Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Un eskob (liester : eskobed, eskeb, eskibien) a zo un den uhel en urzh en Iliz katolik roman, en Iliz Ortodoks, en Iliz anglikan hag e lod eus an Ilizoù protestant. E penn un eskopti e vez un eskob.
Ul lid a vez aozet gant un eskob all (pe meur a hini) evit e eskobiñ, da lavarout eo reiñ ar garg dezhañ.

Un eskob alaman e 2012

GerdarzhAozañ

Eus al latin kristen episcopus diwar ar gresianeg επισκοποςe episkopos, "diwaller, evezhier" e teu ar ger eskob hag e zeveradennoù "eskobded", "eskobel", "eskobelezh", "eskobiezh", "eskobiñ", "eskopti" hag "eskoptiad".

Eskibien en Testamant NevezAozañ

Pemp gwech e kaver ar ger "eskob" en Testamant Nevez.

Petra bennak ma n'eo ket bet krouet ar garg-se gant Jezuz-Krist e seblant bezañ ur stad reizh e penn-kentañ diorroadur ar gristeniezh. Diaes eo ober un diforc'h gant hini ar presbyter (πρεσβυτερος), met an diagon a weler el Lizher da Zimoteos a seblant dindan beli an eskob.

En Oberoù an Ebestel e reer eus an eskob ur maesaer evit e dropell, ur skeudenn voutin implijet en amzer hiziv c'hoazh. El Lizher da Zimoteos e reer "pried ur wreg nemetken" anezhañ, met amsklaer eo ma 'z eus kaoz eus nac'hañ dezho an eildimeziñ pe eus al liespriedelezh ; n'eus roud ebet avat eus eskibien a vije difennet outo dimeziñ ha genel krouadurioù d'ar c'houlz-se.

An eskibien diwar skridoù an ebestelAozañ

Diwar obererezh an ebestel e voe aozet an Iliz kristen nevez en un doare efedusoc'h ken ma 'z eas roll an eskibien war bouezusaat en IIvet kantved. Gwelet eo kement-se e skridoù Ignatius Antioch (c. 35c. 110), pa zisplegas en e Lizher d'ar Vagnesianed :

« Lakait an holl da zoujañ ouzh an diagoned koulz hag e tleont doujañ ouzh an eskob hag eñ skeudenn an Tad ha doujañ ouzh ar veleged ivez,
ken e toujer ouzh ar re-se evel kuzul Doue ha Strollad an Ebestel. »

Sellit ouzh ar ger Eskob er
wikeriadur, ar geriadur frank.