Korseg
Ur yezh romanek eo ar c'horseg (Corsu pe Lingua Corsa) komzet en Enezenn Gorsika e-lec'h m'emañ ar galleg ar yezh ofisiel nemeti neoazh. Komzet e vez ivez un tammig e Gaddura ha Tattari e Sardinia (Italia).
Korseg (Corsu) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Frañs, Italia |
Rannved : | Korsika, Sardinia |
Komzet gant : | 100 000 |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | co |
ISO 639-2 | cos |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | COI |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Tost a-walc'h eo ar c'horseg ouzh an italianeg dre vras, met tostoc'h c'hoazh ouzh an toskaneg.
Daoust d'ar strivoù a zo bet graet er bloavezhioù tremenet a-benn gwareziñ ha saveteiñ ar yezh, emañ houmañ en arvar da vont da get da vat c'hoazh hervez an Unesco.
Teir rannyezh pennañ ez eus: hini an hanternoz komzet tro-dro da vBastia ha da gCorti, hini ar c'hreisteiz tro-dro da Sartè ha da bPortivecchjiu hag ar rannyezh etre an div-se komzet e kreiz ar vro ha tro-dro da Aiacciu. Tostoc'h eo rannyezhoù Calvi ha Bunifaziu da rannyezh Genova (pe ligoureg).
Evit mont pelloc’h ganti
kemmañAr c'horseg zo ur yezh romanek deuet diouzh al latin, evel an italianeg hag ar galleg. Meur a rannyezh a vez graet ganto e Korsika. An daou strollad rannyezhoù pennañ zo ar “cismontincu” (a vez anvet “cismontano” peurliesañ) - ur rannyezh tost a-walc’h d’an “toskaneg” - hag ar “pumuntincu” (a vez anvet “oltramontano” peurliesañ), zo elfennoù yezh boutin etrezañ hag ar rannyezhoù a vez graet ganto e kreisteiz Italia koulz ha gant ar sardeg, gant ar rannyezhoù a vez graet ganto e Sikilia zoken. Unvanet eo bet ar rannyezhoù korsek avat : reolennoù boutin zo evit skrivañ ar rannyezhoù-se hag e-se e vez aesoc'h tremen eus ur rannyezh d'eben.
E Korsika e vez komzet ar c’horseg, evel-just, hag ivez e norzh Sardinia (evit a sell ouzh ar rannyezh “pumuntincu”, zo tost a-walc'h d'ar gallureg ha d’ar sasareg. N’eus ket pell e roer d'ar c’horseg ur statud a yezh. Er bloavezhioù mil nav c’hant tri-ugent e oad krog da reiñ seurt stadud dezhañ met kalz a yezhoniourien a gav abeg en dra-se. Diouzh o savboent ez eo bet roet ar stadud-se d'ar yezh evit bastañ d'ar goulennoù politikel hag evito n'eo ket un afer yezhoniezh tamm ebet. Renket eo bet ar c’horseg gant an UNESCO e-touez ar yezhoù en arvar da vont da get. Yezhouniourien all, er c’hontrol, a gav dezho ez eo ar c’horseg ur yezh dezhi hec’h-unan, o vezañ m’eo unvan ar rannyezhoù a vez gaet ganto war an enezenn. Tremen hep anavezout un hevelep statud d’ur yezh, hervezo, a dalvez reiñ nebeutoc’h a bouez d’ur yezh a c'hallfe mont da get. Anavezet eo ar c’horseg, e gwirionez, da yezh gant ur reolad etrebroadel ISO 639. An daou savboent-se a c'haller degemer, evit gwir : diouzh savboent ar strollad yezhoniourien kentañ e vez dalc’het kont eus an dipologiezh (renkadur ar yezhoù), diouzh ar strollad all e vez dalc’het kont eus ar skeudenniñ hag eus ar sevel. Un diskoulm zo bet kavet e sokioyezhoniezh evit termeniñ ur “yezh” gant Heinz Kloss (s.o. tipologiezh Heinz Kloss) : ur “yezh diwar danzen” pe yezh Ausbau (doare sevel distag diouzh an italianeg). Ar c'horseg hag an italianeg avat, gant o frammoù, zo div yezh Abstand, da lavaret eo yezhoù pell.
