Goteg Krimea
Goteg Krimea a oa ur yezh c’hermanek a veze komzet e kreisteiz Krimea, moarvat war-dro Mangup, betek an XVIIIvet kantved.
Goteg Krimea (*dianav) | |
---|---|
Marv | |
Perzhioù | |
Komzet e : | yezh varv |
Rannved : | Krimea |
Komzet gant : | yezh varv |
Renkadur : | yezh varv |
Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | got |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | GOT |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Anavezet eo dre ul lizher gant Ogier de Busbeq, ur c'hannad eus Flandrez a weladennas ar rannvro e-pad ar XVIvet kantved. Ennañ e kaver pevar-ugent ger hag un nebeud frazennoù berr.
Gresian e oa kelaouer Busbeq ha n'eur ket sur penaos e veze distaget ar gerioù a ro deomp, met un darn anezho a seblant bezañ gotek. Da skouer e ada (vi) ar [jj] germanek a oa bet kreñvaet e [d], ur fiñvadenn na vez kavet nemet e yezhoù germanek ar reter.
Liammoù diavaez (e saozneg)
kemmañ