Digeriñ al lañser pennañ


Toloza
En nec'h, ar Bazacle ha ar pont Sant-Pêr, plasenn ar C'hapitol e-kreiz a-gleiz, ar Pont-Nevez gant iliz Notre-Dame de la Dalbade en dalenn ziwezhañ e-kreiz a-zehou, Kapitol Toloza en traoñ a-gleiz, eiladenn ar fuzeenn Ariane 5 en he ment natur er Cité de l'Espace en traoñ e-kreiz, ha bolz Mediaoueg José-Cabanis en traoñ a-zehou.
En nec'h, ar Bazacle ha ar pont Sant-Pêr, plasenn ar C'hapitol e-kreiz a-gleiz, ar Pont-Nevez gant iliz Notre-Dame de la Dalbade en dalenn ziwezhañ e-kreiz a-zehou, Kapitol Toloza en traoñ a-gleiz, eiladenn ar fuzeenn Ariane 5 en he ment natur er Cité de l'Espace en traoñ e-kreiz, ha bolz Mediaoueg José-Cabanis en traoñ a-zehou.
Ardamezioù
Anv okitanek Tolosa
Anv gallek (ofisiel) Toulouse
Bro Banniel Okitania Okitania
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Midi-Pyrénées
Departamant Garona-Uhel (prefeti)
Arondisamant Arondisamant Toloza (pennlec'h)
Kanton Pennlec'h pemzek kanton
Kod kumun 31555
Kod post 31000, 31100, 31200, 31300, 31400, 31500
Maer
Amzer gefridi
Jean-Luc Moudenc (Unvaniezh evit ul Luskad Poblel)
2014 - 2020
Etrekumuniezh Communauté urbaine de Toulouse Métropole
Lec'hienn web toulouse.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 475 438 ann. (2016)[1]
Stankter 4 019 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
43° 36′ 16″ Norzh
1° 26′ 38″ Reter
/ 43.604482, 1.443962

43° 36′ 16″ Norzh
1° 26′ 38″ Reter
/ 43.604482, 1.443962

Uhelderioù bihanañ 115 m — brasañ 263 m
Gorread 118,30 km²
Lec'hiadur
France relief location map.jpg
Lec'hiañ ar gêr
Toloza
Capitolium Toloza, an ti-kêr, gant bannieloù Okitania, Bro-C'hall, hag Europa

Toloza[2] (Tolosa [tuˈluzo]) en okitaneg,Toulouse e galleg), zo ur gêr vras eus Okitania, hiziv e Bro-C'hall, pa'z eo pennlec'h departamant gall an Haute-Garonne hag ar rannvro c'hall Midi-Pyrénées. Gant ar 437 100 a dud a oa o chom enni e 2005 e oa pevare kumun tudetañ Bro-C'hall. Met 891 000 a dud a ranker kontañ gant ar c'humunioù stok, ha 1 133 000 gant an trowardroioù.

LesanvioùAozañ

« La ville rose » (ar gêr roz) a vez graet anezhi, abalamour da liv an tier e kreiz-kêr, diwar ar brikez pri-poazh.
« Cité des violettes » (kêr ar melion) a vez graet anezhi ivez, ha gwechall e veze gounezet melion enni, ha roet e veze ur velionenn da briz da-geñver ar C'hoarioù.
Ar « Cité Mondine » (Ciutat Mondina en okitaneg) a zo bet graet anezhi ivez abalamour d'ar gonted a veze anvet Remont.

IstorAozañ

KrennamzerAozañ

Ar vosennAozañ

Ar vosenn a reas he reuz e Toloza meur a wezh:

  • e miz Ebrel 1348 e erruas ar c'hleñved e Toloza, etre 1348 ha 1350 e lazhas etre 15% ha 30% eus an annezidi [3][4];
  • e 1506 e varvas 3 000 a dud [5];
  • e miz Here 1557;
  • adalek miz Eost 1628 betek 1633 (10 000 den marvet diwar an 30 000 annezad [6]) hag adalek miz Gouere 1652 betek 1653 [7][8];
  • e 2014 e raer furchadegoù edan ar skolaj kozh Montalembert, kavet ez eus bezioù hollek eno a c'hellfe bout bezioù lod ag an dud bet marvet er prantad 1348-1350 [9].

XXvet kantvedAozañ

Brezel SpagnAozañ

  • Repuidi spagnol a zeuas da Toloza; eno e voe graet sez ar PSOE hag an UGT en harlu e Carrièra del Taur (Straed an Tarv).

Eil brezel-bedAozañ

  • Miliadoù a Doloziz a vanifestas a-enep da Renad Vichy d'ar 14 a viz Gouhere 1942.
  • Oberiant e voe ar Rezistañs e Toloza. E 1940 e teuas Pierre Dac da repuiñ en 42 Baloard d'Estrasborg araok gellet achap e miz Du 1941 evit mont betek Breizh-Veur. Harzet e voe ar c'horonal Pierre Cahuzac eno, kaset e voe da gamp-bac'h Buchenwald lec'h ma varvas [10][11].
  • Emgannoù a voe etre ar Rezistañs hag an Alamaned pa voe ar re-mañ o kuitaat Toloza d'an 18 ha d'an 19 a viz Eost 1944.

Monumantoù ha traoù heverkAozañ

ArmerzhAozañ

DouaroniezhAozañ

SturiennAozañ

Sturienn kêr eo « Per Tolosa totjorn mai » (« Evit Toloza, muioc'h atav »).

TouristerezhAozañ

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ


 

MelestradurezhAozañ

TudAozañ

  • Jean Calas, kenwerzhour protestant, bet lakaet da varv e 1762.
  • Pèire Godolin, bet ganet eno e 1580, skrivagner okitanek.

GevelliñAozañ

Liammoù diavaezAozañ

Dave ha notennoùAozañ