Dasparzh ar rannyezhoù e Korsika
kemmañAr c'horseg zo anezhañ ur yezh romanek eus ar strollad yezhoù italianek ha romanek. E Korsika a-bezh e vez graet gantañ (an holl Gorsiz avat ne reont ket gantañ), nemet e Bonifacio hag e Calvi ma vez komzet ur rannyezh ligourek a orin eus Genova c’hoazh. Korsiz a-leizh a oa bet gwechall oc’h ober o annez en enez La Maddalena, en norzh da Sardinia hag e-se e veze komzet an hevelep korseg du-hont hag e Sartè. Ar gallureg (“gallurese” pe “gadduresu”) eo ar rannyezh a vez graet ganti e rannvro Gallura, en norzh da Sardinia, zo tost-tre d’ar rannyezhoù a vez graet ganto e Su Korsika (tostoc’h eo ar rannyezhoù-se an eil d’eben eget ar c’horsegoù all, s.o. R.A. Hall, Jr.), koulz hag ar sasareg a vez graet gantañ e Sassari hag en trowardroioù - tra m'eo ar sardeg ur yezh disheñvel-mik dezhañ (disheñvel-tre eo ar sardeg diouzh an italianeg ha diouzh ar rannyezhoù italianek). Da skouer, an holl rannyezhoù korsek hag ar rannyezhoù n'int ket "sardek" a vez graet ganto e Sardinia o deus ul liester en –i evel evel en italianeg, tra m’en deus ar sardeg ul liester en -s (evel e galleg pe e kastilhaneg). Ur yezh kar war un dro d’ar sardeg ha d'ar c'horseg a veze graet gantañ gwechall-gozh koulkoude dre ma oa an div enezenn e "Romania africana”. Elfennoù boutin a-leizh a chom neuze en div yezh, ar pezh a voe kreñvaet gant aloubidigezh an enezennoù gant an dud a-leizh a oa deuet eus Pisa pe eus Aragon. Ar son “kakuminal”zo voutin da ranvyezh Sartè ha d’an darn vrasañ eus ar rannnyezhoù sardek. An estlamadell [a'jo]!, anezhi ur ger a vez graet kalz gantañ war an div enezenn, zo kalz koshoc’h son ar gensonenn distaget enni (moarvat eus ar mare ma voe aloubet an div enezenn gang ar Fenikianed).
Meur a yezh komzet a vez graet ganto e Korsika : ar sartèeg - en ur gontañ ar sasareg hag ar gallureg - an tavareg, ar c'horseg eus korn-bro Vico- Aiacciu, ar c’horseg a vez komzet e norzh an enezenn (Capicorsu ha Bastia) hag ar rannyezh a vez graet gantañ e Venaco. Dispartiet int bet e daou strollad : ar cismontano hag an oltramontano. Etre 79 ha 89 % eus ar gerioù zo damheñvel enno. Tostoc’h eo ar rannyezh eus Genova a vez komzet e Bonifacio d’ar rannyezh a vez komzet e Bastia eget ar rannyezhoù all. 78 % eus ar gerioù zo peuzheñvel en div rannyezh-se.
Yezh ha sevenadur
kemmañAbaoe deroù an XIXvet kantved e seller ar c’horseg hag italianeg evel daou stumm eus un hevelep yezh. Ar yezh komzet eo ar c'horseg, gant ar stummoù lec'hel anezhi, hag ar yezh skrivet eo an italianeg. 1852 a voe ur bloavezh a bouez ivez dre ma voe lakaaet ar galleg da yezh ofisiel ha ma voe difennet ober gant an italianeg e Korsika. Adalek an Eil Impalaeriezh ne voe ket mui an italianeg ar yezh velestradurel a veze graet ganti war an enezenn : un troc’h a oa etre an italianeg hag ar c’horseg. Kalz a dud a soñj dezho eo deuet ar c’horseg da vezañ ur yezh emren pa voe diorroet ul lennegezh korsek. Daou stroll kelennerien skol-veur enep zo hiziv an deiz. Ar re eus ar skol a soñj dezho eo deuet ar chorseg eus an toskaneg a-raok emdreiñ evel m'emañ bremañ (gant roudoù koshoc'h, a oa anezho a-raok Romania, evel ar son kakuminal, hag ar re a soñj e oa emdroet abretoc’h en un doare distag (diwar al latin izel) betek-henn goude bezañ bet levezonet a-hed an istor gant yezhoù “an alouberien”, en o zouez an toskaned hag ar c’hallaoued. N’eus nemet er c’hazetennoù “broadelour” e vez skivet eo tost-tre ar c'horseg d'an toskaneg. 90 % eus gerioù an div yezh-se zo peuzheñvel. Ne vez ket kavet abeg en dra-se gant ar re a lavar eo kar ar c'horseg d'an italianeg, daoust d'e berzhioù dibar ha d'e astummoù.
