹𐌿𐌳𐌰𐍂𐌴𐌹𐌺𐍃 𐍃𐌰 𐌼𐌹𐌺𐌹𐌻𐌰, Þiudareiks sa Mikila ![]() |
Anv-bihan | Theodoric ![]() |
Titl noblañs | Rex ![]() |
Deiziad ganedigezh | 12 Mae 454 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Carnuntum ![]() |
Deiziad ar marv | 30 Eos 526 ![]() |
Lec'h ar marv | Ravenna ![]() |
Doare mervel | abeg naturel ![]() |
Lec'h douaridigezh | Mausoleum of Theodoric ![]() |
Tad | Theodemir ![]() |
Mamm | Ereleuva ![]() |
Breur pe c'hoar | Amalafrida ![]() |
Pried | Audofledis ![]() |
Bugel | Amalasunta, Teodegonda, Ostrogotho ![]() |
Familh | Amali dynasty ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | goteg, latin ![]() |
Micher | monark, penndiern ![]() |
Lec'h labour | Ostrogothic Kingdom, Italia ![]() |
Strollad etnek | Ostrogoted ![]() |
Relijion | Arianegezh ![]() |
Perzhiad e | Deposition of Romulus Augustulus ![]() |
Prantad | late antiquity, Low Roman Empire ![]() |
Istor
kemmañGanet e oa war-dro 454. Desavet e voe e Kergustentin, rak kemeret e oa bet evel den-gouestl gant galloud roman ar reter.
Dilennet e voe da roue war an Ostrogoted e 474. War c'houlenn Zenon, impalaer roman ar reter, ez eas Teodorig hag an Ostrogoted, e 488, da adkemer Italia, a oa bet aloubet gant pobloù german. E miz Meurzh 493 e voe kemeret Ravenna ganto ha gant Teodorig e-unan e voe lazhet ar penn german Odoaker (Audawakrs) en doa kemeret lec'h an impalaer roman diwezhañ, Romulus Augustus. Emanvet e voe Teodorig da b-princeps Romanus (penn ar Romaned) ha ren a reas e-lec'h an Impalaer war Italia, Sikilia, Dalmatia ha Pannonia. Er brezel-se e voe skoazellet an Ostrogoted moarvat gant ar Vizigoted, ar skourr all eus ar C'hoted.
Adunanet e voe an div bobl e-pad ur pennadig er VIvet kantved, pa zeuas Teodorig Veur da vezañ, ouzhpenn roue an Ostrogoted, lezroue ar Vizigoted ivez e-doug un ugent vloaz bennak.
En Emgann Vouillé, e 507, e voe trec'het ar Vizigoted gant ar Franked. Aloubet e voe Akitania gant ar re-se hag en em astenn a reas o domani war-du ar c'hreisteiz, betek Toloza. Dont a reas Teodorig, da wareziñ douaroù all ar Vizigoted, evel lezroue e-lec'h roue ar Vizigoted, a oa e vab-bihan Alamarig. Septimania (Lengadok bremañ) hag ul lodenn vat eus Ledenez Iberia a dremenas dindan e c'halloud, e 511. Keit ha ma vevas Teodorig e voe unanet an holl C'hoted dindan e ren.
Dimezioù ha bugale
kemmañUr serc'h en doe, anavezet evel N. Moesia, ganet en 463, marteze ur verc'h-vihan da Attila :
- Ostrogotho Areagni (475-520)[1],[2],[3] ; dimezet da Sant Sigismond, mab da c'h-Gondebaud, roue ar Vurgonded.
- Thiudigotho (476-524)[4], dimezet da Alarig II, roue ar Vizigoted adal 484 betek 507.
Pan intañvas ec'h addimezas Teodorig da Audofleda (469-535), merc'h da Childerig Iañ, c'hoar da Hlodwig Iañ war-dro 493. Bugale o doe :
- Amalasunta (494-535)[5] a zimezas d'ar priñs amal Eutarig. Pa varvas he fried o doa ur mabig anvet Atalarig, a voe dibabet gant Teodorig evel pennhêr. Amalasunta, intañvezet e 522/523, a c'houarnas e-pad minorelezh Atalarig (adal 526), hag ac'h addimezas marteze da Teodahat (met war se n'eus ket emglev etre an istorourien), ha hennezh a grougas anezhi bloaz goude war un enezenn eus lenn Bolsena.
Gant e serc'h all Theodora, en doe ur verc'h :
Notennoù
kemmañ- ↑ C. W. Previté-Orton sCMH I, genealogy table 4, p. 132
- ↑ Thomas S. Burns, History of the Ostrogoths, p. 96-97
- ↑ Herwig Wolfram, Wolfram, 1997, figure 2. p. 24-25
- ↑ Herwig Wolfram, Wolfram, 1997, pg. 24, figure 2 ha Herwig Wolfram, Wolfram, 1979, pg. 203
- ↑ C. W. Previté-Orton sCMH I, pg. 132, genealogy table 4 et Thomas S. Burns, History of the Ostrogoths, pg. 96-97 ha Jordanes, Jordanes Getica, XIV-80.
- ↑ Paternal Ancestry oH. B. James, online, I Copyright (c) Homer Beers James 1996.