Pèire Godolin

skrivagner gallek

,

Delwenn Pèire Godolin, e kreiz kêr Toloza
Pèire Godolin

Pèire Godolin (Pierre Goudouli pe Goudelin e galleg) (1580 - 10 a viz Gwengolo 1649) a oa ur skrivagner okitanek.

Ganet e voe e kêr Toloza, mab d'un alvokad. Studioù war ar gwir a reas ivez. Adalek 1617 e embannas skridoù a bep seurt, dindan gwarez pennoù bras Toloza, gant komzoù daou du, o c'hoari gant ar gerioù. Sellet a reer outañ evel brasañ barzh okitanek ar XVIIvet kantved, awenet gant an Azginivelezh hag an epikurouriezh. Ur barzh arouez eo ivez, un arouez eus amzer dremenet Toloza, hag ul liamm etre barzhoniezh troubadoured ar Grennamzer hag adsav ar Felibrige en XIXvet kantved. Diskouez a rae en e skridoù e kare yezh e vro hag e felle dezhañ difenn anezhi. E oberenn anavezetañ eo Lo Ramelet Mondin, un dastumad barzhonegoù.

Meur a zelwenn pe a vonumant zo bet savet en enor dezhañ, evel an hini a zo e kreiz-kêr Toloza, war ar blasenn Wilson.