N’en deus ket klasket emsav sevenadurel Korsika lakaat an holl Gorsiz d’ober gant ar c’horseg peurunvan. Lavarout a ra ar yezhoniourien gorsat ez eo ar c’horseg ur “yezh polynomik” ; diazezet eo kelenn ar c'horseg da gentañ war ar rannyezh a vez graet gantañ en takad-bro ha da c'houde e vez desket en un doare dizoberiant an holl rannvyezhoù a vez komzet en enezenn. Abaoe un nebeud bloavezhioù, koulskoude, eo krog al lenneien, ar grouerien, an dud a vicher a bled gant ar c’hehentiñ, d’ober gant ur c’horseg “savet”, da lavaret eo ez eo ur yezh unvan a-walc'h. Ar yezh-se a vez graet gantañ war un tiriad, ma’z eo gwan ar gwask poblañsel, ma'z eus bet c’hoant gant an dud kaozeal galleg (ar pezh a vez adkavet alies e lec'h all) evit bezañ “enframmet” gwelloc’h hag e-se e voe torret al liamm a yae etre ar remziadoù en eil hanterenn eus an XXvet kantved, ma vez graet gant ur yezh all estreget ar c'horseg e pep lec'h ha gant an holl dud hiziv (mediaoù, skol...), ma'z eo bet mesket kement an dud ma'z eus nebeutoc'h-nebeutañ a dud o treuzkas o yezh-vamm hiziv, ma ne zalc’h ket ar Stad c’hall kont eus ar yezhoù minorel evel ma tere, ma c’haller en em c’houlenn hag-eñ e chomo bev ar c’horseg. Deuet eo ar vroadelourien da gaout ur statud a “yezh” d’ar c’horseg, daoust ma n’eo ket ret deskiñ anezhi er skol kentañ derez. Biskoazh ne oa bet skrivet ar c’horseg da vare aloubidigezh an enezenn gant tud Pisa pe Genova. An darn vrasañ eus an anvioù-lec'h n'int ket skrivet e korseg met en italianeg. Er XVvet hag er XVI kantved o doa klasket un nebeud kartennourien c’hall lakaat anezho e galleg – ne chom nemet daou gallek hiziv an deiz : Île-Rousse ha Saint-Florent (en italeg emañ stummoù istorel an anvioù italianek pe gallek ne vezont ket implijet ken hiziv an deiz).
Anv italianek | Anv korsek | Anv gallek |
---|---|---|
Aiaccio | Aiacciu | Ajaccio |
Bastia | Bastia | Bastia |
Corte | Corti | |
Calvi | Calvi | |
Sartene | Sartè | Sartène |
Bonifacio | Bunifaziu | Boniface |
Porto Vecchio | Portivechju | |
Isola Rossa | Isula Rossa | L'Île-Rousse |
Propriano | Prupià | |
San Fiorenzo | San Fiurenzu | Saint-Florent |
Unan eus yezhoù "rannvroel" Frañs eo ar c’horseg, diouzh ar roll ofisiel zo bet embannet gant ar Stad c’hall (Ministrerezh ar Sevenadur/DGLF). N'eo ket ar c’horseg ur yezh ofisiel avat dre ma n'eus bet roet statud ofisiel ebet d'ar yezhoù bihanniver pe rannvroel eus Frañs betek-henn. Renket eo bet ar c’horseg gant an UNESCO e-touez ar yezhoù rannvroel eus Frañs en arvar da vont da get.
Un nebeud gerioù korsek
kemmañBrezhoneg | Korseg | Distagadur standard |
---|---|---|
an douar | a terra/a tarra | a dèrra/a darra (e su Korsika) |
an oabl | u celu | ou djélou |
an dour | l'acqua | lakoua |
an tan | u focu | u vogou |
ar paotr | l'omu | lomou |
ar plac’h | a moglia | a molia |
debriñ | manghjà/magnà | mandia |
evañ | beie | |
bras | grande/grende/grandu | grande/grende |
bihan | chjùcu/pìcculu/mischinu | tiougou/pic-coulou/miskinou |
an amann | u butiru / a a grètula | ou oudirou/ ou boutirou |
an deiz | u ghjornu | ou yornou |
Kartennoù
kemmañ-
Astenn ar yezh
-
(it) Ar rannyezhoù korsek
-
(it) En Sardigna
-
Ar yezhoù er Stad C'hall
-
Ar yezhoù romanek all