Emgann Vouillé
En emgann Vouillé en 507 e voe trec'het ar Vizigoted ha lazhet o roue Alarig II gant arme Franked ar roue Hlodwig Iañ. Neuze-se e voe echu gant ren ar Vizigoted war Akitania.
An emgann Aozañ
En nevezamzer 507 e kerzhas arme ar roue frank Hlodwig Iañ, renet gantañ ha gant e vab henañ Teodorig, hag e treuzjont ar stêr Liger etrezek Poitiers. Arme ar Vizigoted renet gant ar roue Alarig II a deue eus ar c'hreisteiz gant ar spi da herezl o enebourien ha da gaout skoazell digant an Ostrogoted Italia, met ar re-se o doa d'ober eno gant arme Bizantion, broudet marteze gant ar roue frank.
Goude an emgann Aozañ
Goude trec'h Hlodwig Iañ en Emgann Vouillé ]] e voe mestr ar Franked war an darn vrasañ eus Galia. Ur pennadig goude e tilezo Hlodwig ar baganiezh da zibab badeziant ar gatoliked.