Zaragoza

kumun Bro-Spagn

Zaragoza zo ur gêr vras eus Spagn. Kêr-benn kumuniezh emren Aragon eo, e proviñs Zaragoza. Ar pempvet kêr vrasañ e stad Spagn eo, gant 674 317 a annezidi (e 2009).

Penniliz "El Pilar", ar stêr Ebro hag ar "Puente de Piedra" (ar pont maen)

Dont a ra anv ar gêr eus an anv latin Caesar Augusta, aet da Saraqusta en arabeg ha da Zaragoza e spagnoleg. Emañ Zaragoza war ribl ar stêr Ebro, 199 metr a-us live ar mor. Hanter hent emañ etre Madrid, Barcelona, València, Bilbo ha Toloza, un 300 km diouzh pep hini eus ar c'hêrioù bras-se.

E-touez savadurioù brudet Zaragoza emañ penniliz Itron Varia ar Piler ("El Pilar"), ma c'haller gwelet taolennoù gant Goya, an iliz-veur hag ar Palacio de la Aljafería, a oa palez ar roue Al-Muqtadir pa oa "Saraqusta" kêr-benn ur rouantelezh vuzulmat.

ArdamezioùAozañ

  • En gul, e leon kurunet en aour

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.