Amalasunta (anavezet ivez evel Amalasuntha, Amalasuentha, Amalaswintha, Amalasuintha, Amalswinthe pe Amalasontha) (war-dro 495/500 – 30 a viz Ebrel 534/535) a oa rouanez an Ostrogoted adal 526 betek 534.

Amalasunta

He buhez

kemmañ

Ganet e oa e Ravenna, kêr-benn an Ostrogoted. Merc'h e oa da Teodorig Veur, roue an Ostrogoted, ha da Audofleda (469-535). He mamm a oa ur briñsez frank, merc'h d'ar roue Childerig Iañ, ha c'hoar da Hlodwig Iañ. Dre-se e oa anat e oa un emglev etre Ostrogoted ha Franked.

Savet e voe er relijion arian, relijion he zad. Desket e oa, ouzhpenn goteg e komze latin ha gregach.

Dimeziñ a reas Amalasunta d'ar priñs amal Eutarig, ha hennezh a oa da ren war-lerc'h Teodorig, ha n'en doa bugel ebet. Mervel a reas Eutarig, met ur mabig en doa, anvet Atalarig, a voe dibabet gant Teodorig evel pennhêr, hag ur verc'h, Mathesuentha, a zimezas d'ur roue.

Addimeziñ

kemmañ

Amalasunta, intañvezet e 522/523, a c'houarnas e-pad minorelezh Atalarig, adal 526, goude marv Teodorig. Addimeziñ a reas marteze da Teodahat (met war se n'eus ket emglev etre an istorourien), ha hennezh a grougas anezhi bloaz goude war enezenn Isola Martana, e lenn Bolsena.

 
An Isola Martana e Lenn Bolsena, ma voe bac'het Amalasunta betek he marv.

Hervez Gregor Teurgn, en 526, e tec'has Amalasonta gant ur mevel, Traguilan, dre ma felle d'he mamm Audoflède hec'h addimezién d'ur priéns. Ken fuloret e oa ar vamm war-lerc'h he merc'h ma kasas ur bagad armet he merc'h. krouget e voe Traguilan gant ar soudarded, bazhataet ar briñsez ha kaset d'ar gêr, d'al lez.


Lennegezh

kemmañ

Steredoniezh

kemmañ

An asteroidenn 650 Amalasuntha zo bet anvet en enor dezhi.