Teodorig
anv paotr
Teodorig, pe Theodoric, zo un anv germanek.
Gerdarzh
kemmañDont a ra eus ar gerioù germanek theud « pobl» (kar d'ar ger tud e brezhoneg) hag eus ric « galloudek »[1], hag a gaver er Grennamzer.
Yezhoù all
kemmañTud
kemmañMeur a roue zo bet en anv-se e-touez Goted, Burgonded, ha Franked.
Rouaned
kemmañ- Teodorig († 451), priñs ar Vandaled
- Teodorig Veur (war-dro 455 – 526), roue Ostrogoted Ravenna ha roue Italia
Vizigoted
kemmañ- Teodorig Iañ († 451), roue ar Vizigoted
- Teodorig II († 466), e vab
Franked
kemmañ- Teodorig Iañ Aostrazia, roue Aostrazia
- Teodorig II pe Thierry II, roue Bourgogn (595-613) hag Aostrazia (612-613)
Tud all
kemmañ- Teodorig Strabon, brezelour ostrogot ha kevezer Teodorig Veur
- Teodorig pe Thierry, kont Autun en VIIIvet kantved, eus tiegezh ar Wilhelmided
- Teodorig, ur priñs brezhon hag en divije lakaet Sant Gwigner d'ar marv
- Théodoric, ur frank eus tiegezh an Nibelungided, kont Vermandois war-dro 876
- Théodoric (988-1009), eskob Ate
- Théodoric pe Thierry: Abad en abati Menez-Mikael etre 1051 ha 1055
- Théodoric pe Thierry, eneppab etre 1100 ha 1101, († 1102)
- Mestr Teodorig, war-dro dibenn ar XIVvet kantved, livour e Praha.
- ↑ (fr) Tanet, Chantal & Hordé, Tristan : Dictionnaire des prénoms. Paris : Larousse, 2009, p. 606(ISBN 978-2-03-583728-8)