Proviñsoù Illiria
Proviñsoù Illiria (Provinces illyriennes e galleg) a oa bet kemeret gant Bro-C'hall e 1805 diwar-goust impalaeriezh Aostria, hag adkemeret ganti diwar-goust an Impalaeriezh c'hall en 1813.
Istor
kemmañSavet e voe Proviñsoù Illiria gant un dekred impalaerel d'ar 14 a viz Here 1809, goude da Impalaeriezh Aostria koll emgann Wagram ha sinañ feur-emglev Schönbrunn, ha neuze leuskel gant Bro-C'hall tachennoù Karintia Uhel (Villach), Carniola, Kroatia er mervent d'ar Sava, Gorizia ha Trieste. Bodet e voe an holl zouaroù-se d'ober Proviñsoù Illiria, ha lakaet ar gêr-benn e Laybach (a zo kêr-benn Slovenia hiriv, hogen anvet Ljubljana). Ouzhpenn-se e voe staget outo
- Republik Ragusa (hiriv Dubrovnik), a oa bet staget ouzh Bro-C'hall e 1808,
- Dalmatia, a oa staget ouzh Rouantelezh Italia abaoe 1805.